Babel | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||||
Klask yezhoù an implijerien |
Krog e oan gant Wikipedia en miz Mae 2006. Klask a ran kinnig troidigezhioù evit kas an traoù war-raok. Reizhañ pennadoù a ran aliesoc'h, 'vat, 'm eus aon, abalamour da'm micher sur a-walc'h. Skolaer on ha troet kaer gant ar yezhoù, daoust ma n'on ket ken barrek hag ar peurvuiañ deus ar verourion amañ. Sot on gant ar brezhoneg : en tu all d'ar romantoù, 'm bez plijadur o lenn ar geriadurioù, ar yezhadurioù hag ar studiadennoù yezhoniel. A-hend-all e vezan plijet gant traoù a bep seurt.
Plij' a ra din kalz treiñ. En ober a ran evit ar skol, evit ma bugale (albomoù), evit ma flijadur (Nav friñs en Ambr, gant Roger Zelazny). Ar meziant KeyPass 'm eus lakaet en brezhoneg n'eus ket pell zo, ur meziant evit diellañ gerioù-tremen.
Ma levrioù-daveiñ
kemmañ- Yezhaduroù :
- Yezhadur ar Brezhoneg A-vremañ, Frañsez Favereau
- Yezhadur Bras ar Brezhoneg, Frañsez Kervella
- Yezhadur Istorel ar Brezhoneg, Roparz Hemon
- Grammaire Bretonne, Pêr Trepos
- Notennoù Yezhadur, Visant Fave
- Pennadoù diwar-benn ar yezh, Yann Gerven
- Dornlevr krennvrezhoneg, Goulven Pennaod
- Geriadurioù :
- Geriadurioù Favereau (levrioù ha lec'hienn : Geriadur enlinenn, Astenn d'ar GBAV Brezhoneg-Galleg, Astenn d'ar GBAV Français-Breton)
- Bank roadennoù foran TermBret
- Geriadurioù hollvrezhonek An Here
- Le Trésor du Breton Parlé, levrennoù 1, 2 ha 3, Jules Gros
- Le Trésor du Breton parlé, 2 tomes : Dictionnaire français-breton des expressions figurées. Emgleo Breiz - Brud Nevez
- Geriadurioù Preder
- Geriaoueg ha Notennoù-yezh, Yeun ar Gow
- Rannyezhoniezh :
- Brezhoneg Eviaz, diembann, gant ma gamarad Kristof Konan, zo ur seurt levr Buhez ar Sent din-me
- Phonologie et morphosyntaxe du parler breton de Bothoa en Saint-Nicolas-du-Pélem (Côtes d'Armor), Humphrey Lloyd Humphreys, zo un eil seurt levr Buhez ar Sent din-me, dreist-holl evit a sell ouzh ar fonologiezh hag ar stummereadurezh
- Studiadenn war-benn Brezhoneg Goueloù gant Ronan ar C'hoadig
- Nouvel Atlas Linguistique de la Basse-Bretagne, Jean Le Dû
- Atlas linguistique de la Basse-Bretagne, Pierre Le Roux