Kaja Kallas (distaget [ˈkɑjɑ ˈkɑlːɑs] en estoneg; ganet d'an 18 a viz Mezheven 1977) zo ur bolitikerez eus Estonia ha kentañ ministr he bro abaoe ar 26 a viz Genver 2021. E penn ar gostezenn Eesti Reformierakond eo bet adalek 2018, hag ezel eus parlamant Estonia, ar Riigikogu, etre 2011 ha 2014 hag adalek 2019. Kannadez e Parlamant Europa e oa etre 2014 ha 2018.

Kaja Kallas
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhEstonia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denKaja Kallas Kemmañ
Anv-bihanKaja Kemmañ
Anv-familhKallas Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Mez 1977 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTallinn Kemmañ
TadSiim Kallas Kemmañ
MammKristi Kallas Kemmañ
PriedArvo Hallik Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetestoneg, saozneg, galleg, rusianeg, finneg Kemmañ
Micherpolitiker, alvokad, business undergraduate Kemmañ
Bet war ar studi eTallinn Lilleküla Gymnasium, Tallinn English College, University of Tartu, Estonian Business School, Lawrence University Kemmañ
Lec'h labourStrossburi, Brusel, Tallinn Kemmañ
Strollad politikelEstonian Reform Party Kemmañ
Relijionagnostegezh Kemmañ
Prizioù resevetGrand Cross of the Order of the Star of Romania, Order of Prince Yaroslav the Wise, 2nd class, Order of the Polar Star - Commander's Grand Cross Kemmañ
PrantadXXIvet kantved Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://kajakallas.ee/ Kemmañ
Kaja Kallas e 2021.

Ganet e voe e Tallinn, merc'h da Siim Kallas, hag a voe kentañ ministr Estonia ivez, ha d'e wreg Kristi. Studioù war ar gwir he deus graet e skol-veur Tartu. Dimezet eo ha tri bugel he deus.

Buhez familh

kemmañ

Merc'h Siim Kallas ha Kristi Kallas eo. He zad, Siim Kallas a voe ministr kentañ Estonia etre 2002 ha 2003 hag evelti, ezel Strollad adreizh Estonia (E.R.E.). He mamm, Kristi Kallas, hag he mamm-gozh a voe deportet e Siberia en tu all da Novossibirsk e 1949.

Dimeziñ a reas e 2002 gant Taavi Veskimägi (un den a aferioù ha politikour, Ministr an Arc'hant gant ar gouarnamant Parts). Bet o devoa ur mab. Met dibriedet o devoa e 2014. Addimeziñ a reas e 2018 gant Arvo Hallik a zo bankour..

Alvokadez

kemmañ

Etre 1996 ha 1997, pa oa c’hoazh o studiañ ar Gwir, e voe kuzulierez renerezh C'hoariva Vanemuine, ar c’hoariva kentañ en estonieg, e Tartu. Ur bloaz goude, e tapas he diplom alvokadez. Labourat a reas evel alvokadez e Tallinn,  e kabined Tark & Co betek 2006 hag ekabined Luiga Mody Hääl Borenius betek 2011. Kelenn a reas e EBS Management Training Centre etre 2010 ha 2011.

Kannadez ar Riigikogu hag e Parlamant Europa

kemmañ

Paouez a reas gant he micher e 2011 o vezañ dilennet kannadez an 12vet Riigikogu (parlamant Estonia) betek 2014. Kadoriet he doa bodad an aferioù ekonomikel e 2011.

Ezel eus Parlamant Europa e voe  etre 2014 ha 2018.

D’ar 14 a viz Ebrel 2018 e voe dilennet e penn Strollad adreizh Estonia, ar vaouez kentañ eo o terc’hel ar post-se.

D'an 3 a viz Meurzh 2019, en em gavas Kaja Kallas hag he strollad politikele penn dilennadegoù ar gannaded gant 29% eus ar mouezhioù. Koulskoude ne voe ket mouezhiet gant ar Riigikogu e penn ar gouarnamant abalamour d’un emglev politikel etre strollad ar greizourien, strollad ar virourien Isamaa ha strollad an tu-dehou pellañ, EKRE a lakaas Jüri Ratasda vezañ ministr kentañ Estonia adalek an 29 a viz Ebrel 2019.

E 2019-2021 e voe dilennet ezel ar 14vet Riigikogu ha prezidantez he strollad politikel, strollad Adreizh Estonia.

Ministrez kentañ

kemmañ

D’an 13 a viz Genver 2021 e kouezhas gouarnamant Jüri Ratas. Sevel a reas Kaja Kallas ur gouarnamant nevez dre un emglev gant strollad ar greizourien. Ganti e penn ar gouarnamant ha Kersti Kaljulaid o vezañ prezidantez ar Republik e voe Estonia ar vro nemeti er bed o vezañ renet gant div vaouez dilennet.O vezañ stok ouzh Rusia eo prederiet Estonia gantar brezel en Ukraina. "Ret eo deomp reiñ muioc'h a armoù da Ukraina," eme g/Kaja Kallas e Pariz, d'al Lun 26 a viz C'hwevrer 2024, e-pad ur brezegenn evit skoazellañ Ukraina.