Kaozeadenn Wikipedia:Pennadoù eus an dibab

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Kinnigoù

Perak mont da ijinañ ur ger nevez evel uhelberzh, pa c'heller ober aes gant doareoù eeun, evel pennadoù eus an dibab, pennadoù a-zoare, pennadoù a-feson, pennadoù dibar, evel ma lavarer Exzellente Artikel en alamaneg pe Os melhores artigos e portugaleg ??? Ar ger nevez implijet amañ zo diezhomm-kaer. Klaskomp bezañ komprenet gant an holl, da lavaret eo greomp gant brezhoneg an holl.--Llydawr 30 Gen 2006 da 17:27 (UTC)Respont

  • Ne gave ket din e oa diaes ar ger-mañ da gompren. Unan eus dibarderioù ar brezhoneg eo bezañ gouest da sevel gerioù diouzh an ezhomm diwar elfennoù anavezet. Er pennad e ran ivez gant ar gerioù pennadoù a-feson pe dispar. Kavout a rae din ne oa ket fall ober gant ur ger un tamm uheloc'h e live. Graet em eus ur c'hinnig, mar ne blij ket ez eus tu da cheñch, ne vin ket chalet evit kelo-se. --Fulup 30 Gen 2006 da 18:21 (UTC)Respont

Gerioù, hag arouezioù

kemmañ

N'em boa ket taolet evezh a-raok e oa bet kaoz eus anv ar bajenn, ha mat eo e oa bet kemmet gant furnezh. Mat e vije kemm an arouez kinniget ivez: ar steredennig a gaver er wikioù all zo tra-walc'h, n'eus ket ezhomm a vedalenn. A-hend-all e savan enep diverkañ linennoù (er bajenn-mañ evel er re all ), ne vern e pe zoare (diverkañ lipr pe barrennañ hep mui): lenn istor ar bajenn a zo gwir pep hini. Da vihanañ, ra vo goulennet ali an holl a-raok ober. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 23:09 (UTC)Respont

Kinnigoù

kemmañ

Mat e kavan e vije klasket lakaat reolennoù d'an doare ma vez roet "steredennoù" d'ar pennadoù (d'an nebeutañ 5 ali a-du, hep enebadur kreñv). Un evezhiadenn a rin (ha n'eo ket tamm ebet un ali a-enep pe a-du) : ar pennad kentañ zo bet meneget war ar bajenn (Lizherenneg arabek) a oa gwechall ur c'hinnig. Tremenet eo bremañ ([1]) e roll ar pennadoù eus an dibab, hep na vije bet tud o reiñ o alioù... Gwelloc'h e vije bet ober evel a ginniger bremañ ha gortoz kaout meur a ali, a-raok divizout lakaat anezhañ da bennad eus an dibab. --Llydawr 12 Kzu 2007 da 22:02 (UTC)Respont

Daou bloaz 'zo ez eo bet lakaet ar pennad-mañ "eus an dibab", ne ouian ket penaos (ne oan ket oberiant war wikipedia d'ar mare-se c'hoazh). Ar reolennoù na oa ket ar memes re moarvat... Ma gav dit n'eus ket ul live uhel a-walc'h gant ar pennad, e c'hellfez goulenn e vefe tennet ar mennad.  Benoni (Kaozeadenn) 12 Kzu 2007 da 22:12 (UTC)Respont
Iskis em boa kavet ivez, met n'em boa lavaret netra. Met pa welan en un tu e oa bet graet e miz Eost 2007 hag e konter dimp en tu all eo c'hoarvezet 2 vloaz zo, e karfen kompren penaos eo posubl. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2007 da 08:48 (UTC)Respont
Sellet ouzh istor Rummad:Pennadoù eus an dibab ha Lizherenneg arabek, ha ma z'out trubuilhet c'hoazh, goulenn muioc'h a ditouroù digant Fulup.  Benoni (Kaozeadenn) 13 Kzu 2007 da 10:48 (UTC)Respont
Evel kalzik a dud all e ran ar c'hemm etre trubuilh ha c'hoant kompren.
Setu pezh am boa kavet pa'm boa klasket neuze, hag welan c'hoazh: [[2]].
Neuze e komprenan n'eo ket daou vloaz zo, hag e kavan iskisoc'h c'hoazh e larfes ne ouifes ket penaos. Met sklaer a-walc'h eo din, ha n'em eus ket ezhomm displegadurioù all.
Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 Kzu 2007 da 10:52 (UTC)
Met biskoazh kemend-all, na yi ket skuizh morse klask reuz??? Sellet amañ : [3], ur furm eus ar bajenn eus ar 26 a viz Gwengolo 2005. Asantiñ a rin da zigarezioù.  Benoni (Kaozeadenn) 13 Kzu 2007 da 11:11 (UTC)Respont

Aesoc'h eo fuloriñ eget displegañ. Ha kalz aesoc'h komz eus reuz, tagadennoù, ha me oar-me petra c'hoazh, evit kaout digarez da serriñ kont ur c'henlabourer, eget reiñ un displegadur. Evit lakaat disfiz, n'eus ket gwelloc'h. Se zo kaoz n'eo ket ret krediñ eo ouzhit e ran goulennoù, tud all zo hag a oar kaozeal. Ha kazh skaotet a oar petra eo an dour bervet. Goude klask hiroc'h, hervez da alioù ken hegarat, em eus kavet e oa bet lakaet da bennad eus an dibab adalek an deiz kentañ. Ha klask a rin kompren ma-unan petra a oa c'hoarvezet e miz Kerzu 2006. Respont diezhomm. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2007 da 11:53 (UTC)Respont

Distreiñ da bajenn "Pennadoù eus an dibab" ar raktres.