Kaozeadenn Wikipedia:Erbedennoù war live ar yezh

Evezhiadenn diwezhañ: 5 vloaz zo gant 90.32.34.18 e kaozeadenn Teorienn

Goude "meur a" e vez lakaet an unander.

Ret eo menegiñ evel mammennoù, d'am soñj ar re bouezusañ rak gwir renabloù int, a-fed yezh istorel ha yezh komzet : geriadur Frañses Favereau ar brezhoneg a-vremañ, geriadur istorel Roparzh Hemon, geriadur Garnier, geriadur Jules Gros war brezhoneg Treger

teorienn n'eo ket ur ger gallek treuzwisket met ur ger etreyezhel (saozneg : theory, alamaneg : Theorie, rusianeg : teoria)


Hervez ar wikdtionary e vefe dioutañ ur ger gallek er saozneg - hag ur ger saoenzeg e brezhoneg e vefe neuze?! anat eo e teu diwar al ar gresianeg (θεωρία) met hag al latin (theoria) ne dalv ket kement-se e vefe bet komeret er brezhoneg diar ar yezhoù-se. d'am soñj n'a ket gwall alies da besketañ ar brezhoneg e-touez gerioù ar ruseg nag an alamaneg - digant ar galleg avat ne lâran ket ('klaouier' zo etreyezhel ivez 'michañs?!). Hag abalamour da betra e vez keñveriet gant an alamaneg hag ar ruseg - yezhoù kar d'ar brezhoneg e vefent? (ur yezh a skiant eo ar ruseg c'hoazh?). ha petra dalv 'etreyezh' - an darn vrasañ eus an dud war an douar ne ra ket gant ar ger-mañ... ret eo diwall d'am soñj da gemmesk 'pezh 'zo 'europek' hag ar pezh 'o 'hollvedel'. Neal 19:15, 18 May 2005 (UTC)


Marteze n'am eus ket displeget resis a-walc'h ma soñj.

Ar gerioù ac'h anvan gerioù etreyezhel, met moian zo envel anezhe ivez gerioù boutin pe en ur mod all, zo ur familh gerioù hag a vez savet alies, met pas ordinal, diwar gwrizioù latin ha gresianek gant skiantourien ar broioù e-lec'h ma vez komzet yezhoù indez-europek.

Da skouer ar ger gallek photographie n'eo ket bet krouet e Bro-C'hall met e Bro-Saoz gant an astronomour William Herschel en 1839 en e stumm saoznek photography. Ma kemeromp anezhañ evit ober ar ger brezhonek fotografiezh e vo lavaret petra ? Ac'h eo ur ger saoznek treuzwisket pe neuze ur ger gallek treuzwisket ?

Memes tra evit ar ger gallek ozone bet krouet en Alamagn gant ar c'himiour Christian Friedrich Schönbein en 1840.

Kantadoù a skouerioù eus ar seurt-mañ a zo hag ar ger {théorie, theory, Theorie, teorienn} zo en o zouesk.

Ar gerioù-se n'int na gallek, na saoznek, nag alamanek ... Gerioù boutin evit kalz a yezhoù int, d'an nebeutañ evit ar yezhoù indez-europek, da lavaret ul lodenn vat eus broioù ar bed memestra, ha memes evit yezhoù nann indez-europek evel an euskareg hag a ra un implij ledan-tre eus ar gerioù-se.

Yann Ber Montreer

Ar gwir so gant Yan Ber. da betra servij krouiñ komsiou sort da "damkaniezh" (?) ga' piw vo komprened ??? ha resis ew sortoù koms-mañ ? Daw a-walc'h bezañ pedagojik un tamm bihan. Displeged mad à-walc'h ew an dra-se gant Jean Marot ba prolog e "geriadur ar matematikoù". Bar saosneg so kals gerioù hag a teu deus ar galleg ha n'ew ked ur langaj dibourvez ewid-se. Be'h ew memes pinvidikoc'h ewid ar galleg pugur vez digemered komsioù un tamm deus partoud. Da ma soñj ew an dra-se, da lared ew ar forjañ gerioù (pe le néologisme à outrance), un istor a ideoloji ha pass gouiziegezh naked. Joa d'ho kalon Yann Ber, bez so tud speredeg memestra e peurunvan. Chañ Maï 14:03, 20 May 2005 (UTC)


ale, 'h eomp da welet un nebeut traoùigoù 'ta. da gentañ-penn, ar peurunvan zo anezhañ un doare-skrivañ n'eo ken ha n'eo ket un doare da sevel nevez-c'herioù. bez e c'heller skrivañ 'jeografi' hervez reolennoù ar peurunvan pe c'hoazh 'geografiez' hervez reolennoù ar skolveurieg. gwir eo avat ma vez techet tud a ra gnat un doare skritur resis d'ober gant un doare brezhoneg resis met n'eo ket eeun al liamm-se na tamm ebet. peurunvan eo 'urzhiataerezh' 'kompoderezh' ha 'stlennataerezh' met n'eo ket abalamour ma vezont skrivet hervez reolennoù ar memes doare-skrivañ e teufent eus ar memes doare da sevel nevez-c'herioù.

diouzh an tu all avat e ranker anavaezout ma'z eo ken gwir all e teufe ar ger 'teorienn' diwar ar gresianeg en un doare etimologel ne vez ket santet evel-se gant meur a hini o vevañ e breizh rak evite e teufe eus ar galleg (ne vez ket komzet kalz a hen c'hresianeg e breizh atav). ha ma vez implijet en euskareg ez eo peogwir e teu diwar ar spagnoleg evite (kudennopù a sav en euskareg etre an norz hag ar su abalamour da se). gwir eo e vez graet evel-se gant an darn vrasañ eus yezhoù indez-europek europa, met ne dalv ket kement-mañ e rankfe ar brezhoneg ober ar memes tra. bez' e c'helle ober vel an isalndeg...

gwir eo marteze ez eo aezotoc'h da deskiñ evit unan bet skoloataet en en en-dro tezh troet war ar galleg gant gaerioù sot d'ar yezh-se. met memes en ur vezañ gwir, ne dalvfe ket kement ha ne deu ket ar ger 'teorienn' diwar ar galleg evit an dud a vez dsket ar ger-se gante. arguzennoù disheñvel-tre int. 81.60.242.148


Lâred a rez n'ew ked ar peurunvan un doare da sevel gerioù med toud ar gerioù bed saved beked-henn so bed bed saved ga' tud ar peurunvan, añfî toud a re vez desked d'ar vugwale bar skoul. Ha n'ew ked rustaj peurlïessañ. N'eus forzh penaos ema brezhoneg gwir g'an dud kozh ha setu toud!!!. Choased neuignt hed-ha-hed an amser da zegemer gerioù galleg ewid traow difetis ablam' da leveson an Ilis. Prefiksoù ha lostoù-ger, bez so deus oute kals e brezhoneg med ar peurvrassañ deus ar re so implijed ewid sevel gerioù so bed tenned deus brezhoneg krenn gant F.Vallée hag e ziskiblien. Med tud ar brezhoneg krenn so marw a-bell so, he n'on ked sur la vefe komprened gerioù sort da "damkaniezh" memes ga' tud gouieg war ar brezhoneg.

Toud ar gerioù sort-mañ so bed forjed ga' Preder, hag ar re-se ne raent ked foutre-kàer deus brezhoneg an dud, na da vezañ pedagojik an tamm, ouspenn bezañ nazied ewid ur druilhad deus oute. Ar re-he neuignt tamm gouiañs e-bed war-fed ar pedagoji nà penaos kelenn d'an dud, hag a vefent yowank a ve.

Ha da betra servij kaojeal brezhoneg ma n'ew ked ewid tostaad ar muiañ possubl deus ar re neuignt dalc'hed anehoñ bew beked an amser a-vremañ. Ha lared a ran "tud ar peurunvan" ewid tud an emsav neuignt ked kals doujañs ewid tud ar vro hag o brezhoneg. Ar re-he, surtout ar re so ba penn an organismoù kulturel e breizh so "bugwale" pe kendalc'herien tud Gwalarn, sed al Liamm, Gwalarn hag a oa stagadenn Breiz Atao (ha vel vez lâred : Breiz Atao, mad da la'o). ha lâred a r'an an dra-se pugur ew bed dalc'hed toud pe kasimant toud ar gerioù bed saved d'ar mare-se. Ar pal oa pellaad deus brezhoneg an dud oa koñsidered da drefoetaj ha setu toud. Evel a lâr tud Preder : "sevel ur yezh a-ziwar eskern". Setu pezh a soñjent deus brezhoneg gwir, heni an dud.

Ha bremañ petra vez gwraed ga' kals tud a implij ar peurunvan (pass toud evel-just hag eürusamant) ??? > heuliañ an hent-se ! An dra-he ew a gavez mad ober ewid hon bugwale ?.?? diskiñ dehe ur langaj troed ger-ouzh-ger deus ar galleg ga' gerioù inkomprenabl ewid toud ar vrezhonegerien ???!

Añfi, mo'se ema hag e vo ken a jeñcho michañs. Chañ Maï 15:59, 20 May 2005 (UTC)

'vit ar pezh a sell ouzh ar c'hozhni eo ret din lâret ne gomprenan mann ebet. ha pet oad eo ret bezañ hervezit evit gallout bezañ ur brezhoner? hag are re bet tizhet an oad gante hiziv, n'oe ket brezhonegerion eo e oant pa oant yaouank? ha pa vo aet kozh are re 'zo yaouank bremañ e teufont da vezañ berzhoengerion? ah, vive les bon vieux temps révolus. 81.60.242.148 19:26, 20 May 2005 (UTC)

"añfî toud a re vez desked d'ar vugwale bar skoul" ar re goh a oar brezhoneg n'o deus nemet deskiñ brezhoneg d'o buagel neuze? rabat klask ar faot e lec'h all p'emañ ar verzhonegerion a vihanik hag o deus leusket a-gostez o yezh.

"Choased neuignt hed-ha-hed an amser da zegemer gerioù galleg ewid traow difetis ablam' da leveson an Ilis." n'on ket gwall sur eo bet choazhet gante, m'enfin, er mems mod o deus choazhjet an darn vrasañ oute leusket ar brezhoneg da vervel dre chom hep ober gantañ gant o bugale. me n'in ket d'adober ar pezh o doa bet gellet ober int-i pa o o zro...


Hag ablam' da betra neuignt "dilezed" o langaj ? ablam' d'ar Stad he deus pouesed warne ewid henn ober. Pezh a lâran ew tostaad ar muiañ possubl deus ar brezhoneg gate ha nompass pellaad vel a ra lod Chañ Maï 19:45, 20 May 2005 (UTC)

m'enfiñ! just a-awalc'h - ad-u omp a-benn ar fin! abalamour d'ar stad o deus dilezet o deus. hag gant pesuert stad - ya, hini ar frañs. hag abalamour da se ez eus bet degemeret ('choazhetmit-hu) un touladd gerioù galleg ivez (ha dre faot an iliz ivez evel-just). da lâret eo, n'eo ket bet dibabet gant an dud nag ober hep ar brezhoneg nag ober gant gerioù n'int ket brezhoneg! hag abalamour da se on broadelour hag abalamour da se e tifennin ar gwir da sevel ur yezh dishual ivez e-keñver chadennoù ar frañs hag an iliz.


A-du n'omp ked tamm e-bed. Me n'on ked nassionalist (pe "broadelour") ewid ur gwenneg toull. Ha n'ew ked ablam' m'ew bed pouesed g'ar Stad war an dud ewid "dilezel" o brezhoneg lar' implijin gerioù chimik sort da "damkaniezh" pe kaoc'hajoù a-sort-se. An dra-he n'ew ked brezhoneg ha mil birviken james vo.

Choased n'ew ked dibabed!!! . Dibabañ = trier ha Choasañ = choisir. Arabad bezañ sottoc'h ewid ar re sot ha c'hoari da fall ewid un ideoloji passe kozh. An dud ba Breizh ne blijont ked dehe an nassionalisted, ne raont ked vad d'ar brezhoneg tamm e-béd. Dram-a-se so tud hag a lâr e vefe gwelloc'h difenn d'an dud diskiñ brezhoneg. G'ar vezh paotr paour Chañ Maï 20:41, 20 May 2005 (UTC)


achu evidin - na respontin ket d'unan na c'hell ket lakaat arguzennoù war an daol hep kunujunniñ ar re all. ha ma fell dit difenn d'an dud deskiñ brezhoneg - gra1 d'am soñj e vez gwelet peseurt doare den a zo ac'hanout gant ar re al war ar wikipedia. graet e vo o soñj. ha mat e vefe dit chom hep perzegenniñ pezh a fell d'ar vretoned, en ur gemmesk da soñjoù-te hag ar gwirvoud. cheñch ster a c'hell ar gerioù ivez - dibab a dalvezo ar pezh a dalvezo hervez ma vo implijet gant an dud. 81.60.244.12 07:54, 21 May 2005 (UTC)


set ta ar re a fell dezhe e varvfe ar berzhoneg. gortoz ma vefe marv ar re gozh hag echu an traoù (rak ar re gozh n'o deus ket desket da dud a-walc'h evet ma c'hellfe chom bev an dra se 'zo sur ha n'eo ket marteze). lod all atav a fell dezhe reiñ lusk d'ar yezh - diazet vefe lakaat ar re gozh d'ober skol dre vbreizh a-bezh, oc'h ober kentelioù 'chimik' ha 'jeografi'. skol ebet e brezhoneg neuze. brezhoneg arnevez RIP, brezhoneg ar bobl RIP. ha tout o komz galleg ha gwell ha se - war-lerc'h e c'hellfomp deskiñ saoneg ivez. ha piv 'ni eo a gred dezhañ lâr ez eo sot ar re all. memestra!

---

DIBAB. Setu pezh a skriv favereau (ur paotr yaouank-tre desket e brezhoneg er skolioù diwan gantañ ha roue ar brezhoneg chimik evel-just!): dibab,-iñ. vb. sélectionner, trier, par. ext. choisir et débrouiller (surt. pronom).

  • N'eus ket bet ezhomm da c'hortoz ar baby boomer-se evit gouzout petra a dalv ar verb dibab, pa gaver nouspet gwech ar ger-se el levrioù kozh, betek er Catholicon : "Dibab, g. eslire, prandre par election ; l. decerpere."

E-tu

kemmañ

Evezhiadennig db kement-mañ (mar galler komz eus traoù zo hep bezañ kunujennet) : [1] Bras eo sac'h ar yezh, meur a dra a gaver ennañ, e-tu (hag en-tu ivez):

  • Koad an Deiz zo e tu ar Sav-Heol ha Koad an Noz zo e tu ar C’huzh-Heol, Jules Gros, TBP 2/263

Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Kzu 2012 da 15:08 (UTC)Respont

Teorienn

kemmañ

"Teorienn" n'eo ket ur ger gallek (na filozofi pe filozofiezh) : gregach int, deuet abaoe pell 'zo da vezañ etrebroadel… Po'low (kaozeal) 30 Mae 2019 da 10:06 (UTC)Respont

Distreiñ da bajenn "Erbedennoù war live ar yezh" ar raktres.