Mosul : Irak vs. Iraq kemmañ

  • N'eus pajenn Iraq ebet, peogwir e kas da Irak.
  • Met ur rummad "Iraq" zo, hag ur rummad "Kêrioù Irak" : ha reizhpoell eo kement-se ?
  • Reishoc'h eo skrivañ Iraq eget "Irak" en abeg d'an diforc'h a zo en arabeg etre ك kâf, a zo distaget /k/ ha ق qâf, a zo distaget /q/.
  • Irãq eo anv etrebroadel ar vro, an tostañ da zistagadur arabek العراق, ma weler ق /q/ e dibenn an anv.
  • N'ouzon ket petra eo politikerezh ar Wikipedia brezhonek a-fed anvioù estren, mard eus unan, met pa c'hourc'hemennan-me e vije skrivet Kemper ha n'eo ket "Quimper" e kavan reizh doujañ da anvioù al lec'hioù all en o yezh : Iraq, Mosoul, London (a gas da "Londrez") hag all. 90.32.241.225 27 Her 2016 da 19:09 (UTC)Respont
N'on ket evit talañ ouzh ar pezh ho poa skrivet dec'h. Poellek eo hoc'h evezhiadennoù. Adkaset e oa bet ar ger "Iraq" da "Irak" gant an implijer Benoni (26 C'hwe 2007 da 10:07‎) ha n'ouzon ket abalamour da betra e oa bet graet d'an ampoent. Se zo kaoz e kavan reishoc'h ober gant "Irak" evit doujañ d'an adkas-se, evit c'hoazh. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Her 2016 da 07:29 (UTC)Respont

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.