Salud deoc'h ! Krouet ho peus ur rummad:Melldroadourien Arc'hantina. Ur rummad:Melldroaderien Arc'hantina a oa dija. N'eus ket ezhomm da grouiñ un eil rummad evit ar memes tra. Ouzhpenn-se ez eo "melldroader" eo ar ger a gaver er geriadurioù (Geriadur Hemon-Huon paneveken) evit lavaret "c'hoarier mell-droad". A galon, --Llydawr (kaozeal) 26 Mez 2014 da 16:01 (UTC) Salud deoc'h ivez, Kaset em boa un evezhiadennig deoc'h n'eus ket pell 'zo diwar-benn an istor-se : melldroadEr, an hini a c'hoari evit e blijadur hepken, melldroadOUr, an hini a zo ar vell-droad e vicher (hervez kentelioù L. Kergoad diwar-benn Al lostgerioù oberer -er, -our). A galon.--90.32.180.216 26 Mez 2014 da 16:06 (UTC)Respont

Ne welan "evezhiadennig" ebet war an dra-se war ma fajenn Kaozeadenn Implijer:Llydawr. Er c'heriaouegig embannet gant Ofis ar Brezhoneg ([1]) diwar-benn ar vell-droad, ne gaver nemet ar ger "melldroader", pe e vefe evit ur "melldroader a-vicher" pe e vefe evit ur "melldroader amatour". Ne gredan ket e vefe ezhomm da sevel ur ger "melldroadour", pa'z eus ur ger "melldroader" en implij dija. A galon, --Llydawr (kaozeal) 26 Mez 2014 da 16:20 (UTC)Respont
A-du gant Llydawr war ar poent-se. Da'm soñj n'haller ket lakaat ar reolenn-se da dalvezout evit pep tra, ma c'haller kompren "liorzhour" (< liorzhouriezh) ha "liorzher" (< liorzherezh), pe "livour" (< livouriezh) ha "liver" (< liverezh) n'haller ket astenn an traoù betek re pe neuze e vo ret lakaat kemm etre "pesketour" (an hini a raje se eus e vicher) ha "pesketaer" (an hini a besketaje evit e blijadur), ha petra 'virfe lakaat kemm etre ur bern traoù all: "baraour" ha "baraer", "merdeour" ha "merdeer", "skrivagnour" ha "skrivagner", "kelaouennour" ha "kelaouenner"?… En degouezh-mañ e vefe dav neuze ober gant "diwallour" (palioù), "tagour", "gourdonour", "adreñvour", "palour"? Ne vefe fin ebet. Ha n'eus ket eus ar ger "melldroadouriezh".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Mez 2014 da 16:32 (UTC)Respont
Ha boas oc'h da lakaat ho fri e pep kaozeadenn evel-se hep bezañ pedet ? Ne ran ket forzh tamm ebet eus hoc'h ali, hini LLydawr ne lâran ket o vezañ ma c'hall an den arguzenniñ gantañ sioul ha displegañ e savboent hep bezañ eskumunuget raktal !--90.32.180.216 27 Mez 2014 da 07:15 (UTC)Respont
N'eo ket war ho pajenn em boa lakaet un evezhiannig met e-barzh rann Kaozeadenn unan eus ar pennadoù edoc'h o paouez kemm pe glokaat ; ha ne zeuan ket a-benn da adkavout pehini, 'm eus aon. N'on ket ali ganeoc'h tamm ebet : d'am soñj, n'haller ket ober gant an hevelep ger ken o stadañ emdroadur souezhus ar vell-droad a vicher. Diaes eo kendelc'her da geñveriañ an hini a sko e-barzh ar vell gant mignoned dezhañ gant an hini a c'hounez ouzhpenn mat e damm bara o c'hoari mell-droad, ne gav ket deoc'h ? Amañ emañ ar yezh o fiñval, OPaB pe get. Kompren a ran mat-tre hoc'h arguzennoù, met perak lezel ar ger melldroadour e-barzh ar pennadoù o-unan neuze ? A galon.--90.32.180.216 26 Mez 2014 da 18:35 (UTC)Respont

Ne ran ket kalz a forzh ma rit gant ar ger "melldroadour" en ur pennad, e-lec'h ar ger "melldroader" (daoust ma c'hellfen sevel ar goulenn, evel ma rae egile, "Mar kavit melldroadour en un tu bennak, lârit din hardizh 'ta"). Na kennebeut ma rit gant "fobal" e-lec'h "mell-droad" en ur pennad all. Ma tennit ur rummad avat, evel m'hoc'h eus graet meur a wech, e rankan adlakaat anezhañ. Rak terriñ a rit ul liamm gant pennadoù all heñvel. Ha ne c'hello ket mui an dud kavout ar pennadoù. Emichañs n'emaoc'h ket o vont da gavout abeg er rummadoù Sonerien Breizh, Skrivagnerien Bro-Saoz ha me oar-me... A galon, --Llydawr (kaozeal) 1 Gou 2014 da 11:04 (UTC)Respont

Demat deoc'h ivez, Ret eo din digareziñ da gentañ-penn : n'ouzon dare petra a oa c'hoarvezet gant ma urzhiataerez evit an deizioù rak kaer em boa bet klask ober gant ma anv implijer - Prieladkozh - ne veze ket degemeret gant al lec'hienn-mañ, nemet gwechoù 'zo ha ne bade ket gwall bell ; se zo kaoz e oan bet rediet da gendelc'her gant an IP 90.32.180.216 en desped din. Din da respont deoc'h bremañ :
  • Kaset em boa ar frazenn "Mar kavit difeulz en un tu bennak, lârit din hardizh 'ta" d'un implijer all ha ne oa ket deoc'h, a gav din. Ne oa ket d'ober goap na da vezañ tagus outañ e mod ebet. En aner em boa klasket ar ger "difeulz" ha kavet ganin an anv-gwan "difeuls" war al lec'hienn Freelang nemetken. Ha mat e vefe din bepred goût pelec'h e c'hallfen kavout "difeulz", ken aes ha tra !
  • Ne gomprenan ket mat : n'em eus ket soñj da vezañ graet gant ar ger "fobal" en ur pennad bennak ! Ar wech nemetañ ma'm boa graet gantañ eo pa'm boa skrivet un evezhiadennig deoc'h diwar-benn melldroader/melldroadour : war a seblant ho peus he c'havet ha lennet a-barzh fin ar gont.
  • Ne vo ket cheñchet penn d'ar vazh ganin e-keñver ar ger "melldroadour" ha kendelc'her a rin da soñjal n'eo ket gwall boellek kaout "melldroader" ha "melldroadour" en hevelep pennad.
  • Kompren a ran mat-tre hoc'h arguzennoù kement hag ho tisplegadennoù diwar-benn al liammoù kollet. N'em eus ket c'hoant da derriñ ho penn hiroc'h ha setu ma vo lamet ganin kement "melldroadour" am boa silet e-barzh ar pennadoù bet boulc'het ganin. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Gou 2014 da 13:13 (UTC)Respont

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.