Kanton Kerrouz
Kanton Kerrouz a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
kemmañ- Krouet e voe e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Ankiniz. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Ankiniz. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801) , dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[1].
Kumunioù
kemmañKanton Kerrouz a yae pemp kumun d'ober anezhañ :
- Kerrouz, penn ar c'hanton,
- Chapel-ar-Salver,
- Belenieg,
- Malvegon,
- Paolieg-ar-Rozioù.