Kanton Santez-Pezhenn
Kanton Santez-Pezhenn a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
kemmañ- Krouet e voe Kanton Santez-Pezhenn e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Machikoul. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Diskaret e voe gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumunioù Santez-Pezhenn ha Porzh-Pêr e Kanton Pentelloù ha kumun Sant-Eler-Kaleon e Kanton Bourc'hnevez pa voe dilamet Kanton Santez-Pezhenn[1],[2],[3].
Kumunioù (1790-1801)
kemmañKanton Santez-Pezhenn a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Santez-Pezhenn, penn ar c'hanton,
- Porzh-Pêr,
- Sant-Eler-Kaleon.