Kanton Saoudan
Kanton Saoudan a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
kemmañ- Krouet e voe Kanton Saoudan e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Kastell-Briant. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Kastell-Briant. E 1801 e voe lakaet kumun Saoudan e Kanton Kastell-Briant[1] ha kumunioù Kerbod ha Noal-ar-Bruz e Kanton Ruzieg[2],[3].
Kumunioù (1790-1801)
kemmañKanton Saoudan a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Saoudan, penn ar c'hanton,
- Kerbod,
- Noal-ar-Bruz.