LapinSpluj
LEXILOGOS Bzh
kemmañE ken kaz e c'hallje ho sikour : LEXILOGOS Bzh.
Orbitenn
kemmañNag a charre e pajenn "Kaozeal" ar pennad Orbitenn ! Ma'm bije gouezet, ne'm bije ket lakaet an evezhiadenn am boa lakaet. Ma, un tamm kempenn am eus klasket ober d'ar pennad, rak deuet e oa ar frazenn digeriñ da vezañ pounner ha diaes da lenn. Emichañs eo un tammig sklaeroc'h bremañ. Adlakaet em eus ar gerioù 'poa implijet ivez e-lec'h ar cheñchamantoù degaset gant un implijer dianav. A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Ebr 2016 da 19:19 (UTC)
- Kudenn ebet. Din me e oa da chom hep bouetañ ar roñfl. Desket eo bet ar c'hentel ganin. Trugarez deoc'h evit ar c'hempenn. --LapinSpluj (kaozeal) 28 Ebr 2016 da 14:51 (UTC)
- Mat e vije din kompren abalamour da betra emaoc'h o kaozeal eus "bouetañ ar roñfl" ?????!!!!! Ar gentel mar plij ganeoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Ebr 2016 da 14:57 (UTC)
Anv...
kemmañ... a vez skrivet e brezhoneg, ha n'eo ket añv, a vefe distaget ['ã:o].
- Hag "ar gentel" a vez laret, rak benel eo kentel.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Gou 2016 da 15:48 (UTC)
- Trugarez dit, diwall a rin a benn bremañ.--LapinSpluj (kaozeal) 11 Gou 2016 da 11:29 (UTC)
An davarn
kemmañAmañ e kavi ma respont. A galon, --Llydawr (kaozeal) 13 Gou 2016 da 16:38 (UTC)
"Un tabud a zo, n'eo ket klozet. Trawalc'h, ya! Trawalc'h gant an dud a gred dezho bezañ perc'henn war Wikipedia pe e fenadoù!" : ha trawalc'h gant an dud a gred dont da genteliañ an implijerien all hep bezañ gouest da sevel ur frazenn hep fazi euzhus ebet enni ! M'ho pije un tamm mat a zoujañs ouzh ar yezh emaoc'h oc'h ober ganti ec'h adlennjec'h ho skridoù a-raok o c'has ! Pa soñjan ho poa kredet kas "Kudenn ebet. Din me e oa da chom hep bouetañ ar roñfl." Gant ar vezh !--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:09 (UTC)
- Ya fazioù a ran. Ma zigarezit, muioc'h a striv a glaskin ober c'hoazh, hag adlenn muioc'h ivez. Met ne dalvez ket ne c'hellfen ket rein ma ali amañ. Piv oc'h c'hwi evit divizout kement-mañ? Ayatollah ar brezhoneg? Petra fell deoc'h? Degaserien nevez pe chom gant ho mignon en o c'hornig evit skrivañ difazi e kenver yezhadur marteze, met skrivañ en un doare hag a zo, d'ar gwellañ tout tuet tre war danvez hag a c'houlenn diwall ouzh an neptuegezh? Kement ha kaozeal ganeoc'h tremen on skuizh ivez gant ho tamalloù war piv on me ha piv a vefe ma mignoned hervezoc'h. Din da c'houzout n'am eus mignon ebet aman ha ne glaskan hini ebet. Trawalc'h am eus em buhez bemdeiz. Enebourien ne glaskan ket kennebeut. Met pa glasker cheu ganin e kaver. Tra ken. Ma vefe bet respontet en un doare eeun ganeoc'h ha gant Bianci war an daveoù hag an neptuegezh e vefe bet klozet ar breut pell-zo dija. Piv a rankfe kaout mezh amañ? Lavarit din 'ta! --LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:22 (UTC)
- Nag ur stlabez ! "Met ne dalvez ket ne c'hellfen ket rein ma ali amañ." : diskouezit din pelec'h em boa skrivet kement-mañ ! "Kement ha kaozeal ganeoc'h tremen on skuizh ivez gant ho tamalloù war piv on me ha piv a vefe ma mignoned hervezoc'h." : ur wech ouzhpenn ne ran na forzh na brall gant piv oc'h. Met ne gredan ket er c'hendegouezhioù e mod ebet. " Ma vefe bet respontet en un doare eeun ganeoc'h ha gant Bianci war an daveoù hag an neptuegezh e vefe bet klozet ar breut pell-zo dija." : ur wech ouzhpenn n'eo ket din-me ho poa savet ho koulenn ha bep tro ma vez boulc'het ur pennad ganin e klaskan ouzhpennañ notennoù ha daveennoù sof-kont ! "Met pa glasker cheu ganin e kaver." : ganin-me ivez....--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:37 (UTC)
- Ne gredan ket er c'hendegouezhioù ivez. Met fent am bez atav gant frazennoù evel " ... tremen on skuizh ivez gant ho tamalloù ...". Sell! tremen on prest da vont da lipat ur banne, gant an tommder. Chañs dit gant da lapined. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:56 (UTC)
- diskouezit din pelec'h em boa skrivet kement-mañ ! A-us rik. Ne gredferc'h ket lavaret ne oa ket ster ho frazenn memestra? Goude tagadenn Bianchi war ar memes sujet, evel ma lavarit ne gredan ket er c'hendegouezhioù e mod ebet, ur wech ouzhpenn ne ran na forzh na brall gant piv oc'h Perak ober menneg eus kement mañ bep eil tro neuze? ur wech ouzhpenn n'eo ket din-me ho poa savet ho koulenn : perak neuze bezañ deuet da lakaat ho fri er gaozeadenn? --LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:58 (UTC)
- Kollet on ar wech-mañ : ster peseurt frazenn 'ta ?!
- Deroù ho pennad. ha trawalc'h gant an dud a gred dont da genteliañ an implijerien all hep bezañ gouest da sevel ur frazenn hep fazi euzhus ebet enni ! M'ho pije un tamm mat a zoujañs ouzh ar yezh emaoc'h oc'h ober ganti ec'h adlennjec'h ho skridoù a-raok o c'has !--LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:14 (UTC)
- Ha deoc'h e talvezfe "[...] ne c'hellfec'h ket reiñ hoc'h ali amañ." ?????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:53 (UTC)
- Deroù ho pennad. ha trawalc'h gant an dud a gred dont da genteliañ an implijerien all hep bezañ gouest da sevel ur frazenn hep fazi euzhus ebet enni ! M'ho pije un tamm mat a zoujañs ouzh ar yezh emaoc'h oc'h ober ganti ec'h adlennjec'h ho skridoù a-raok o c'has !--LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:14 (UTC)
- " Perak ober menneg eus kement mañ bep eil tro neuze?" ?????--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:06 (UTC)
- Ma zigarezit, disonjet am eus adarre e ranker skrivañ frazennoù berr deoc'h. Adkrogomp en un doare eeunoc'h: Ma ne rit na vann na vrall eus piv on me pe eus piv on bet, perak neuze ober menneg eus piv on bet hervezoc'h bep eil frazenn skrivet ganeoc'h? Perak ivez ober meneg eus ar mignoniezhoù a ijinoc'h din?--LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:14 (UTC)
- Kollet on ar wech-mañ : ster peseurt frazenn 'ta ?!
- Nag ur stlabez ! "Met ne dalvez ket ne c'hellfen ket rein ma ali amañ." : diskouezit din pelec'h em boa skrivet kement-mañ ! "Kement ha kaozeal ganeoc'h tremen on skuizh ivez gant ho tamalloù war piv on me ha piv a vefe ma mignoned hervezoc'h." : ur wech ouzhpenn ne ran na forzh na brall gant piv oc'h. Met ne gredan ket er c'hendegouezhioù e mod ebet. " Ma vefe bet respontet en un doare eeun ganeoc'h ha gant Bianci war an daveoù hag an neptuegezh e vefe bet klozet ar breut pell-zo dija." : ur wech ouzhpenn n'eo ket din-me ho poa savet ho koulenn ha bep tro ma vez boulc'het ur pennad ganin e klaskan ouzhpennañ notennoù ha daveennoù sof-kont ! "Met pa glasker cheu ganin e kaver." : ganin-me ivez....--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:37 (UTC)
Mat e vo d'ar roñfl chom hep distresañ gerioù an dud: pa skriv ar Prielad ne ran na forzh na brall e skriv brezhoneg. Pa skriv al Lapin Ma ne rit na vann na vrall e ra daou fazi. Ar gentel zo amañ: https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Fazioù_stankañ#N Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:33 (UTC)
- Ar wirionez ganeoc'h. Ar wech o tont e vo didroc'het ha peget ar gerioù ganin evit chom hep faziañ warne.--LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:41 (UTC)
- Trugarez vras eus ho frazennoù berr : seul verroc'h, seul zisioc'h e gwirionez. Ur wech ouzhpenn, adlennit mat ha war ho pouezig ar pezh am boa skrivet deoc'h rak n'em boa ket graet meneg eus ho pivelezh tamm ebet.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 16:10 (UTC)
- Hir pe berr ne respontit ket forzh penaos. Cheñch sujet bewech ma vezoc'h tapet berr ne laran ket. Ne respontin ket deoc'h ken ma vo bet respontet gant ur merour. Koll amzer a vefe. --LapinSpluj (kaozeal) 21 Gou 2016 da 07:32 (UTC)
- Na rit ket biloù : tremenet e oa ar merour Y-M D dec'h da noz hag un diviz a vo kemeret gantañ ar buanañ ar gwellañ hep mar ebet. Re a vall zo warnoc'h, a gav din...
- Un anv-kadarn eo ar ger "sujet" : "sujed" neuze.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Gou 2016 da 08:14 (UTC)
- Hir pe berr ne respontit ket forzh penaos. Cheñch sujet bewech ma vezoc'h tapet berr ne laran ket. Ne respontin ket deoc'h ken ma vo bet respontet gant ur merour. Koll amzer a vefe. --LapinSpluj (kaozeal) 21 Gou 2016 da 07:32 (UTC)
- Trugarez vras eus ho frazennoù berr : seul verroc'h, seul zisioc'h e gwirionez. Ur wech ouzhpenn, adlennit mat ha war ho pouezig ar pezh am boa skrivet deoc'h rak n'em boa ket graet meneg eus ho pivelezh tamm ebet.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 16:10 (UTC)
Tagadennoù a-enep d'un implijer
kemmañBet kaset ho kemennadenn ganin d'al lec'h dereat da vezañ lennet gant ar verourien.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:08 (UTC)
- Mousfent a zo ganeoc'h da nebeutañ... Trugarez deoc'h eta. --LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:14 (UTC)
- Skoazell digoust ha netra ken. Dalc'hit ho trugarez en ho kodell, mar plij : n'eus ket a vousfent amañ, c'hoant goût ar pezh a vo divizet gant ar verourien ne lâran ket 'vat.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 15:49 (UTC)
Digoust hag evit netra
kemmañTalvoudus e vez labourat er wikipedia evit deskiñ diwar skoazell hag alioù ar genlabourerien : un toulladig en deus bet al lapin amañ, met me n'in ket pelloc'h. Evit peurzeskiñ ar yezh e vefe talvoudusoc'h sevel pennadoù eget klask laou e pennoù ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2016 da 16:49 (UTC)