Kanton Gazilieg (1790)
Krouet e voe Kanton Gazilieg e 1790. Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann Roc'h-an-Argoed e departamant ar Mor-Bihan e oa. Pemp kumun a oa ennañ :
- Gazilieg (pennlec'h),
- Felgerieg-al-Lann,
- Glenneg,
- Kornon,
- Sant-Varzhin-an-Oud.
Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[1],[2].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 78, 100, 101, 106, 356 ha 384
- ↑ Cassini - EHESS - Gazilieg - Fichenn ar gumun