Wikipedia:Erbedennoù war live ar yezh
Saviad an daeloù diwar ar c'heriaoueg hag al liveoù yezh
kemmañMeur a zoare zo da welout ar gerioù nevez e-touez ar vrezhonegerien desket, meur a savboent zo diwar-benn penaos ober evit dibab anezho.
Mar n'eo ket degemeret gant an holl ar gerioù ijinet gant KIS- SADED adalek ar bloavezhioù 1970, un darn zo tremenet en deskadurezh pa 'z eo gwir ez eus bremañ gerioù degemeret ez-ofisiel gant an Deskadurezh-Stad C'hall hag a vez kavet e levrioù, fichennoù ha pladennoù embannet gant Ti-Embann ar Skolioù (TES).
Dre vras e skriv an dud en doare-skrivañ peurunvan, an doare-skrivañ ar muiañ implijet, fiziañs o deus er geriadurioù embannet gant Al Liamm (Roparz Hemon-Ronan Huon), daou c'heriadur hollvrezhonek An Here hag ar geriadurigoù embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.
Mammennoù all zo, evel levrioùgoù Kreizenn ar geriaouiñ Diwan ha levrioùgoù Ofis ar Brezhoneg (hag e ziaraoger, Servij ar brezhoneg Skol Uhel ar Vro). Ur geriadur galleg-brezhoneg savet gant Martial Ménard a oa bet embannet e miz Here 2012 (ISBN 978-2-35678-069-0) hag a gaver ennañ gerioù KIS-SADED. A-zivout an dibaboù bet graet gant Diwan, sellit ouzh pajenn Yann Ber Montreer, a oa ezel eus an aozadur-se er bloavezh 2005, hag ouzh kaozeadenn ar pennad-mañ.
Rummad an dud a ra gant an doare-skrivañ "skolveuriek" (hag ar re a ra gant an hini etrerannyezhel) na zegemer ket kalz a c'herioù implijet gant an dud o deus desket ar peurunvan.
Diforc'hoù a vez kavet ingal e kelaouennoù an daou du hag e geriadur Garnier (Dictionnaire breton, 1986).
Diouzh tu ar skolveurieg e vez graet gant filozofi e-lec'h filozofiezh e peurunvan, sivil e lec'h keodedel, liberet e lec'h dieubet, choaz e lec'h dibab hag all.
Penaos ober er Wikipedia brezhonek?
kemmañNe vo ket aes kompezañ an tabutoù war ar poentoù-se pa weler ne glask ket an tuadoù ar memes pal. Dre vras e klask un darn sevel ur yezh a c'hellfe tretiñ n'eus forzh peseurt tem, plediñ gant n'eus forzh pe zanvez hep implijout gerioù gallek en noazh pe dreuzwisket. A-wechoù e vez degemeret gerioù gallek gwisket e brezhoneg (da skouer : teorienn evit théorie, met lod a ra gant damkan), a-wechoù ne vezont ket.
Tud ar "skolveurieg" hag an etrerannyezhel n'int ket chalet gant gerioù gallek treuzskrivet, ken evezhiek ma'z int e-keñver ar yezh komzet gant an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien a-vihanik, ha lod anezho a lavar e reont gant "ar gwir vrezhoneg".
E miz C'hwevrer 2005, goude ur brezelig seizh mizvezh-pad a voe gant an nebeud tud a oa krog da sevel ar Wikipedia brezhonek, e voe degemeret pep doare-skrivañ. Klasket e voe sevel an adkasoù evit doujañ da bep doare-ober.
Ur skoilh e vo evit hor Wikipedia pa ne c'hallor ket ledanaat pe reizhañ ur pennad savet en un doare-skrivañ n'anavez ket. Ret e vo en em zibab eta, ha dreist-holl displegañ e zibaboù, e choazoù, ha diskouez doujañs d'ar re all.