Kaozeadenn Wikipedia:Fazioù stankañ

Evezhiadenn diwezhañ: 5 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Tremen

N'ouzon ket da betra eo graet ar bajenn-mañ. Kompren a ran: berniañ amañ ar fazioù a gaver an aliesañ evitprenañ skiant. Da neuze:


Ne oaran ket ivez da betra servij ar bajenn-mañ. Skrivañ a ran amañ bepred un nebeud choazoù yezh :

  • E-barzh al levrioù embannet en brezhoneg e vez troet Copyright gant Pep gwir miret-strizh
  • Daoust d'an droienn Degemer mat deoc'h bezañ anavezet mat bremañ e soñj din e vehe mat lakaat Deuet mat oc'h a-wezhioù.

A-du ganit penn-kil-troad-hag-ivinoù. Mat e vije ober gant en ivez dirak ur gensonenn: en Arizona, ha neket e Arizona (piv an diaoul zo gouest da zistagañ an dra-se?)Bianchi-Bihan 31 Her 2006 da 17:50 (UTC)Respont

Piv an diaoul? an diaoul, just a-walc'h...

Gallout

kemmañ

"Fazioù stankañ" eo titl ar "pennad"-mañ. E pelec'h emañ ar fazi resis a vefe kaoz anezhañ er rann-mañ? Neal (Kaozeal) 12 Kzu 2008 da 10:49 (UTC)Respont

Ret eo komz eus se? Bianchi-Bihan 12 Kzu 2008 da 11:02 (UTC)Respont
Ret n'eo ket met ma'c'h eo diwar-benn "fazioù" ar pennad herevz an titl e vefe da c'hortoz d'an nebeutañ ma vefe komzet eus fazioù e korf ar pennad, kea? Amañ e weler ur rann diwar-benn implij ar verb "gallout" met ne welan ket e pelc'h e komzer eus ar "fazioù stankañ" liammet outañ... Neal (Kaozeal) 12 Kzu 2008 da 11:23 (UTC)Respont

Ar pal da dizhout

kemmañ

Ne vez ket merket ar pal da dizhout gant an araogenn a-benn. Tennet ganin. --92.158.210.148 26 Mez 2010 da 07:51 (UTC)Respont

Adlakaet e vo ganin. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 08:38 (UTC)Respont
Me n'implijan ket a-benn evit ar pal, met tud zo a ra, hag er yezh emañ. Neuze eo bet adlakaet ganin. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 08:39 (UTC)Respont

Fazioù zo a vez graet stank met ne vezont ket lakaet da reolenn evit kelo-se. A-hend-all e vije kenkoulz skrivañ Wikipedia:Reolennoù nevez e-lec'h Wikipedia:Fazioù stankañ. Ha piv eo an dud-se (tud zo) hag a implij a-benn evit ar pal ? Na Jul Gros, na Roparz Hemon, na Frañsez Kervella... , piv 'ta ? Hag e peseurt yezh emañ ? E peseurt yezhadur ? --92.158.210.148 26 Mez 2010 da 15:28 (UTC)Respont

A-raok lakaat n'eus forzh petra da fazi, e vefe mat studiañ an afer, divizout sioul, ha goulenn ali ar re all: n'emañ ket an holl skiant er memes klopenn ha n'emañ ket pep tra el levrioù yezhadur. E yezh Kerne-Izel e vez graet stank gant a-benn. Ha meneget eo ivez e Geriadur an Here. A galon. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 16:31 (UTC)Respont
Gwir e vez graet stank gant "a-benn" amañ. Geriadur An Here, 2001 : a-benn : dirak un av (oc'h ober anv eus ar pal). Evit. Skouer : Ober e renkoù a-benn mont en hent. --Ex-Smith 26 Mez 2010 da 16:37 (UTC)Respont
Ya, ar pezh a vank eo daveennoù resis, ha n'eo ket er yezhadurioù e vint kavet. E skridoù YF Jacq marteze? Evit ober plijadur d'an holl e lakain un evezhiadennig er skrid. Bianchi-Bihan 27 Mez 2010 da 07:42 (UTC)Respont

A-benn = evit

kemmañ

Klevet ganin fraezh, gant dek den all, ur gwenaner eus Ar C'hastell-Nevez (tremen 70 vloaz) oc'h ober gant a-benn e-lec'h evit. 92.158.202.243 21 Gou 2010 da 09:27 (UTC).Respont

N'heller ket skrivañ a-benn = evit. A-hend-all e vije posupl lakaat an eil ger e-lec'h egile e kement frazenn a zo. Liesteriek eo ar gerioù ha ne glot ket sterva a-benn gant sterva evit. Da skouer ez eo ur fazi lavaret *ober un dra bennak evit dilun e-lec'h ober un dra bennak a-benn dilun. Evel-just ez eus ur ster boutin dezho o-daou : araogenn da zegas ar pal bet tizhet. Da skouer : Labouret en doa start a-benn tapout e vachelouriezh. Met ne gav ket din e vije bet lavaret pe skrivet a-benn + av da zegas ar pal da dizhout a-raok 1992. --92.158.91.234 23 Gou 2010 da 13:05 (UTC)Respont
Ha perak 1992? Bianchi-Bihan 25 Gou 2010 da 22:53 (UTC)Respont
Geriadur An Here, pajenn 742: kivijer - den zo e vicher kivijañ krec'hin loened a-benn ober lêr ganto. Ma n'eo ar pal, petra eo? Bianchi-Bihan 19 Her 2010 da 07:47 (UTC)Respont
Goude 1992 e oa bet embannet Geriadur An Here. Emañ an holl zisplegadennoù er studiadenn embannet e-barzh Al Liamm niv.378, p.64 : Notenn Yezh : A-benn + anv-verb.--90.49.245.180 21 Her 2010 da 16:33 (UTC)Respont

E / War

kemmañ

Ret e vije skrivañ er blasenn ha neket war ar blasenn? Me 'gav din eo un tammig re brim ar varnadenn pa weler ar skouer degaset evit kadarnaat kement-se. Diskouez a ra ar skouer ec'h implijer "e" gant (ober, mont, kouezhañ...) "pennbouzell/a-bennbouzell", evel ma vez graet evit troiennoù heñvel (palamoutig, a-c'hwen e gein...).--Trec'hlid mitonet 17 Gen 2011 da 09:10 (UTC)Respont

  • Goulennet e oa ur skouer, roet em eus unan.
  • Goude ne gomprenan ket mat.
  • D'am soñj eo mat studiañ sioul ar skouerioù. Gant ober, mont, kouezhañ ec'h implijer a bep seurt: kouezhañ d'an douar, ha war an douar zo, en douar n'anavezan ket. Bianchi-Bihan 17 Gen 2011 da 15:32 (UTC)Respont

«D'am soñj eo mat studiañ sioul ar skouerioù.» Un ali fur ma'z eus unan ha n'eo ket bet heuliet, pa'z out bet o hastañ mont da adlakaat "reolennoù" muioc'h diouzh da c'houd eget diouzh ar brezhoneg (ha disverkañ ar pezh a zisplije dit). 'M eus aon out bet o sevel ur reolenn hollek diwar ur skouer ispisial-kaer. Ha perak pas mont da lavaret: Diwar skouer fall ar galleg e vez lakaet "da" goude ar verb "mont" peogwir e vez lavaret "mont en e goazez", ret eo neuze skrivañ "Mont e Landreger". Gallout a reer mont pell evel-se.--Trec'hlid mitonet 17 Gen 2011 da 21:29 (UTC)Respont

Ma n'eo ket se klask laou e penn an dud n'ouzon ket petra eo. War a seblant e tisplij dit un dra hag a c'halljen bezañ lavaret hag a zo bet skrivet ganit ha ganit hepken. Marteze ez eus traoù all d'ober er wikipedia. Bianchi-Bihan 18 Gen 2011 da 07:53 (UTC)Respont
Setu un doare da zisteraat ar pezh a vez degaset gant ar soñj gwellaat pe sklaeraat an traoù. N'eo ket spered WP d'am soñj.--Trec'hlid mitonet 20 Gen 2011 da 10:07 (UTC)Respont

C'hoant

kemmañ

kinnig a ran skrivañ un dra bennak evel :
Kaout c'hoant ober un dra bennak met c'hoant em eus da ober un dra bennak an hini a vez lavaret, Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, p 274.
Kontant on ma vefe skrivet en ur mod all sklaeroc'h met a-fed yezhadur me 'gav din eo reizhoc'h--Kadwalan 2 Gwe 2011 da 05:08 (UTC)Respont

N'eo ket rei"z"hoc'h. Neuze da skarzhañ. Mat-tre, sklaer, ha difazi, e oa ar frazenn a-raok na oas deuet da lakaat mesk. Bianchi-Bihan 2 Gwe 2011 da 05:11 (UTC) Savet eo ar pennad-mañ evit ar re yaouank a ra ar memes fazi dalc'hmat. Ma vez lakaet mesk ne servij da netra ken. A-hend-all e c'haller ober, en ur bajenn all, un dastumad eus ar frazennoù droch, a gaver el levrioù yezhadur: un toullad am eus dastumet evel an hini a fell dit plantañ amañ. Bianchi-Bihan 2 Gwe 2011 da 05:17 (UTC)Respont
Ret eo adlenn titl ar pennad: n'eo ket ur yezhadur, met un dastumad alioù talvoudus. Teñvalaat pezh zo sklaer zo didalvoud. Bianchi-Bihan 2 Gwe 2011 da 05:20 (UTC)Respont
El levr YBB n'eo ket pajenn 274, met rannbennad 274. N'eo ket gwall sklaer, met n'eo ket aze emañ an dalc'h: wikipedia n'eo ket ul levr yezhadur, evel n'eo ket ur geriadur. Fraezh ha difazi eo ar frazenn skrivet ganin bepred, talvoudus ouzhpenn, servijet meur a wech da reiñ sklêrijenn da yaouankizoù a laboure amañ poent zo bet. Ha bremañ ul liamm davet un toulladig skouerioù ouzhpenn. Bianchi-Bihan 3 Gwe 2011 da 03:46 (UTC)Respont
Sklaer-kenañ eo pa lenner peogwir ez eus skrivet ur bajenn a-bezh. Ha da skouerioù zo mat-tre met ne respontont ket d'ar pezh a lavar Kervella. Goude klask skouerioù ma-unan ez eo hañval ganin e c'hallfe bezañ faos ar pezh zo skrivet e mellad 274 yezhadur Kervella avat. Kavet em eus kentoc'h ar stumm "kaout c'hoant da + verb" evel ma kaver kentoc'h "c'hoant am eus da" (nemet e Bro-Leon e vefe). Setu amañ un nebeud skouerioù a vefe talvoudus evit ar wikeriadur :
  • E Bue ar Zent. Savet gant an Otrou Perrot. Kure Sant-Nouga --Kadwalan 4 Gwe 2011 da 21:32 (UTC)Respont
    • p 152 Kaout c'hoant da vont d'ar baradoz, n'eo netra; an holl o deve ar c'hoant-se.
    • p 348 Diskouez a reas kaout c'hoant da vont d'an Indez
  • Biskoaz kemend all IX, p 8, bremañ n'on ket evid selled outan heb kaoud c'hoant da zislonka ma halon.
  • diwar An aviel zantel hervez Lukas, London 1927 : Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez
  • Emgann Kergidu
  • Ivon Krog, Eur zac’had marvailhou p 16 : met n’eo ket a-walc’h kaout c’hoant da ober vad, red eo ouspenn gouzout hen ober.
  • Morvan Buez ar Zent, 1894, p 188 : Diskouez a eure kaout c'hoant da rei eunn dra bennag d'ann arc'heskop-se
  • G. M. Caroff Sin ar Groaz guechall a sin ar groaz breman, 1869 : kaout c'hoant da chom epad an deiz en ilizou (war liberius.net)
  • Bleuniou-Breïz: poésies anciennes et modernes de la Bretagne - p 224 : Seblantout a ra kaout c'hoant da veza treuzet.--Kadwalan 4 Gwe 2011 da 21:32 (UTC)Respont
N'em boa lakaet nemet un tamm eus ar gargad skouerioù all dastumet ganin, ha techet on da vezañ a-du ganit db displegaduruioù Kervella. Ral-ral eo ar skouerioù hep da, koulz e Leon evel e Treger ha Kerne, ken ral ken e c'haller krediñ int fazioù. Bianchi-Bihan 5 Gwe 2011 da 05:52 (UTC)Respont
daveenn:amañ.Bianchi-Bihan 5 Gwe 2011 da 08:39 (UTC)Respont

Direizh e oa diverkañ ar resisadenn am boa lakat d'ar rannbennad 'Arme, neuze em eus he adembannet, gant daveennoù na c'haller ket nac'hañ.
Ne oa ha n'eus "soñjoù personel" ebet em degasadenn.
Digor d'an holl dud eo ar Wikipedia-mañ evel ar re all, ha soñjoù personel implijer pe implijerez ne ro ket aotre dezhañ/dezhi da skarzhañ labour un implijer all hep abeg splann, resis, displeget ha gwiriadus.

Hepken

kemmañ

Tennet em eus ar gerioù amañ dindan (lakaet gant un den dizanv). Komz a c'haller goude. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gen 2013 da 03:27 (UTC)Respont

N'eo ket gwir.

gruet din hep quen dou prenestr B.n.242

en on lauaret hep quen allas Pm.n.41

soñjal hep-ken e traoù an neñv JKS.67

Kemer a reas hepken ur vazh, un dalm ha pemp pe c'hwec'h maen. HISA.51

resisaat

kemmañ

Digomprenus: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AFazio%C3%B9_stanka%C3%B1&diff=1431366&oldid=1422152 Ret e vije (e vefe. Unan eus fazioù stankañ Bianchi-Bihan.) sklaeraat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2013 da 14:23 (UTC)Respont

Salud deoc'h,
Splann ha reizh eo evidon ar pezh a zo digomprenus evit an implijer amañ a-us ; diezhomm e oa "(n'eus)", tra ken.
Un diforc'h zo etre ret e vije sklaeraat (ne greder ket e vo sklaeraet, gant den ebet), ret e vefe sklaeraat (graet e vo hep mar, ket ganin avat) ha ret eo/e vo sklaeraat (da ober diouzhtu pe d'an abretañ, ha ganin mar gallan). Gwir a skrive an implijer dre "e vije" mar krede dezhañ skrivañ er vann...
"N'eus ket 'met Benead Bihan (pe N'eus ken 'metañ). Ar memes tra eo" (sic). Ma, n'eo ket ; peogwir e tremen an implijer dre ar galleg evit displegañ e soñj, kendalc'homp evit ma komprenfe : "N'eus ket nemet Benead" = Il n'y a que B., "N'eus ken nemet B." = Il n'y a plus que B. 80.12.110.205 18 C'hwe 2013 da 15:50 (UTC)Respont

N'eo ket se a gaver e-touez ar vrezhonegerien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2013 da 17:42 (UTC)Respont

Doare-ober: D'an implijer dianav. Evel m'eo sinet ar pennadoù ne c'hallit ket skrivañ e-barzh skrid unan bennak all, sinet e lavaroù gantañ. M'ho peus un dra da lavaret, skrivit war-lerc'h, ha sinit (gant ho niverenn IP ma fell deoc'h), dre bouezañ war an trede tra a weler a-gleiz en nec'h (kreion). Sklaeroc'h e vo evit al lennerien gouzout piv a lavar petra.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 20 C'hwe 2013 da 08:29 (UTC)Respont

Stummoù direizh

kemmañ

Kentoc'h eget lakaat ul linenn du warno, ne vefe ket gwelloc'h lakaat ur steredenn dirazo evel ma vez graet gant ar yezhoniourien ? Sklaeroc'h din-me e vefe e-keñver al lenn. Ret e vije lakaat un evezhiadenn a-raok evit ar re n'int ket boaz gant arouezioù yezhoniel met din-me e vefe aesoc'h da lenn. Setu ma c'hinnig. A galon Lekemok (kaozeal) 25 C'hwe 2013 da 09:06 (UTC)Respont


Eus

kemmañ

Alioù? https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AFazioù_stankañ&diff=1622218&oldid=1614740 Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 C'hwe 2015 da 15:17 (UTC)Respont

Ya, eus a verk an orin. Orin en e ster ledan avat: unan eus ar re-se, unan eus ar re wellañ, ur gêr eus ar vro. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 C'hwe 2015 da 15:20 (UTC)Respont

DIRAK UR RENADENN-DOAREAN.

594. Gant renadennoù-lec'h o verkañ an orin eo e vez kavet an araogenn a pe eus gant he ster-diazez.
[...].
Tennet eus Yezhadur Bras ar Brezhoneg, (1947).--Prieladkozh (kaozeal) 20 C'hwe 2015 da 15:44 (UTC)Respont

Anvioù hollek

kemmañ

Met pa ne vez ket hollek ar gerioù-se n'eus skoilh ebet : Gwenn pe ruz, n'eus gwin ebet hep loustoni kimiek. Gwin zo un anv-hollek, e-giz ar ger dour.

Fest / Gouel

kemmañ

« Ur fest zo un abadenn. Pa vez lavaret "gouel" e vez graet anv eus an deiz. » ; « Ur gouel (Gouel Yann, Gouel Nedeleg, Gouel ar Brezhoneg) zo un deiz eus ar bloaz. Ur fest a zo un abadenn : festoù-noz zo, festoù-deiz ivez. » Diwir eo kement-se ; gwelout GBAH : heñvelster eo Fest2 ha Gouel 2. — 90.32.240.141 22 Du 2019 da 20:45 (UTC)Respont

Kornog, kornôg, kornaoueg, ha kornok, kornôk, kornaouek

kemmañ

« Skrivet e vez ar c'hornaoueg pe ar c'hornôg, evel ma vez skrivet genaoueg, distaget genôg e kornioù zo.
Hag evel ma vez skrivet genaouek ivez e vez skrivet kornôk ha kornaouek, stummoù a gaver er geriadurioù.. »

Jener

Gourel pe venel eo kornaoueg ha kornôg : ar c'hornaoueg/gornaoueg, ar c'hornôg/gornôg ; gwelit amañ hag aze.

Anv-gwan

Un anv-kadarn eo genaoueg, un anv-gwan eo genaouek, met n'eus ket eus *kornaouek ha *kornôk.
Kornôgel, -kornôg eo an anvioù-gwan.
Setu amañ diwar-benn kornok, kornaouek hag occidental e meur a c'heriadur.

  • Catholicon 1499 : kornok ; kornaouek
  • Harinkin 1699 : kornok ; kornaouek
  • Troude 1869 : occidental, adj. Les Indes occidentales, Indez ar c'huz-heol.
  • Troude 1876 : kornok (kornôk), adj. V. Ahuel gornok, vent du sud-ouest. ; kornaouek
  • Ernault 1904 : kornok ; kornaouek
  • Vallée 1931 : occidental -kuz-heol, -kornog, -gek, gat
  • Hemon 1943 : kornok a. occidental ; kornaouek
  • Herrieu 1981 : occidental
  • Imbourc'h 1983 : occidental
  • Ernault 1984 : kornok ; kornaouek
  • Hemon 1985 : kornok a. occidental ; kornaouekoccidental j. kornok ; kornogel ; kornogat ; m. kornogad
  • Hor Yezh 1994 : kornok ; kornaouekoccidental
  • An Here 2001 : kornok ; kornaouek
  • Ménard 2012 : occidental ~ ar c'huzh-heol ; koenôgel ; kornôgat ; ~kornôg. •sub. kornôgad m. kornôgiz.
  • Al Liamm 2014 : kornok ; kornaouekoccidental -kornôg, kornogel, ar c'huzh-heol

E Troude (1 skouer gwenedek) hag e Hemon hepken emañ *kornok ; neblec'h n'emañ *kornaouek. --90.32.114.134 23 Du 2019 da 11:30 (UTC)Respont

  • 1947, Yezhadur bras ar brezhoneg, § 858 "an tu kornaouek, ar gornaoueg."
  • 1948, Al Liamm niv. 6, p. 45 "e penn kornaouek tolzennad menezioù Dulenn" (Kerlann) ; p. 75 "ar broioù kornaouek"
  • 1976, Splet an henvrezhoneg evit ar yezh arnevez, p. 1 "e'n tu kornaouek d'ur regenn"
  • 1996, Lavar 09, p. 418 "er yezhoù kornaouek" (G. Pennaod)
92.135.68.144 23 Du 2019 da 12:37 (UTC)Respont

Tremen

kemmañ

Ret e vo adwelout an traoù faos ijinet gant hor mignon dianav. Tremen a vez implijet db an istorioù gant meur a skrivagner :

  • ... me a wele kant lev tra-dro, holl kement a dremene war an douar ha war ar mor, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 76.)
  • ... hag ar c'hog aour-se a wel ac'hane holl kement a dremen war douaroù ma zad, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 82.)
  • ...hennezh a lâr din kement a dremen hag a vez graet 'barzh ma zi. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 12.)
  • Diwar ur pondalez-prenestr, dreist-holl, evel ma c'hoarvezas ganin sellout outañ, ho pije merzet ez-resis penaos e tremenas an traoù. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 27.)

Mat e vo sellout a dostoc'h ouzh ar sorc'hennoù all a c'hallfe bezañ bet lakaet gantañ amañ hag ahont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Du 2019 da 12:58 (UTC)Respont

Klevet am eus ivez tremen e-barzh ar skinwel, pezh a seblant din dont eus ar galleg. Petra a lavarfes? Huñvreüs (kaozeal) 1 Kzu 2019 da 11:26 (UTC)Respont
Me ne spontfen ket gant se. A-hend-all e vez lavaret bezañ gwelet (e benn) /klevet (e vouezh) er skinwel/skingomz, vezañ bet o kaozeal er skinwel... Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Kzu 2019 da 12:48 (UTC)Respont

Mont ha tremen

kemmañ

Adkrog eo ar glabouser "dizanv" (ha kalonek!) gant e sorc'hennoù:

Distreiñ da bajenn "Fazioù stankañ" ar raktres.