Kanton Paolieg (1790)
Krouet e voe Kanton Paolieg e 1790[1] Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann Roc'h-an-Argoed e departamant ar Mor-Bihan e oa. Seizh kumun a oa ennañ :
- Alaer,
- Paolieg (pennlec'h),
- Sant-Gravez,
- Sant-Kogo,
- Sant-Pereg,
- Sant-Visant-an-Oud,
- Sant-Yagu-ar-Bineg.
Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[2], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 253.
- ↑ Cassini - EHESS - Paolieg - Fichenn ar gumun