Kanton Mesker
Kanton Mesker a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
kemmañ- Krouet e voe e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Gwenrann. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[1].
Kumunioù
kemmañKanton Mesker a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Mesker, penn ar c'hanton
- Penc'herieg ;
- Sant-Molf.