Kanton Koeron
Kanton Koeron a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
kemmañ- Krouet e voe Kanton Koeron e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Savenneg. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Koeron, Kordevez ha Sant-Stefan-Brengoloù e Kanton Sant-Stefan-Brengoloù[1],[2],[3].
Kumunioù (1790-1801)
kemmañKanton Koeron a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Koeron, penn ar c'hanton,
- Kordevez,
- Sant-Stefan-Brengoloù.