Kanton Meliner
Kanton Meliner a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
kemmañ- Krouet e voe Kanton Meliner e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Klison. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Meliner ha Sant-Leven e Kanton Klison[1],[2], Maezon e Kanton Henwinieg[3] ha Sant-Fieg e Kanton Gwerzhav[4] .
Kumunioù (1790-1801)
kemmañKanton Meliner a yae peder c'humun d'ober anezhañ :
- Meliner, penn ar c'hanton,
- Maezon-ar-Gwini,
- Sant-Fieg-ar-Mewan,
- Sant-Leven-Klison .