Kaozeadenn Rummad:Troidigezhioù ar Bibl hervez ar yezh
Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Bianchi-Bihanig
hervez ar yezh, kentoc'h ? Llydawr (kaozeal) 9 Du 2022 da 07:51 (UTC)
- "Diouzh ar yezh" kentoc'h, 'hervez' zo evit menegiñ alioù pe kaozioù unan bennak. Met gwelloc'h eget "dre ar yezh" ya. Lekemok (kaozeal) 9 Du 2022 da 12:49 (UTC)
- 'Fin, skouerioù kozh gant hervez a glot gant ar ster-se. Ha diouzh ivez. Lekemok (kaozeal) 9 Du 2022 da 12:53 (UTC)
- Perak e teu Bourdeliz da glask displegañ dimp penaos komz hon yezh ? Ec'h ! 2A03:E600:100:0:0:0:0:83 9 Du 2022 da 14:17 (UTC)
- Na brav ar spered... Lekemok (kaozeal) 10 Du 2022 da 07:43 (UTC)
- Perak e teu Bourdeliz da glask displegañ dimp penaos komz hon yezh ? Ec'h ! 2A03:E600:100:0:0:0:0:83 9 Du 2022 da 14:17 (UTC)
- Ya, un toullad rummadoù zo bet anvet war ar patrom-se a baoe pell. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 10 Du 2022 da 21:34 (UTC)
Skouerioù "kozh" ha nevez
kemmañRummad:Livourien hervez ar vro (abaoe 2009) Rummad:Skrivagnerien hervez o yezh (abaoe 2008) ... ha re all. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 10 Du 2022 da 21:42 (UTC)
- Gwir eo. Nemet em boa bet kentelioù gwezhall gant unan a lavare e oa da zelc'her "hervez" evit menegiñ kaozioù pe alioù unan bennak hepken, hag ober gant diouzh evit degouezhioù all. Met klasket 'meus e-barzh Devri ha ne seblant ket ken splann an traoù hag ar pezh a lavare. Adanvet e vezo neuze. Lekemok (kaozeal) 11 Du 2022 da 14:01 (UTC)
- Er wikipedia e vez graet pell zo gant "hervez" en anvioù rummadoù. Betek-hen ne glemme den. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 11 Du 2022 da 21:04 (UTC)
- Hervez eo ar ger rekis en degouezh-mañ, cf. Catholicon : « Hervez. g. selon. » ha R. Le Gléau, Syntaxe du breton moderne §78, da skouer.
- Didalvoud eo arguzenn Bianchi-Bihanig : kalz fazioù yezh zo er Wikipedia, un implij stank ne dalvez ket da reolenn. Unan eus ar fazioù-se eo « Betek-hen ne glemme den » a zlefe bezañ Den ne glemme betek-henn. 2A01:CB08:8913:1900:F86B:9C6B:99CC:B097 12 Du 2022 da 11:18 (UTC)
- Edgarnaudour, na gemer ket da sorc'hennoù evit skouerioù , mar plij.
- Arguzenn Edgarnaudour: 1) kalz fazioù zo er wikipedia; 2) neuze, ar pezh a skriv ar re all zo fazioù. ... Hag ar pezh a skrivez, Edgar? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 12 Du 2022 da 12:22 (UTC)