Kaozeadenn Implijer:Benoni/Diell 4

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Benoni e kaozeadenn 35 bloaz
Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

Adenvel - ul labour torr-penn

Aes eo faziañ pa ranker skubañ war lerc'h tud 'zo a nac'h doujañ d'ar reolennoù envel bet votet war ar raktres-mañ- Hiziv da skouer am eus bet ranket adenvel d'an nebeutañ ar seizh 7 pennad-mañ bet savet gant Bianchi-Bihan: (hep menegiñ mui a anv divoutin gresianek all e diabarzh ar penandoù ha reizhañ al liammoù diabarzh da heul...

Linkeüs adkaset da Lynkeüs
Linkeüs adkaset da Lynkeüs an Argonaot
Koeos adkaset da Koios
Komaeto adkaset da Komaitho
Aegle adkaset da Aigle
Euridike adkaset da Eurydike
Klimenos adkaset da Klymenos

Skuizh on aet gant al labour-mañ. N'oûn ket betek pellec'h e rankfer mont a-raok stakañ e gont e-pad ur frapadig d'an implijer-mañ rak dre ramkoutt skubañ war e lerc'h e vez graet fazioù evel-just. Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 17:59 (UTC)Respont

Ha gwashoc'h 'zo.... bountet e oa bet ar pennad dindan an titl "Dionysos" d'an 23 a viz Genver 2007 gant Bianchi-Bihan hervez istor ar bajenn ha savet ur pennad nevez d'an 23 a viz Gouere 2007 (hervez istor ar pennad atav) dindan an titl "Dionisos" gant.... Bianchi-Bihan!!!! Hag eñ o lâret da c'houde e ranfent me bezañ barnet abalamour da vezañ kenteuzet an daou bennad-se dindan stumm an anv bezañ implijet gantañ er penn-kentañ. Biskoazh kemendall!! Trugarez da vezañ adsavet istor ar pennadoù-mañ - talvoudus ha kentelious-tre. Sklaer eo piv an hini eo a fell dezhañ freuzañ ar raktres-mañ ha ma zagañ-me dibaouez dre heg.Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 18:12 (UTC)Respont

Bez ez eus tud a gomz eus "tagadennoù personel" pa lavaran e oa bet graet freuz, ur ger spontus diouzh o c'hrediñ. Amañ eo anat : Sklaer eo piv an hini eo a fell dezhañ freuzañ ar raktres-mañ ha ma zagañ-me dibaouez dre heg. Se n'eo ket un dagadenn bersonel, se zo gerioù jentil, an hini a skriv kemend-all ne vo ket gourdrouzet evel-just, abalamour d'e renk.
200 pennad bennak am eus savet er miz-mañ. Met ar merour Neal ne wel nemet un dra: Sklaer eo piv an hini eo a fell dezhañ freuzañ ar raktres-mañ ha ma zagañ-me dibaouez dre heg.
Tamall da unan "freuzañ ar raktres" war-lerc'h dezhañ sevel 200 pennad (ne gomzan nemet eus ar miz-mañ), arabat bezañ spontet gant gevier gros. Chapo!
N'em boa graet nemet 11 pennad nevez hiriv, en sell e oan d'ober muioc'h, met gwelloc'h e kavan paouez gant emzalc'hoù seurt-se. Bianchi-Bihan 30 Gou 2007 da 19:01 (UTC)Respont
Ha seizh anezhe ranket bezañ adanvet ganin...! Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 19:17 (UTC)Respont
Ne oa ket ret. Fellout a rae dit. N'eo ket heñvel. Fellout a ra dit tamall ha kontañ gaou diwar ma fenn, da skouer. Met n'eo ket ret. Bianchi-Bihan 31 Gou 2007 da 05:16 (UTC)Respont

Bianchi-Bihan lakaet war evezh

Lakaet am eus Bianchi-Bihan war evezh. abegoù amañ. Neal (Kaozeal) 31 Gou 2007 da 07:54 (UTC).Respont

Priz an 200 pennad savet ganin er miz-mañ , pe hini adsevel ar pennad Dionysos, n'ouzon ket re. Bianchi-Bihan 31 Gou 2007 da 16:47 (UTC)Respont
N'eo ket nag an eil nag egile. Da gentañ-penn ne vern an niver a bennadoù bet savet gant an implijer/ez-mañ'n-implijerez. Ha da eil eo bet displeget dre an hir ganin war da bajenn gaozeal perak out bet lakaet war evezh (adarre c'hoazh evit an nouspet gwezh).Merour (Neal) (Kaozeal) 31 Gou 2007 da 19:09 (UTC)Respont

Mallus: Stakañ kont Bianchi-Bihan

(s.o. Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan)

Pediñ a ran da ali a-raok stankañ kont Bianchi-Bihan e-pad tri devezh. Aet on skuizh o klevet e dagadennoù hag e gunujenniñ em c'henver. N'eo ket reizh ar fed ma klask duañ ma anv ha hini ar raktres-mañ abalamour ma vez lakaet e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ. Merour (Neal) (Kaozeal) 31 Gou 2007 da 19:32 (UTC)Respont

  Stanket e gont outañ e-pead tri devezh. Neal (Kaozeal) 31 Gou 2007 da 17:59 (UTC)Respont

Ursula K. Le Guin

Ursula K. Le Guin: evel evit un toullad mat a skrivagnerien, ar rummadoù skrivagnerien ha tud zo diezhomm. Bianchi-Bihan 31 Gou 2007 da 16:47 (UTC)Respont

Gouzout a ran mat, dre ma 'z eo ar sav-poent difennet ganin. N'eo ket ganin eo bet lakaet ar rummadoù-se er pennad Ursula K. Le Guin... Diverket 'm eus anezho avat.  Benoni (Kaozeadenn) 31 Gou 2007 da 16:58 (UTC)Respont
Evel am eus bet tro da skrivañ pemp munut zo e lec'h all, n'an ket da chaseal rumm pe rumm, na lizherenn pe lizherenn. Met pa labouran e pennad pe bennad e ran kemm pe gemm. Hervez ar reolennoù. Bianchi-Bihan 31 Gou 2007 da 17:19 (UTC)Respont

Un difaziadenn ma 'teus c'hoant

N'on ket sur e vez graet evel-se evit skrivañ d'unan bennak war ar wiki. Gant-se e c'houlennan iskuz diganit hag e pedan ac'hanout da lâret din penaos e vez graet. A-hend-all, da reizhañ :

'Kalzik a batromoù a savan ivez evit an hevelep abeg, hag ivez evit bravaat ar pajennoù.'

Un adverb an hini eo, hag an holl adverboù en peurunvan a rank finisañ gant ur gensonenn galet (un nebeud direizhadennoù zo koulskoude), neuze : a-vihanik, kalzik... --Wikioñff 31 Gou 2007 da 23:31 (UTC)Respont

Ok, difaziet.  Benoni (Kaozeadenn) 1 Eos 2007 da 06:51 (UTC)Respont

Politikerezh evit ar botoù

A-du emaon ma kavez an dra-se pouezus. Lakaet em boa ur gerig war da bajenn a gav din evit a sell esaeoù am boa graet evit staliañ infoboxoù evit an elfennoù kimiek hag evit sevel gwezennoù-lignez, ne gavan ket respont na skrid orin neblec'h avat. Ha diverket az tefe anezhe dre zievezh? . A galon. --Kadwalan 1 Eos 2007 da 09:19 (UTC)Respont

Trugarez. Souezhet on un tamm abalamour ma hañval ganin n'az teus graet ken lakaat ul liamm gant ar wiki galleg ha me a-raok ne dapen kavout nemet un heuliad patromoù goullo... Mat e vefe din un tamm displegadenn ma 'peus un tamm amzer. Mod all ez eus ur gudenn a denn d'ar gwezennoù lignez er pennad Weasley ivez. --Kadwalan 1 Eos 2007 da 10:02 (UTC)Respont

trugarez.--Kadwalan 1 Eos 2007 da 11:35 (UTC)Respont


BB

Sell mar plij ouzh ar gaozeadenn db. stankadenn Bianchi Bihan, graet un tamm buan da'm soñj, war bajenn merour Neal, mar plij ganit.--Kadwalan 1 Eos 2007 da 11:35 (UTC)Respont

Your bot on co.wiki

Your bot is running on the Corsican Wikipedia without the bot status. Please ask for permission here and then on Meta. Thanks. --Ale Mister 2 august 2007

My bot is doing only a few changes a day (less than an active contributor), so it doesn't need bot status...  Benoni (Kaozeadenn) 3 Eos 2007 da 08:26 (UTC)Respont


Familh Weasley

Trugarez. Ha gallout a rafez displegañ din adarre peseurt fazi am boa graet eno?--Kadwalan 7 Eos 2007 da 12:05 (UTC)Respont

koulskoude e kave din e oa un dra all. Marteze ne oan ket deuet a-benn da c'houzout peseurt patromoù lakaat.--Kadwalan 7 Eos 2007 da 16:12 (UTC)Respont

Sonaouzourien ar romantelezh? romantel?

Salut dit! Spi 'meus e c'helli sikour ac'hanon. Ur gudennig am eus evit envel ur rummad. N'ouzon ket penaos envel rummad ar sonaozourien da vare ar romantelezh; sonaozourien romantel? sonaozourien ar romantelezh?--Gwendal 7 Eos 2007 da 13:41 (UTC)Respont

Brouilhed mouezhiadeg

Gwelet a ran ez out krog gant ur bajenn brouilhed evit ur votadeg diwar-benn an doare da envel ar pennadoù gouestlet d'an dud. Plijout a rafe din kaozeal eus an dra-se a-raok ma vo embannet, marteze gant merourien all.

Ma'z eus alioù disheñvel db traoù zo (an anvioù-badez da skouer) ne soñj ket din ez eo gwir evit pep tra hag e vije moaien marteze sevel a-gevret ur c'hinnig eus ar pezh zo da ober hervezomp pe eus ar pezh a vez graet er wikioù all.

Peadra zo da gaozeal db ar goulennoù. Ha kavout a rez fur da skouer kinnig implij "ar stumm brudetañ implijet e Breizh ? Un istor yezh eo ivez. Gallout a reer divizout skrivañ Anne de Bretagne e-lec'h Ana Breizh da skouer... Me 'gav din n'eus den kennebeut a gement en dije kinniget brezhonekaat an anvioù tud penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan bountañ ar gaoz war an tu-se.

Diwar-benn an anvioù roueed ivez e seblant din e oa dam ali an holl a-benn ar fin gant ar c'hemm am eus degaset ha n'on ket gwall sur e tegas un dra bennak lakaat ar gaoz war an dra-se en-dro.--Kadwalan 7 Eos 2007 da 16:12 (UTC)Respont

Deiziadoù

Gwelet em eus emaout oc'h adkas ur bern deiziadoù. Kavout a ran fall ar reizhiad-se. Lavaret em boa dit dija. Da gentañ e ro labour ouzhpenn pa ranker sevel adkasoù war ar patrom "X a viz Eost". Ouzhpenn ar patrom "X Eost" n'eo ket reizh e-keñver hor yezhadur. Hañval eo bet ganin eo bet plantet gant tud o doa c'hoant d'ober evel e galleg gant un niver hag anv ar miz (diglok ouzhpenn hervez yezhadur ar brezhoneg). --Kadwalan 7 Eos 2007 da 16:18 (UTC)Respont

Oups doubl!! Emaon o paouez gwelet e oas o krouiñ ar pennadoù-se. Un disamm labour evit a re all eta. gwir eo. Met daoust ha ne vije ket bet koulz adkas ar patromoù "X Miz" da bennadoù "X a viz Miz"?--Kadwalan 7 Eos 2007 da 16:22 (UTC)Respont

Proposition

Vivelefrat

Bonjour, je n'ai pas le temps de m'y investir, mais je fais passer l'info dans notre bistro.  Benoni (Kaozeadenn) 8 Eos 2007 da 17:36 (UTC)Respont

Pour les langues régionales de la wikiversité fr, il serait meilleur qu'elles soient intégrées dans les wikipédias en langues régionales (même si elles n'ont pas la force de créer une Wikiversité en entier).

Kement hag ober (hep krouiñ ur Wiskolveur re abred evit ar yezhoù bihan) : gwell eo lakaat kentelioù (noz-ha-deiz) war ar yezhoù-se e-barzh pep a wikimedia. --MP 8 Eos 2007 da 18:26 (UTC)Respont

roll ar maerioù

Lenn a ran er patrom implijet evit roll ar maerioù dilennet er c'humunioù : "N'int ket anavezet c'hoazh tout ar fedoù." Gwelloc'h e vefe skrivañ : "N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.". Rak ur fazi bras eo. Marteze e ouzout penaos kemm an dra-se buanoc'h evidon.--Kadwalan 9 Eos 2007 da 15:14 (UTC)Respont

  Graet eo.  Benoni (Kaozeadenn) 9 Eos 2007 da 15:18 (UTC)Respont
Trugarez--Kadwalan 9 Eos 2007 da 15:22 (UTC)Respont

Jordania

Salud dit. Trugarez evit ar patrom ne ouien ket. Daoust hag e c'helfez teuler ur sell war ar bajenn Jordania rak d'am sonj ez eus traoù da reizhañ e-barzh an infobox. Met ma zirenk ac'hanout e c'helfen adober ar bajenn en ur heuliañ ar patrom peus roet din. Trugarez en a-raok. A-galon --Gwendal.P 9 Eos 2007 da 22:30 (UTC)Respont

patromoù

Emaon o paouez krouiñ ur patrom evit ar bloavezhioù kent J.K.. En taol-mañ avat ez a en-dro. Klasket em eus implijout un acronim berr evit aesaat al labour : kjk evit kent J.-K., evel just. A-galon.--Kadwalan 16 Eos 2007 da 16:06 (UTC)Respont

Kalz aesoc'h eo ober gant ar patromoù-se. Evel-se ne vez ket ezhomm adskrivañ pep tra. Gwir. Trugarez. N'on ket ali ganit evit an deiziadur avat. Da gentañ ma ned eo ket bet krouet d'ar c'houlz-se ez eo memes tra an deiziadur a implijomp hiziv evit komz eus ar bloavezh-se hag evit niveriñ an holl vloavezhioù. Gwir eo ne dalvez ket ar boan lakaat toleadoù ma n'eis ket deiziadoù resis.--Kadwalan 16 Eos 2007 da 16:36 (UTC)Respont
Boden, desket em eus un dra bennak eta. Ne gomprenan ket kaoz an deiziadur kristen avat.--Kadwalan 16 Eos 2007 da 17:48 (UTC)Respont

Livourien italian

Demat! Kentoc'h eget sevel rummadoù resis-tre evel Rummad:Livourien italian ar XVvet kantved gant ur pennad pe zaou e barzh, e gav din e vije gwelloc'h lakaat daou rummad d'ar pennadoù: Rummad:Livourien italian ha Rummad:Livourien ar XVvet kantved. Hag e c'hellfes sevel ur bajenn ouzhpenn, a-ratozh : Roll kronologel al livourien italian pe me oar me...  Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 16:26 (UTC)Respont

Pep rummad a vo karget ma vezan lezet da gargañ, ha ma ne deu den ebet da bismigañ kerkent ha kroget al labour. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 16:47 (UTC)Respont

Falstamalloù

Tennet e oa bet an evezhiadenn abalamour d'ar falstamalloù a oa ennañ.
Ar feulster nemetañ eo an distruj, n'eo ket komz eus an distruj. Kement-se a gaver el levrioù politikerezh evel er vuhez.
Echu e vije an afer-se, peogwir e oa bet adsavet ganit pezh a oa bet freuzet (pezh a ziskouez e oa anavezet ganit e oa freuz gwirion)...
...nemet, ma vez lakaet ur c'hemenn war bajenn an hini a ziskleir ar freuz, e tleje unan all bezañ lakaet war bajenn an hini a ra ar freuz ivez.

Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 23:08 (UTC)Respont

Neal na ouie ket penaos adsevel ar pezh en doa diverket dre fazi. Pa 'm eus gwelet kement-se, em eus savet adsavet ar bajenn peogwir e oa ar gwir ganit goulenn e vije adsavet. Met n'emañ ket aze an dalc'h. Ar gudenn a oa da emzalc'h tagus, da implij gerioù taer, flemmus, tagus, en un doare diehan a-enep d'un implijer, hag en un doare ledanoc'h, da lakaat un aergelc'h fall war wikipedia. Emichans ne grogo ket en-dro, met n'am eus ket kalz spi siwazh...  Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 23:13 (UTC)Respont

Fazi

  • Pezh ne vez ket gwelet gant Yann Lenner zo distrujet. Difennet eo distruj. Nac'h a rae anzav. Hag eñ direbech ha digastiz. N'eus bet evezhiadenn ebet war e bajenn. Dremm untuek an neptuegezh.
  • Ne oa tagadenn ebet: hegazet e oan gant e "bismigadennoù diehan", e harellerezh, e zistruj, hag e nac'h anzav e daol.
  • Evit ar gerioù taer ha tagus, em eus dalc'het soñj mat eus re skrivet ganit, a c'hallan degas amañ en-dro ma karez, peogwir ec'h eus ankouaet, evit o muzuliañ diouzh ar pezh a larez. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 23:37 (UTC)Respont

?

Gout 'rafes petra eo ar prof zo bet graet din d'an 20 Eos 2007 da 15:57 41.249.46.190? Seurt ne gomprenan. Bianchi-Bihan 20 Eos 2007 da 16:05 (UTC) Ma n'eo ket ur merour o hañviñ eno, ne welan ket. Ha ster don ar c'hemenn a zo dreist d'am zamm kompren. Bianchi-Bihan 20 Eos 2007 da 16:23 (UTC)Respont

Stad/stad

'Gomprenan ket: Washington (stad) an hini zo da lakaat. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 21:25 (UTC)Respont

Ret eo derc'hel d'ar pennlizherennoù. Ur reolenn reizhskrivadur implijet abaoe Vallée an hini eo.--Kadwalan 26 Eos 2007 da 21:32 (UTC)Respont
Gwan evel arguzenn: kemmet eo ar skritur abaoe Vallée! Ha n'eus kaoz ebet eus stadoù SUA er pennad "état" gantañ.Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 22:01 (UTC)Respont
Hervez geriadur an Here ez eo ret derc'hel d'ar bennlizherenn.  Benoni (Kaozeadenn) 26 Eos 2007 da 21:34 (UTC)Respont
Sklaer eo ez eus meskaj gant an Here. Ober a ra ar c'hemm etre stad (stad an traoù, pe an dud) ha Stad (politikerezh). Kement-se n'eo diazezet war netra, din da c'houzout. Pa ziazezer war ar yezhadur e reer gant reolenn an anv boutin, displeget gant Neal en hon wikipedia. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 22:01 (UTC)Respont
Nemedennoù zo. Ur Stad zo ur Stad. Ha pa vefe amerikan. Gallout a rez klask e levrioù all da welet--Kadwalan 26 Eos 2007 da 22:09 (UTC)Respont
Doareoù iskis da gaozeal. Din da glask ar prouennoù emañ ar gwir ganit, pa n'out ket evit o degas amañ? N'em boa ket gwelet se c'hoazh! Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 22:22 (UTC)Respont
Roet em eus daveoù ar geriadur istorel (Stad), pennad an Here emaout o paouez lenn evit doare, ha Vallée, an Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh p. 145. --Kadwalan 26 Eos 2007 da 22:26 (UTC)Respont

Ne welan netra kontrol d'ar pezh a laran, nemet ur skouer iskis e geriadur an Here, met lezel a ran an dachenn ganeoc'h. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 22:37 (UTC)Respont

35 bloaz

Salud. Perak 35 bloaz e "Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 35 bloaz 2007"? Ha gouzout a rez?--Kadwalan 27 Eos 2007 da 13:38 (UTC)Respont

Ur patrom savet gant MP eo. Ma n'out ket a-du e c'hellez kinnig unan all. 35vet sizhunvezh 2007?  Benoni (Kaozeadenn) 27 Eos 2007 da 14:58 (UTC)Respont

Ijinet eo bet ganin e-mod-se : ~/mare niverenn mare niverenn

Ha ma vije bet eus un davarn bemdez e vije bet "Kumuniezh/An davarn/devezh 31 mizvezh 01 bloaz 2008"
Gallout a raje bet "~/2008-01-31".
Setu petra eo ar patrom / meizad a zo dindan. MP
Distreiñ da bajenn an "implijer".