Kaozeal:Ar brezhoneg hag ar post
Peseurt talvoudegezh d'ar pennad mañ?
kemmañSalut deoc'h tudoù, daoust ha peseurt talvoudegezh a zo gant ar pennad mañ? Daoust hag emañ a blas en un holloueziadur pe e kannadig "Ai'ta"? Daoust hag ez eus ur savpoent neptu gant ar pennad mañ? Daoust hag ez eo roll un holloueziadur reiñ "labour skol" d'e lennerien? Daoust hag ez eo pal ar WP ober goap (gant gwir abeg pe get) diouzh un embregerezh?
Evidon me e vefe ar pennad mañ pe da adskrivañ penn da benn evit chom tost eus ar fedoù pe de nullañ. Petra soñj deoc'h?--LapinSpluj (kaozeal) 6 Gou 2016 da 11:58 (UTC)
- Adskriv. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gou 2016 da 13:53 (UTC)
Aes e vez adskrivañ hep mar ebet, en ur brezhoneg disi ne lâran ket !--Prieladkozh (kaozeal) 8 Gou 2016 da 13:50 (UTC)
- Ha ma vez tennet rannoù hep goulenn ali an dud all e c'hallor adlakaat. Liesliv eo an "neptuegezh" meurbet karet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Gou 2016 da 15:45 (UTC)
- Kiniget ho peus din adskrivañ ar pennad, ar pezh am eus graet. Disi n'eo ket ma labour, gouzout mat a ran, ha re a fazioù a vez graet ganin anat eo, met n'eo ket dre pizhmigañ e vo gwelloc'h an traoù. Laouen on da zeskiñ ar gentel pa vez roet mat (ha displeget ez eo benel ar ger kentel da skouer ;) ). Ma fell deoc'h adlakaat rannoù-zo n'eo ket ur gudenn din. Evidon-me n'o deux ket o flas ar rannoù tennet er pennad mañ, dre ma n'int na neptu na skrivet war un ton holloueziek, met ma ali me eo hepken. --LapinSpluj (kaozeal) 11 Gou 2016 da 08:24 (UTC)
Disparti hervez ar yezh
kemmañTitl digomprenus. Disparti zo séparation, e galleg, hag er geriadurioù brezhonek. Mar deo eus discrimination ez eus c'hoant da gaozeal, koulz ober gant ar ger resis : droukziforc'hañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Gou 2016 da 01:57 (UTC)
- E-barzh geriadur Favereau e vez kavet Disparti evit discrimination, met anatoc'h e kavan ar ger droukziforc'hañ. Cheñchet e vo titl ar rannbennad ganin. Trugarez deoc'h. --LapinSpluj (kaozeal) 11 Gou 2016 da 08:24 (UTC)
- Da gentañ-holl ez eo ret peurgompren kentañ ster ar ger gallek "discrimination" : LAROUSSE discrimination--86.214.177.4 11 Gou 2016 da 09:01 (UTC)
Ma zigarezit ma z'eo bet re bounner ma dorn evit diverkañ rannbennadoù zo. Setu amañ da heul ar rannbennadoù bet diverket ganin hag adlakkaet da c'houde gant Bianchi (trugarez dit) hag an abegoù, hervezon-me, ma rankfent bezañ cheñchet pe diverket.--LapinSpluj (kaozeal) 11 Gou 2016 da 11:27 (UTC)
Neptuegezh/daveoù ar rann : Gallekadur an anvioù-lec'h e Breizh
kemmañEvidon-me n'eo ket neptu ar tennad mañ : Dre ma ne fell d'ar velestradurezh-se anavezout nemet ar yezh ofisiel n'he deus ket kalz a zoujañs ouzh ar brezhoneg dre-vras, ne vern pegen tomm ouzh o yezh e c'hall an nebeud brezhonegerien a labour enni bezañ a-hend-all. N'eo ket techet da zegemer ar chomlec'hioù skrivet e brezhoneg eta, ha ne zegemere nemet ar stummoù gallek betek ar bloavezhioù 1970, pa grogas an emsaverien yaouank da implij ar brezhoneg dre skrid.
1/ Hervez piv pe pesaort aozadur anavezet? Hervez peseurt daveoù?
2/ Daoust hag ez eus bet kemeret gant ar Post divizoù politikel à ratozh evit berzhiañ ar brezhoneg, eus an diviz betek diwall e vefe lakaet e pleustr en un doare unvan e pep ti-post e Breizh?
Ma vez gwir e vank da nebeutañ daveoù. Ha n'eo ket diouer a zoujañs d'ar stourmerien lavaret kement-mañ. Neptu e rank ar pennadoù chom, pa vefemp a-du pe get gant ar stourmerien a zo kaoz er pennad.--LapinSpluj (kaozeal) 11 Gou 2016 da 11:27 (UTC)
Dre ma ne fell d'ar velestradurezh-se anavezout nemet ar yezh ofisiel n'he deus ket kalz a zoujañs ouzh ar brezhoneg dre-vras,... Pe eo gwir pe n'eo ket. Lakaomp ne vefe ket gwir : anavezet eo ar brezhoneg gant ar velestradurezh c'hall neuze? Abaoe pegoulz? Doujañ ouzh ar brezhoneg a ra ar post? Penaos? Ouzh gwirioù yezhel ar vrezhonegerien? Dre beseurt skridoù ofisiel ? Ma ne gaver skrid ebet eo ret krediñ n'eo ket anavezet. Lavarout n'eo ket prouet zo un doare da sonjal iskis. N'ouzon ket abaoe pegoulz e tarempredez ar stad c'hall, met setu petra a c'haller merzout : un ideologiezh c'hall zo, hag hervezi n'eus nemet ur yezh er stad c'hall, frankiz zo da bep keodedour gall da gomz galleg. An hini a fell dezhañ ober gant ar brezhoneg en deus frankiz ivez, gant ma ne vo ket implijet er vuhez publik, a zo tachenn ar galleg penn-da-benn.
Lenn mat : n'eo ket merket neblec'h eo berzet ar brezhoneg. Droukveskañ a rez berzet eo ha n'eo ket aotreet. E bro ar frankiz e c'hallez implij ar brezhoneg kement ha ma kari : sell mat petra a c'hoarvezo dit neuze. 82.127.91.29 11 Gou 2016 da 17:00 (UTC)
- Da ali an hini eo, ha n'em eus kudenn ebet gant da ali (hag a-du emaon kentoc'h ganit war politikerezh ar post). Met da ali te, pe ma ali me ivez n'int ket un dave. Pa vez skrivet seurt traoù e vez ret liammañ gant un dave. Un dave hag a rank bezañ maez ar wiki hag a rank bezañ foran hag anavezet. Ar pezh a zo skrivet amañ a zo ar pezh a vez graet war ar WP galleg travaux inédits. Ne dalvez ket n'ez eo ket gwirion, met talvezout a ra n'eo ket prest c'hoaz da gaout e blas en holloueziadur, hag a zo e fal stadan fedoù a zo tu gwiriañ dre zaveoù. Setu, adarre, pelec'h emañ an daveoù? Ma vez daveoù ez eo ret o ouzhpennañ, ma ne vez ket, n'eo ket danvez holloueziek. --LapinSpluj (kaozeal) 12 Gou 2016 da 08:25 (UTC).
- Ur bern "travayux inédits zo dre amañ neuze hervez da sonj. Moarvat emaout o vont da dremen da amzer o skarzhañ an tri c'hard eus pennadoù ar wikipedia-mañ. Krog gant ar re nevez savet er sizhun-mañ neuze. 82.127.91.29 12 Gou 2016 da 17:02 (UTC)
- N'eo ket "hervez ma sonj" met "hervez reolennoù ar WP" an hini eo. Ha n'eo ket "skarzhañ" met "klask gwellaat". Setu, adarre e savin ar goulenn : daoust ha daveoù a zo evit harpañ an tennad mañ pe daoust hag ez eo un ali hepken. Hag adarre, un ali a c'hell bezañ gwir, met n'eo ket danvez holloueziek. --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 08:52 (UTC)
Evidon-me e vank daveoù en tennad mañ : Peogwir e veze lavaret e oa ar c'hod a gonte e krogas un toullad brezhonegerien d'ober gant anvioù kumunioù, ha re ar straedoù kement hag ober, e brezhoneg. Hag ar goumananterien yaouank da c'houlenn digant ar c'helaouennoù brezhonek ober kemend-all. Alies ne veze kudenn ebet, a-wechoù e vije traoù souezhus : lizhiri kaset da vale bro ur pennad a-raok kavout o hent, hag ul lizher kaset eus Barcelona da Vreizh zo bet tremenet dre vBelize zoken.
1/ Hervez piv pe pesaort aozadur anavezet? Hervez peseurt daveoù?
2/ Daoust hag ez eo pouezhus a-walc'h a-benn bezañ meneget er WP?
Kregiñ a reas tud da ober ivez gant chomlec'hioù brezhonek en o darempredoù gant ar melestradurezhioù hag an embregerezhioù : tailhoù, asurañsoù, bankoù. Skrivañ a raent o chomlec'h e brezhoneg hepken, dreist-holl war ar chekennoù brezhonek, evit rediañ ar velestradurezh d'ober gant o chomlec'h brezhonek : lodig a rae, re all a glaske gallekaat, hag a-wechoù n'eus forzh penaos zoken.
3/ Piv? Pelec'h? Pegoulz? Hervez piv?
4/ Piv a glaske gallekaat? Penaos? Pegoulz? Hervez piv?
5/ Daoust hag ez eo labour un nebeut implijidi re reut o spered hag intampius pe ur reolenn divizet splann ha lakaet e pleustr en un doare hollek gant ar velestradurezh? --LapinSpluj (kaozeal) 11 Gou 2016 da 11:27 (UTC)
- Mat e vefe dit koumanantiñ d'ur gelaouenn vrezhonek ur wech, evit gwelout.
- Ul lizher ha n'erru ket, ma fell dit klemm, eo enep d'ar post e klemmi. Ma fell d'ar post ober un enklask diabarzh, diwar-benn piv a ra pe ne raket, n'eo ket da afer.Tud ar post dre vras , traoñ ha krec'h, a oar ober ar c'hemm etre ar yezh republikan nemeti aotreet er vuhez publik, hag ar brezhoneg a c'hallez implij ez puhez prevez. 82.127.91.29 11 Gou 2016 da 17:11 (UTC)
- Liamm ebet gant an tabut. Un holloueziadur eo amañ, ret eo lakaat daveoù evit harpañ seurt asuradennoù. E mod all n'eo nemet un ali ha labour diembann, ar pezh n'eo ket danvez holloueziek. Daoust ma c'hell bezañ gwir. Ma lavaran dit te e nijo ar moc'h a benn 2154, marteze ez eo gwir, marteze n'ez eo ket. Hep dave n'eo ket ur fed holloueziek met un ali nemetken. --LapinSpluj (kaozeal) 12 Gou 2016 da 08:32 (UTC)
- N'eo ket mat meskañ an tremened (ha fedoù anavezet en istor ar vro), ha da vartezeadennoù-te (un tamm diasur) diwar-benn moc'h an amzer da zont. 82.127.91.29 12 Gou 2016 da 17:10 (UTC)
- Ma vez "fedoù anavezet en istor ar vro", roit neuze ho taveoù mar plij ganeoc'h. Perak e chomit hep respont ouzh ar goulenn se? --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 12:20 (UTC)
- Iskisat emzalc'h !... "Kudenn ebet. Din me e oa da chom hep bouetañ ar roñfl. Desket eo bet ar c'hentel ganin. Trugarez deoc'h evit ar c'hempenn. --LapinSpluj (kaozeal) 28 Ebr 2016 da 14:51 (UTC)"--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 12:33 (UTC)
- N'ez eo ket ur respont d'ar goulenn orin. Seblantout a rae aes din ar goulenn koulskoude.--LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 13:19 (UTC)
- Ha koulskoude me a gave din em boa komprenet, n'eus ket pell amzer, ne faote ket deoc'h "bouetañ ar roñfl" ; n'eo ket gwir ken 'ta ? Pe marteze ur skouer vat eus "Grit 'pezh a skrivan, 'pezh a ran ne lâran ket !" ?... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 13:30 (UTC)
- N'on ket an hini a lak an tabud da badout. Ur goulenn sklaer am eus savet ouzh ar re a soñj dezho ez eo fedoù hag a zo stadet er pennad, o c'houlenn
dezhoganto lakaat daveoù ma vezeus outeanezho pe asantiñ tennañ ar frazennoù hag a sav tabud warne. Emaon atav o c'hortoz ur respont war ar goulenn-se. Pik achu. --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:02 (UTC)- Ur wech ouzhpenn, it da lenn termenadur resis ar ger "tabut" en ur geriadur bennak, mar plij ganeoc'h. Lârit din, mar plij : mar komprenan mat an traoù, emaoc'h o vont da glask reizhañ an holl bennadoù ha ne gaver daveen ebet enne pa oant bet savet neuze ? Se an hini eo ?--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:26 (UTC)
- Adarre, respont ebet ouzh ar
c'houlenn/goulenn nemeti/nemetañ a zo un talvoud breutaat warni/warnañ evit lakaat an traoù da vont war-raok. Emaoc'h o kunujenniñ stumm ar pezh a lâran evit chom hep respont war an danvez! M'ho peus traoù da lavaret/rebech din e c'hellot mont war mabajenn/fajenn implijer. Amañ n'eo ket al lec'h d'en ober, met al lec'h da ziviz ma vez ret reiñ daveoù pa vez stadet fedoù a zo breut warno.--LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:39 (UTC)- Ne gav ket din e oa ouzhin-me e oa bet savet ho koulenn. "kunuje
niñ" ! "kunujeniñ" ? atav an hevelep kanaouenn. "[...], met al lec'h da ziviz ma vez ret reiñ daveoù pa vez stadet fedoù a zo breut warno." : se zo kaoz em eus goulennet ouzhoc'h "[...] : mar komprenan mat an traoù, emaoc'h o vont da glask reizhañ an holl bennadoù ha ne gaver daveen ebet enne pa oant bet savet neuze ?" ha n'ho peus ket respontet ivez... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 15:05 (UTC)- Ali an holl dud dedennet a zo mat da gaout. Ma vefe an holl o sonjal n'on nemet un torr-revr gant ma daveoù ez in da dremen ma amzer vak e lec'h all. Brav e vefe ouzhpennañ daveoù en holl pennadoù a vank daveoù enno, met labour ur vuhez a bezh e vefe m'eus aon. Dre zegouez on erruet war ar pennad mañ. An ton hag an diouer a neptuegezh a zo kaoz am eus sonjet e vefe mat chench ar pennad-se muioc'h evit pennadoù all a zodiouer a zaveoù enno met neptuoc'h o skridoù. Ha dre se klask daveoù evit an tammoù outan ha n'int ket (hervezon da nebeutañ) neptu. --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 15:16 (UTC)
- Ne gav ket din e oa ouzhin-me e oa bet savet ho koulenn. "kunuje
- Adarre, respont ebet ouzh ar
- Ur wech ouzhpenn, it da lenn termenadur resis ar ger "tabut" en ur geriadur bennak, mar plij ganeoc'h. Lârit din, mar plij : mar komprenan mat an traoù, emaoc'h o vont da glask reizhañ an holl bennadoù ha ne gaver daveen ebet enne pa oant bet savet neuze ? Se an hini eo ?--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:26 (UTC)
- N'on ket an hini a lak an tabud da badout. Ur goulenn sklaer am eus savet ouzh ar re a soñj dezho ez eo fedoù hag a zo stadet er pennad, o c'houlenn
- Ha koulskoude me a gave din em boa komprenet, n'eus ket pell amzer, ne faote ket deoc'h "bouetañ ar roñfl" ; n'eo ket gwir ken 'ta ? Pe marteze ur skouer vat eus "Grit 'pezh a skrivan, 'pezh a ran ne lâran ket !" ?... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 13:30 (UTC)
- N'ez eo ket ur respont d'ar goulenn orin. Seblantout a rae aes din ar goulenn koulskoude.--LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 13:19 (UTC)
Arabat deoc'h kontañ bidennoù : n'oc'h ket "erruet war ar pennad-mañ dre zegouezh" tamm ebet. Ha dre zegouezh ivez, evel-just, ez eo deuet an implijer Alan J. Roxx da vouskanañ an hevelep sonenn war ho lerc'h ? Paouezit d'ober genaoueien ganimp, mar plij. Deuet oc'h evit klask laou e penn an implijer Bianchi-Bihan ha netra ken all ! Dre m'emaoc'h ken strizh war an daveoù kousto pe gousto perak n'afec'h ket 'ta d'ober un tamm kempenn d'an darn vrasañ eus ar pennadoù bet savet gant an implijer Gouerouz betek miz Eost 2013 : ur sapre pezh mell labour kaset da benn gantañ, gwir eo, met savet hep degas dave ebet peurliesañ. Amañ e vefe an neptuegezh wirion, sur ha n'eo ket marteze. "[...], met labour ur vuhez a-bezh e vefe 'm eus aon." emezit-hu ? tamm ebet, doujañs ha karantez ouzh ar brezhoneg, ken aes ha tra. Ar pezh a zo bet ankouaet ganeoc'h...--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 12:53 (UTC)
- Mar plij ganeoc'h, paouezit ta da sonjal e sonj pe e ra an holl evel ma rit c'hwi. Degouezet on war ar bajenn mañ dre zegouez, ar wirionez rik ez eo, pa oa bet chenchet nebeut zo war lec'h darvoud Douarnenez, ha sebezet on bet gant ton ar pennad, hag a oa gwasoc'h evit roll-tamall prosezioù an inkizision. N'em oa kudenn ebet gant Bianchi Bian kent bezañ kroget da vreutaat amañ. Ha n'em eus kudenn ebet gantañ c'hoazh estreget bezañ eus alioù dishenvel war daveoù ha neptuegezh ar pennad-mañ. Un implijer oberiant-tre a seblant bezañ ha gwell ha se evit ar Wikipedia brezhoneg, pa weler an niver a bennadoù skrivet gantañ. Ma vez cheu etrezan ha tud all, kredit mat n'em eus tamm perzh ebet e kement-mañ. Hag adarre e lavarin n'ez eo ket amañ "Wikipedia an emsav" met "Wikipedia" end-eeun. Savpoent en emsav pe ar stourmerien a zo mat ha pouezus da gaout, met hep o lakaat da savpoent nemeto. "Karout ar yezh", setu amañ un arguzenn a feson. Lavarit din 'ta, penaos e vez "muzuliet" ganeoc'h? Dedennet bras on gant kement-mañ! A galon memestra. --LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:00 (UTC)
lapin
[...]
II. A. (db an dud) 1. Tud a glask touellañ ar re all.
Geriadur Brezhoneg an Here, 2001, pajenn 826b.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Gou 2016 da 14:19 (UTC)
Daveenn / Sav-poent ar Post
kemmañDre ma ne fell d'ar velestradurezh-se anavezout nemet ar yezh ofisiel n'he deus ket kalz a zoujañs ouzh ar brezhoneg dre-vras, ne vern pegen tomm ouzh o yezh e c'hall an nebeud brezhonegerien a labour enni bezañ a-hend-all. N'eo ket techet da zegemer ar chomlec'hioù skrivet e brezhoneg eta e barnadenn ar c'huzul-stad... Kadbzh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 11:44 (UTC)
- N'eo ket savpoent ar post lavaret "n'hon eus ket kalz a zoujañs evit ar brezhoneg" a gav din... Savpoent ar post a vefe kentoc'h, hervez al liamm diwar benn afer an aotroù An Duigoù : "ez lezenn ez eo ar gallek ar yezh da implij, ma ne rit ket n'omp ket dleet da zont a benn da gas al lizhiri", ar pezh a zo dishenvel a-walc'h a sonj din. Diouzh ar c'hentañ tu ez eo ur c'hoant d'ober droug d'ar yezh en un doare oberiant, pa vez eus an tu all un diouer a c'hoant d'ober strivoù evit ar yezh en un doare pasivel. --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 12:29 (UTC)
- Akord ganeoc'h. Aliet oc'h bet da lenn sav-poent ar post er varnadenn, pik echu. Kadbzh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 13:46 (UTC)
- Graet eo bet ganin pell 'zo dija. Poanius eo da lenn ouzhpenn-se. Ha neuze, lezet e vo ar pennad e mod m'emañ peogwir ne blij ket d'e aozer orin an doare m'eo bet chenchet ganin? Hep dave? Hep neptuegezh? Daoust m'eo a enep pennaenoù ar WP? --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:07 (UTC)
- Fentus eo peogwir em eus ar santimant da lenn gerioù unan bennak all...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:29 (UTC)
- Unan all n'on ket. LapinNij on bet a-raok koll ma ger tremen, setu holl an istor am eus amañ. Kredit pe na gredit ket, ne ran ket forzh. Met mar plij ganeoc'h, chomit hep cheñch ar gaoz. Trugarez
bras/vras deoc'h. --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:48 (UTC) - LapinNij pe LapinSpluj, ne ran ket forzh piv oc'h ha ne glaskin goût 'vat ! Ha ne voe ket ar voualc'hig evit lavaret grik pa voe drailhet-mik gant ar sparfell hag a grede dezhi e oa he mignon bras....--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 15:24 (UTC)
- Perak ober menneg eus ho santimant neuze? Petra eo talvoudegezh ho santimant er gaozeadenn? Daoust ha lakaat a ra an traoù da vont war-raok? --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 15:32 (UTC)
- Unan all n'on ket. LapinNij on bet a-raok koll ma ger tremen, setu holl an istor am eus amañ. Kredit pe na gredit ket, ne ran ket forzh. Met mar plij ganeoc'h, chomit hep cheñch ar gaoz. Trugarez
- Fentus eo peogwir em eus ar santimant da lenn gerioù unan bennak all...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:29 (UTC)
- Graet eo bet ganin pell 'zo dija. Poanius eo da lenn ouzhpenn-se. Ha neuze, lezet e vo ar pennad e mod m'emañ peogwir ne blij ket d'e aozer orin an doare m'eo bet chenchet ganin? Hep dave? Hep neptuegezh? Daoust m'eo a enep pennaenoù ar WP? --LapinSpluj (kaozeal) 13 Gou 2016 da 14:07 (UTC)
- Akord ganeoc'h. Aliet oc'h bet da lenn sav-poent ar post er varnadenn, pik echu. Kadbzh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 13:46 (UTC)
Levrennoù SaB
kemmañ... a c'hellfe bout dedennus. Ul lec'h bennak ganin. Furchal a rin. Kadbzh (kaozeal) 13 Gou 2016 da 16:20 (UTC) Ali ar post a gaver er varnadenn, dre m'he doa ranket respont ouzh arguzennoù ar c'hlemmer: Sur la légalité des décisions attaquées
Considérant que le refus d'acheminer à leurs destinataires des correspondances dont l'adresse était rédigée en langue bretonne à l'aide de termes ou d'appellations qui d'ailleurs ne figurent ni au code postal français ni à la nomenclature internationale des pays étrangers et des bureaux distributeurs ne constitue ni une méconnaissance de la liberté d'expression ni une discrimination illégale opérée entre les usagers du service public postal ;
qu'ainsi M. LE DUIGOU n'est fondé à demander l'annulation ni du jugement par lequel le tribunal administratif de Rennes a rejeté ses demandes, ni de la décision implicite par laquelle le directeur départemental des Postes de Loire-Atlantique a rejeté son recours gracieux
DÉCIDE
Article ler : Le jugement du tribunal administratif de Nantes en date du 2 juin 1988 est annulé.
Article 2 : La demande présentée par M. LE DUIGOU au tribunal administratif de Nantes, ainsi que la requête 100 042 sont rejetées. + Hervé Le Boterf, "La Bretagne dans la guerre", Levrenn I, Pariz (Bro-C'hall, 1969, ul luc'hskeudenn (e-mesk ar skeudennoù etre ar pajennoù 208 ha 209) ul lizher bet postet e Brest d'an 22 a viz Du 1940: "Le Breton n'est pas admis comme langue étrangère Ecrire en Français" - Siell: "Retour à l'envoyeur" -- Alc'hwez gant an aozer: Le gouvernement de Vichy ne reconnaît pas l'usage de la langue bretonne et interdit aux postiers de livrer les lettres dont les adresses sont rédigées en breton." + en hevelep levr (pajennoù 233 ha 234) Ayant mécontenté tout le monde sur le plan des nourritures terrestres, le gouvernement allait indisposer, de surcroît, les véritables bretonnants en inerdisant, dès la mi-novembre (notenn: 1940), par une communication faite aux agents des P.T.T., la livraison des lettres dont les enveloppes étaient rédigées en langue bretonne. désormais, les postiers des Côtes-du-Nord et du Finistère qui savaient, depuis leur plus tendre en fance que straed voulait dire rue, Naoned Nantes, Gwened Vannes et Loar Izella Loire-Inférieure, étaient invités à oublier leur langue maternelle. La mesure était tellement sotte qu'elle couvrit rapidement de ridicule ceux qui l'avaient édictée car elle provoqua un regain sensible de courrier livré quand même grâce à un astucieux stratagème qui consistait à renvoyer la lettre refusée ... à celui à qui elle était quand même des tinée puisque le nom et l'adresse de celui-ci figuraient, cette fois, en français au dos de l'enveloppe à l'emplacement réservé ... à l'expéditeur!.
- Tugarez dit Kadbzh, met memestra en em c'houlenan daoust hag ez eo gwir c'hoazh seurt urzhioù? N'omp ket tre er memes endro eget e 1940... traouigoù 'zo a zo cheñchet abaoe... traoù all n'int ket siwazh. --LapinSpluj (kaozeal) 19 Gou 2016 da 10:03 (UTC)
- Urzhioù ha n'eo ket urehioù. --LapinSpluj (kaozeal) 19 Gou 2016 da 11:10 (UTC)
- Considérant que le refus d'acheminer à leurs destinataires des correspondances dont l'adresse était rédigée en langue bretonne à l'aide de termes ou d'appellations qui d'ailleurs ne figurent ni au code postal français ni à la nomenclature internationale des pays étrangers et des bureaux distributeurs ne constitue ni une méconnaissance de la liberté d'expression ni une discrimination illégale opérée entre les usagers du service public postal ;: ar C'huzul-stad a savas akord gant ar post, n'am eus nentra freskoc'h... Urzh roet e 1940: mat e voe en ul lodenn Istor. Kadbzh (kaozeal) 19 Gou 2016 da 16:06 (UTC)
- Urzhioù ha n'eo ket urehioù. --LapinSpluj (kaozeal) 19 Gou 2016 da 11:10 (UTC)
- Ne gredan ket e vo trawalc'h d'al lapin ha d'e gomper Alan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Gou 2016 da 06:17 (UTC)
- Skuizh on erru gant sort klufanajoù eus ho ferzh, pe e vefe war ar piv on me (pe piv on bet hervezoc'h) pe ouzh ar mignoniezhioù ijinoc'h din. Ar wech diwezhañ e lavarin deoc'h. Ar wech o tont e vo kelaouet ar merourien, ha ma n'oc'h ket gouest d'en em derc'hel oc'h unan em eus spi e viot sikouret gante. Evit respont ouzh an tamm nemetañ en ho faltazi hag a zo danvez ennañ : Ar pezh a vefe trawalc'h din ez eo e respontfec'h war an daveoù. Betek-hen n'ho peus produet hini ebet evit difenn ho savpoent. --LapinSpluj (kaozeal) 19 Gou 2016 da 10:03 (UTC)
- Te teus diskouezet udb da zifenn da savboent? pehini dija? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2016 da 10:13 (UTC)
- Ne zifennañ savpoent ebet, setu n'am eus dave ebet da zegas a sonj din. Emaon hepken o c'houlenn petra eo da zaveoù dit te p'emañ bet skrivet ar pennad ganit. N'emaon ket o klask laoù dit, o klask lakaat un ton neptu d'ar pennad ne laran ket. --LapinSpluj (kaozeal) 19 Gou 2016 da 11:07 (UTC)
- Setu pezh a gavan evel savboent dedennus : met memestra en em c'houlenan daoust hag ez eo gwir c'hoazh seurt urehioù? N'omp ket tre er memes endro eget e 1940... traouigoù 'zo a zo cheñchet abaoe... traoù all n'int ket siwazh. Kalz traoù zo cheñchet : ideologiezh ar post marteze? Evit en prouiñ ez po ezhomm arguzennoù fetis. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2016 da 10:15 (UTC)
- Bianchi, me n'am eus ket skrivet tra pe dra war ideologiezh ar post barzh ar pennad, ma ali me eo n'ez eus politikerezh splann ebet war implij ar yezhoù er post, me sonj din ez eo pep implijiad hag a ra hervez e c'hoant, par vefe implijiad o resev al lizhiri er burevioù e Douarnenez pe rener al lizhiri evit ar c'hornog. Souezhet bras e vefen o teskiñ e vefe memoioù er post war ar sujet se. Met, dre ma n'em eus dave ebet war ar sujet n'em eus ket er skrivet er pennad, peogwir e vefe un ali personnel ha n'eo ket danvez holloueziek. An dra nemetañ am eus ouzhpennet er pennad ez eo afer ar mekanikoù optikel hag an tildéoù, hag un dave am eus roet evit-se. Adarre, peogwir ne seblant ket bezañ sklaer dit ; n'emaon ket o zifen ar post pe me oar me piv, nemet o c'houlenn daveoù war ar pezh a zo bet skrivet er pennad, pa n'int ket roet evel "savpoent an emsaverien" met evel ar gwirionez hollek. Ne gomprennañ ket perak e pad kement ar breut. Ma vez gwir ha gouezet gant an holl e rankfe bezañ daveoù da harpañ ar pezh a zo srivet. Ma ne vez ket ez eo ret pe spisaat ez eo ali ub pe tennañ ar frazennoù-se.--LapinSpluj (kaozeal) 19 Gou 2016 da 11:07 (UTC)
Un dra a seblant anat din eo ne seblantez ket anaout ideologiezh ar stad a vevez dindani hag hini he servijoù : marteze e kred dit e c'haller skrivañ chomlec'hioù e brezhoneg, peogwir eo ur yezh ofisiel? E c'haller klevout brezhoneg er media stad ? Eo difennet ar yezh gant ar bolitikerien? Gant ar ganerien? Eo divyezhek bruderezh Gouelioù ar mor pe ar re folklorel? E vez graet gant ar brezhoneg en SNCF (pe anv e brezhoneg?), POST, EDF (pe anv e brezhoneg?) Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2016 da 12:50 (UTC)
- Sonjal mat a rae din e oa arabat din rein dit abeg pe abeg da chench ar sujet evit pellaat diouzh breut an daveoù. Ma ali me, evel m'am eus skrivet uheloc'h n'eo nemet ma ali. Mat eo din ma n'emaout ket a-du gantañ. Ouzhpenn da se, n'em eus ket me skrivet ma ali-me er pennad, na lezet da sonjal ne oa ket un ali met ur fed holloueziek, ar pezh ac'h eus graet te. Setu, m'emaout a-du, daoust hag e c'hellfemp chom stag ouzh ar pezh a zo skrivet er pennad, hag a vank daveoù dezho, pe emaout o vont de lakaat an traoù da badout hep fin betek ma skuizfen evit ma ne chomfe nemet da ali er pennad? Ne ran nemet goulenn daveoù diganit, pe digant tud all, abaoe ur sizhunvezh. Aes eo : pe ez eux daveoù, pe ne vez ket. Evit poent, war bouezh un daveenn 1940 (gouarnamant Vichy, chenchet abaoe), n'ez eus ket. Setu ar fedoù. Mar plij ganit, chom stag oute hep mont da ijinañ tra pe dra war ma fenn.--LapinSpluj (kaozeal) 19 Gou 2016 da 14:49 (UTC)
An dra nemetañ zo kemmet abaoe amzer Vichy eo niver ar vrezhonegerien. Ideologiezh ar stad, evel ma oar an holl, zo bet savet er bloavezhioù 1790. Ne gredan ket eo kemmet kalz abaoe, met ma welez ur sin bennak kas keloù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2016 da 15:21 (UTC)
- Mat-tre, m'az eo gwir ar pezh a larez, perak n'ez eus ket daveoù nevezoc'h evit 1940? Den n'en deus studiet pe skrivet war kemment se abaoe 70 bloaz? Chom a rez bout war UN dave, ha n'eo ket bet roet ganit zoken. Pelec'h emañ ar re all? --LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 08:16 (UTC)
N'eus ket daveoù nevesoc'h peogwir eo chomet gall ar stad c'hall abaoe 1940, ha peogwir n'eus bet stourm ebet, pe kennebeud, din da c'houzout. Met faziañ a c'hallan. Ma kerez e c'hallez sellout ouzh chomlec'hioù ar c'hazetennoù brezhonek e 1940, 1950, 1960, 1970, ..., 2015, da welout hag eñ e raent, hag e reont gant ar brezhoneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gou 2016 da 08:36 (UTC)
- Perak e klaskit chench penn d'ar vazh adarre? C'hwi eo ho peus skrivet traoù er pennad hag a zo dizave. Me n'am eus ket. Dre-se e gav din n'am eus dave ebet de reiñ. Pep tra skrivet er WP a ranker gellet prouiñ dre zaveoù. Se eo diazez Wikipedia.--LapinSpluj (kaozeal) 20 Gou 2016 da 12:04 (UTC)