Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/Diell klemm meven

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Y-M D e kaozeadenn Un evezhiadenn bennak

Un dra vat eo bezañ savet an diell-mañ. Ne vefe ket fall ouzhpennañ respont Fulup (peoc'h mar plij), hini Y-M D hag hini Bianchi-Bihan. Da lavaret eo Dilez, Peoc'h mar plij ha Kinnigoù. Evit ma vefe klok an diell. Mod-se pa glasko tud kompren en dazont, pe tud a n'o defe ket heuliet pep tra, e vo aesoc'h dezho. Trugarez --Y-M D 26 Her 2009 da 17:57 (UTC)Respont

Graet Graet. Neal (Kaozeal) 27 Her 2009 da 06:16 (UTC)Respont

Un evezhiadenn bennak

kemmañ

Ne fell ket din lakaat ma fri en aferioù ar verourien, met peogwir e vez meneget ma anv e larin ma soñj db ur poent be zaou.

A-du emaon evel just pa vez lavaret eo da bep wiki d'ober war-dro e aferioù diabarzh. N'eo ket bet ali an holl atav: [[1]]
Ne gomprenan ket neuze perak e red ar verourien d'ar wiki gall evel da Ganossa, da gontañ munudoù ar mont en-dro amañ : pe ez int hon aferioù diabarzh pe aferioù ar wiki gall?
Lenn a ran J'ignore ce que Meven a écrit, mais je vais essayer d'aller voir. Mat e vije gouzout, ha lenn a-raok respont. Gwelloc'h e vije c'hoazh d'am soñj ma ne vije nemet un den o komz en anv an holl verourien hag en anv hon wikipedia.
Me ne welan met un dra d'ober: emren pep wiki, goulenn diganto diverkañ eno kement tra ha n'eo nemet gwallgomzoù ha labezañ tud ar wikipedia brezhonek (anvioù merourien meneget).
Da ziwezhañ: n'eo ket ret krediñ kement tra a lavar Meven. N'eo ket ret krediñ kement tra a gont tud ar wiki gall ivez, dreist-holl mignoned vras hon yezh, ar re zo bet dibabet da gofesourien gant M, hag a weler oc'h ober un degemer kaer dezhañ. Gwir eo n'eo ket ken alies o devez tro da ziskouez karantez ouzh ar vrezhonegerien. Bianchi-Bihan 27 Her 2009 da 08:36 (UTC)Respont
Ar gwir ac'h eu da lâret da soñj, evel-just. Hag implijet ganit ar bajenn-gaozeal evit hen ober, anezhañ al lec'h dereatañ. Gwir eo n'eo ket dav mont da dislavar tra pe dra war ur wiki all. Pa'z taget war eeun ha livet gevier diwar ma fenn-me avat e kav din em befe ar gwir d'am difenn d'an nebeutañ. Un dra vat eo vez d'am soñj bezañ bet roet o soñj war ar wiki e galleg ar wezh-mañ evit klask mirout ouzh an afer d vont pelloc'hig. A galon, Neal (Kaozeal) 27 Her 2009 da 14:06 (UTC)Respont
A-du ganit penn da benn. Bianchi-Bihan 27 Her 2009 da 14:34 (UTC)Respont
Dre vras hon a-du gant ar pezh a zo bet lavaret ganeoc'h a-us. Gwelet 'm eus en doa kinniget Fulup mont e darempred gant Meven evit gwelet gantañ (ha ganeomp) petra ober. Ne seblant ket an holl bezañ a-du, ha komprenus mat eo. Evel m'en deus lavaret Fulup eo ret gwelet ha talvoudus eo bet labour Meven memestra. Me 'zo bet d'ober un dro da welet petra en doa graet, ha seblantout a ra din ne oa ket didalvoud kennebeut e labour war hor wiki-ni. Me 'vefe kentoc'h a-du evit ma vefe komzet gantañ ha distanket ma 'z eo sioulaet, met eveljust e seblant din pouezus e chomfe evezhiet mat ar pezh a raio goude. Setu va ali, met d'am soñj e rank bezañ sur al lod vrasañ evit en ober, hag evit ma yafe mat en-dro. A galon --Y-M D 27 Her 2009 da 16:40 (UTC)Respont
Distreiñ da bajenn "Kumuniezh/Diell klemm meven" ar raktres.