Ur c'hantener (a dalva "Penn ur c'hantad", eus latin centum, kant), pe un Hekatontarc'h (gresian ἑκατόνταρχος), a veze graet eus un ofiser eus Henroma a oa e penn ur Centuria ("Kantad") da laret eo kant soudard eus al lejion roman pe un unvez skoazeller a niver hañval. Rannet e oa ar rez-se e meur a live hervez ar perzh a veze graet ganto. E penn-kentañ ar Republik e oa ar c'hantener e karg eus ur pevar-ugent bennak a dud hag e teuas da vout ur c'hantad diwezhatoc'h.

Kantener
karg, grad milourel
Iskevrennad eusancient Roman military rank Kemmañ
StadHenroma Kemmañ
A dalv evit tiriadHenroma Kemmañ
Kantener kizellet doc'h ur vedalenn-gañv Flavia Solva, eil kantved Joanneum, Graz
Maen-bez kantener Marcus Caelius

Daoust ma teue an usofisierien eus rummadoù marc'heien pe senedourien peurliesañ e teue ar gantenerien eus tud an droadegiezh kentoc'h. Da gentañ e veze dilennet eñ gant e soudarded, mes diwezhatoc'h e oa anvet gant al Legad, ha goude gant kommandour al lejion. E-pad ar mare impalaerel e veze kadarnaet an dibab gant an impalaer e-unan. Labour ar c'hantener a oa pouezus-kenañ en aozadur an arme roman ha mererezh ar bagadoù. Betek-henn eh eus ur bochad skridoù a venega o garvder hag o c'hadarnded. Gwallder ur faezhidigezh a c'halle bout mentet hervez an niver a gantenerien a oa kouezhet marv e-kerzh an emgann. Kalz anezho a chome gant o lejion betek ar marv en ur nac'hañ en em lakaat war o leve.