Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 28, bloaz 2016
11/07/2016 — 17/07/2016
kemmañ- Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun warn-ugent eus 2016 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Daveoù ha chom neptu
kemmañSalut deoc'h holl tudoù. Ur breut a zo savet war ar bajenn Kaozeal:Ar_brezhoneg_hag_ar_post war an neptuegezh, ha liammet gant an neptuegezh, war an diouer a zaveoù. Gant ma z'eo bet rebechet din : chom hep kaout "doujañs ouzh an istor hag ar stourmerien", skrivañ fall (ar pezh a zo gwir a-walc'h am eus aon), klak tevel ur "fed pennek ha neptu , ... a garfe lod tevel warnañ?" hep dave ha me oar me c'hoazh. Brav eo din, bragoù a zo bet savet din evit an hañv! Met c'hoant am befe gouzout, memestra :
Daoust hag ez eo ur fed a c'heller skrivañ er WP un darvoud kontet gant hini pe hini, pa ne vez dave ebet? Da skouer : ul lizher o tremen de v/Belize pa oa skrivet e brezhoneg ar chomlec'h. Me sonj din e c'hellfe a-walc'h bezañ gwir, met piv 'oar daoust hag ez eo gwir pe daoust hag ez eo liammet strizh gant ar fed e vefe bet skrivet ar chomlec'h e brezhoneg pe liammet gant ar fed ma vez kemeret hentoù iskis gant 0,01% eus holl lizhiri ar post?
Daoust hag ez eo neptu pa vez orin an dave ur gazetenn tomm d'ar stourmerien, pe gwasoc'h (e-keñver reizhded an dave, ket e-keñver an danvez ennañ) eus blog ur stourmer anavezet? Bezomp sklaer, n'am eus kudenn ebet gant ar stourmerienn, met o ali n'eo ket neptu, ha ma gemeromp ar pennad war ar brezhoneg hag ar post, e vez(e) komzet hepken eus o ali dezho, gwech ebet eus ali ar post pe tud all. Dedennet on neuze da gaout ali an dud amañ. Daoust hag e vez ret lezel a gostez ar chom neptu hag an daveoù? A galon.--LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 09:29 (UTC)
Ho saludiñ,
Emaoc'h o wastañ hoc'h amzer, pa'z eo Bianchi-Bihan aozer ar pennad : gerioù estren dezhañ eo "neptuegezh", "rikted" hag "onestiz kefredel" ; bepred e nac'h reiñ daveoù ; skoret e vez gant ur merour da nebeutañ ha gant an nebeud tud a skriv ingal er WP brezhonek. A-fed daveoù, gwelit da skouer Goulennoù daveoù : div lezenn ? — Alan J. Roxx (kaozeal) 13 Gou 2016 da 20:02 (UTC)
- N'eus forzh piv a c'hall reiñ ali ar post: ma kav anezhañ. Alan Giroud n'en deus ket degaset kalz a zanvez d'ar pennad, c'hoazh, met dont a raio hep mar. 82.127.91.29 14 Gou 2016 da 19:11 (UTC)
- Ali ar post a gaver er varnadenn, dre m'he doa ranket respont ouzh arguzennoù ar c'hlemmer + Hervé Le Boterf, "La Bretagne dans la guerre", Levrenn I, Pariz (Bro-C'hall, 1969, ul luc'hskeudenn (e-mesk ar skeudennoù etre ar pajennoù 208 ha 509) s ul lizher bet postet e Brest : "Le Breton n'est pas admis comme langue étrangère Ecrire en Français" - Siell: "Retour à l'envoyeur" -- Alc'hwez gant an aozer: Le gouvernement de Vichy ne reconnaît pas l'usage de la langue bretonne et interdit aux postiers de livrer les lettres dont les adresses sont rédigées en breton."
Perak n'emañ ket kaozeadenn ar sizhun en davarn?
kemmañSalut deoc'h tudoù. Penaos ober evit lakaat ar sizhun nevez war well en davarn? Chom a ran bout gant kement-mañ! --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 13:23 (UTC)
- Emaoc'h o skrivañ er sizhun 04/07/2016 — 10/07/2016 ! Ken aes ha tra... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 13:32 (UTC)
- Sellit ouzh a
r/al liamm, er sizhunvezh 28am/em eus skrivet : Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_28,_bloaz_2016, deuet e war well/wel a-benn bremañ... ne gomprennañ/gomprenan mann ebetda gement-se/e kement-se! --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:55 (UTC)- Mard eo bet skrivet er sizhunvezh 28 e vo embannet er sizhunvezh 28 hag ez eo. Amañ emaoc'h er sizhunvezh 27...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 15:13 (UTC)
- An dra-se a gomprenan mat, trugarez deoc'h. Met war ar bajenn Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn ne oa ket war wel, d'ar mare am eus skrivet ma gerig, ar pezh am eus skrivet war bajenn ar sizhunvezh 28. Bremañ ez eo, hep din gouzout petra zo kaoz m'az eo deuet war wel. Ne seblant bezañ bet graet netra war bajenn an davarn. Daoust hag ez eus tretamantoù o tremen bep an amzer da adsevel ar bajenn ha dre-se ur frapad dale etre ar poent ma vez krouet pajenn ur sizhunvezh nevez hag ar mare ma vez gwelet ar bajenn-se war an davarn? --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 15:26 (UTC)
- Mard eo bet skrivet er sizhunvezh 28 e vo embannet er sizhunvezh 28 hag ez eo. Amañ emaoc'h er sizhunvezh 27...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 15:13 (UTC)
- Sellit ouzh a
- Ma m'emaout ket war ar bajenn vat, e c'hallez cheñch pajenn en ur bouezañ war "sizhun war-lerc'h". A-hend-all m'emaout war ar bajenn hollek "An davarn" (Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn), ha ma ne zeu ket ar sizhun vat war wel, e c'hallez klikañ war "Freskaat ar bajennad", e traoñ ar skramm, ha neuze e tlefe ar bajenn ziwezhañ dont war wel ivez. --Llydawr (kaozeal) 13 Gou 2016 da 16:12 (UTC)