Kaozeadenn Wikipedia:Pennadoù mat

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Lekemok e kaozeadenn Ha pa ne gaver ket ur pennad mat ken

Kinnig a ran n'hallfed ket lakaat e-touez ar pennadoù mat ar pennadoù ha n'int nemet listennoù, ha n'eus ket gwir labour skrivañ enne. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 09:32 (UTC)Respont

Ya, evel-just. Forzh penaos, n'eus riskl ebet e votfe an dud evit seurt pennadoù. Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 11:21 (UTC)Respont
Ha kinnig a ran ober heñvel gant patromoù ha porchedoù. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 17:24 (UTC)Respont
A-du evit al listennadoù. N'on ket tre a-du avat gant ar patromoù hag ar porchedoù: lod a zo bet kinklet brav gant kalz a strivoù ha talvoudus-tre a c'hellont bezañ evit mont d'an eil pennad d'egile en un doare aes ha poellek hag evit kaout ur sell ledan war un dachenn bennak. N'enebiin ket ouzh ar fed ma vefe divizet difenn kinnig porchedoù ha patromoù evit dont da vezañ "pennadoù mat", met kavout a ra din ez eus abegoù a-leizh evit gallout votiñ evite koulz hag evit pennadoù rik. Neal (Kaozeal) 16 Kzu 2007 da 17:39 (UTC)Respont
Arabat lakaat ar patromoù da bennad mat evel-just: n'int ket pennadoù met oustilhoù. Difenn a ran avat ar gwir da lakaat ar porchedoù da bennad mat: kalz a labour a zo a-dreñv ur porched savet mat, kement hag a-dreñv ur pennad savet mat; talvoudus int evit evit pinvidigezh wikipedia; ha lakaet e vezont da bennad mat pe a feson war ar wikipediaoù all. Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 18:17 (UTC)Respont

Marteze e c'hallo an dud all reiñ o ali. Lavaret e vez eo arabat meskañ torchourioù ha serviedennoù: ar patromoù ha porchedoù n'int ket pennadoù (da lavarout eo pennadoù-skrid) e-maez ar wikipedia, met ma fell d'ar brasañ niver e vijent... Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 18:34 (UTC).Respont

N'eus nemedout o komz eus patromoù. Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 19:21 (UTC)Respont
evel em eus skrivet dija n'on ket gwall chalet ma c'hellfe ar patromoù hag ar prchedoù bezañ lakaet da "bennad" mat. E gwirionez n'on ket gwall chalet gant afer ar "pennadoù mat" dre vras. P'em boa skrivet evit difenn gallout lakaat patromoù da "bennadoù" mat e oan o soñjal e patromoù evel hemañ bet ur sapre torr-penn e sevel ha deuet brav a-benn ar fin d'am soñj. evel-just er-maez eus wikipedia (e geriadur Roparz Hemon da skouer...) ne vez ket lakaet patromoù ha porchedoù da benandoù abalamour d'un abg aes-tre da gomp`ren - n'eus ket anezhe. Neal (Kaozeal) 16 Kzu 2007 da 19:52 (UTC)Respont
N'on ket gwall kendrec'het gant ar menoz lakaat patromoù da "bennad mat" pe "a-feson": kentoc'h lakaat ar pennadoù a implij patromoù graet mat da pennad mat pe a feson. Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 20:06 (UTC)Respont

Penaos ober ?

kemmañ

Lakaet eo war ar bajenn ez eo ret bezañ merour evit ober war-dro an traoù. Bremañ ez on bet dilennet da verour. Menet on neuze ober war-dro. Met karout a rafen gouzout d'ho soñj evit peseurt "koñdisionoù" e c'heller envel ur pennad mat. A galon --Y-M D 15 Kzu 2009 da 12:52 (UTC)Respont

Taol ur sell war : [1] hag ivez [2] --Ex-Smith 15 Kzu 2009 da 14:56 (UTC)Respont
Pennadoù mat da dreiñ. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2009 da 18:11 (UTC)Respont

Ar pezh am eus lennet a zo e rank ar pennadoù doujañ da reolennoù wikipedia, evel-just, bezañ neptu, gant ul live yezh dereat, kaout danvez talvoudus ennañ... Evit ar pezh a denn d'an dibab e vez kinniget ganto (er Wiki gall) :

  • Tizhout "5 mouezh a-du d'an nebeutañ ha 66% a votoù a-du evit bezañ dilennet da bennad vat".
  • El liamm da heul e kavoc'h ar reolennoù evit ar pennadoù eus an dibab [3], hag a zo strishoc'h evel-just.

Me gav din ez eo re uhel ar vevennoù-se da geñver oberiantiz hor wiki-ni, mod all ne vo morse a-walc'h a dud o votiñ ha ket a bennadoù mat. Me gav ez eo pouezus en defe Wikipedia brezhonek pennadoù mat evit pouezañ war danvez ar pennadoù hag ivez evit kalonekaat ar re a ra al labour klok da genderc'hel war an hent-se. Ur benveg efedus e vefe ivez evit renabliñ ar pennadoù bouetet mat evit an implijerien a vefe o klask titouroù. Soñjal a ran en un dra ziwezhañ, un elfenn dedennus e c'helfe bezañ ivez evit gouzout perta ha penaos donaat ar pennadoù n'int ket dispar evit c'hoazh, dre an eskemmoù a vefe. Ur gwir keflusker lies e c'helfe bezañ ar raktres pennadoù mat ha pennadoù eus an dibab. Dedennet bras 'vefen kaout alioù evit gouzout penaos merañ an traoù ha gouzout petra soñj an dud eus ar raktres-se ? A galon ha trugarez --Y-M D 4 Gen 2010 da 20:32 (UTC)Respont

Adlañs

kemmañ

Ma, klazig a draoù a oa bet boulc'het amañ, met betek-henn n'eus pennad ebet a oa bet lakaet da "bennad mat", ha lod anezho a c'hortoz abaoe c'hwezek vloaz zoken ! A-raok plantañ reuz e pep lec'h e felle din kaout alioù ar gumuniezh war ar mod da lakaat ur pennad da bennad mat, e-keñver ar c'haozeadennoù bet graet gwezhall (en nec'h). Ma vije lavaret e vezo lakaet "mat" ur pennad ma vez tapet gantañ teir mouezh ouzhpenn d'ar re a-enep, (evel kinniget war ar bajenn), mat eo deoc'h pe re vrokus e vije ? Roit ho soñj ! --  Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 21:28 (UTC)Respont

N’eus ket kalz tud er gumuniezh evit poent. Marteze e c’hallfemp ober evel er wiki saoznek: gallout a ra pep hini (war-bouez ar re o deus labouret war ar pennad) lakaat ur pennad da «vat», en ur zoujañ da reolennoù resis (hervez reolennoù diazez Wikimedia, evel-just): yezh, daveoù, hag all. Rankout a ra an implijer merkañ, er bajenn gaozeal, hag-eñ eo mat pep poent e roll ar reolennoù, ha perak (petra a vank…). Din e seblant kement-se dedennusoc’h evit ur votadeg ma vez roet alioù, alies hep abeg resis ebet. Huñvreüs (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 03:59 (UTC)Respont
Ya, aesoc'h e vije da verañ moarvat. Ar pezh a zo d'ober e vije sevel kriterioù resis da lakaat ur pennad da vezañ mat, ur seurt kael kea. Klask a rin dozviñ ur c'hinnig a-raok fenoz diouzh ar pezh a vezer kustum d'ober e lec'h all. --  Lekemok (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 12:05 (UTC)Respont

Karta ar pennadoù mat

kemmañ

Loc'hañ a ran diwar reolennoù ar wikipedia saoznek, a seblant bezañ dereat din. Un nebeud traoù da gemm marteze, deoc'h da lavaret.

C'hwec'h kriter ar pennad mat

Ur pennad mat zo :

  1. Skrivet brav :
    1. Sklaer eo an destenn, kompren a reer buan, tout an dud a c'hell kompren. Skrivet eo diouzh reolennoù yezh ar brezhoneg, hag e peurunvan ;
  2. Gwiriekaat a c'heller ober, ha n'eus tamm enklask nevez ebet.
    1. Ul listennad mammennoù zo, kinniget sklaer.
    2. An arroudennoù zo bet tapet diwar mammennoù sirius, ha pa vije kaozioù un den, stadegoù, embannoù kontrol d'ar pezh a ouezer hag a c'hell bezañ tabutet peotramant danvez diwar-benn an dud bev c'hoazh. Ar pennadoù skiantel a rankfe heuliañ penn-reolennoù embann ar skolioù-meur ;
    3. Ne'z eus ket a enklask nevez ;
    4. N'eo ket bet torret reolennoù ar c'hopyright ha n'eus ket bet a fripiñ (laeret danvez enklaskoù unan bennak hep menegiñ eus a belec'h e teu) ;
  3. Ledan e chom an dachenn :
    1. Kaoz a zo eus perzhioù pennañ ar sujed ;
    2. Chom a ra koñsañtret war ar sujed hep mont re dre ar munut (a c'hello bezañ danvez ur pennad all).
  4. Neptu : skeudennet eo ar savboentoù en ur mod feal, hep bezañ biziezet, o lakaat kempouez etrezo.
  5. Stabil : ne cheñch ket kalz a zeiz da zeiz abalamour m'emañ war ar stern c'hoazh peotramant ez eus ur brezel-embann pe tabut warnañ.
  6. Skeudennaouet, ma c'heller, gant a-bep seurt mediaoù : skeudennoù, video, son.
    1. Kinniget eo ar mediaoù gant statud o c'hopyright ;
    2. Gwiriekaet eo hag-eñ e c'heller implijet anezho ;
    3. Klotañ a ra ar mediaoù ouzh danvez ar pennad, hag alc'hwezet mat int.

Un diazez interesant eo me gav. Pa vezo kadarnaet ganeoc'h e c'hello pep hini eilañ ar garta-se ha displegañ perak e touj ar pennad d'ar c'hriteroù-se. Petra a soñjit ?

--  Lekemok (kaozeal) 10 Ebr 2022 da 12:47 (UTC)Respont

Eilañ a rin ar gaozeadenn en davarn warc'hoazh, da gaout muioc'h a alioù. --  Lekemok (kaozeal) 17 Ebr 2022 da 13:18 (UTC)Respont
N'eus ket bet kalz a alioù. Mat eo evel-se neuze ?   Lekemok (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 10:45 (UTC)Respont

Ha pa ne gaver ket ur pennad mat ken

kemmañ

Petra ober pa lenner ur pennad «mat» ne gaver ket mat? D’am soñj e tlefe an implijer:

  • Gwellaat ar pennad, mard eo posubl
  • Embann e soñj er bajenn gaozeal, ha marteze en ur bajenn a-ratozh, da skouer Wikipedia:Pennadoù mat/Tabutoù
  • Lakaat sklaer, gant arguzennoù resis, an elfennoù n’int ket mat (ken): daveoù, skeudennoù, yezh?… Marteze leuniañ ar furmskrid implijet evit lakaat ur pennad da vat, ma ’z eus unan.
  • Reiñ amzer evit gwellaat ar pennad (7 deiz?)
  • Goude se, ma n’eo ket mat ar pennad c’hoazh, goulenn tennañ ar stered.

Petra a soñj deoc’h? Huñvreüs (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 09:18 (UTC)Respont

Primoc'h out bet egedon, c'hoant 'moa da lakaat ar gaoz war an dra-se pa vezimp a-du war petra eo ur pennad mat. Lod eus ar c'hinnigoù ne gavan ket dreist-ken.
A-du on penn-da-benn gant ar mod d'ober kinniget amañ.   Lekemok (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 09:47 (UTC)Respont
TABUT (où) : querelle , geriadur AL LIAMM Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 10:30 (UTC)Respont
Petra a gaver er geriadur-mañ evit treiñ contestation:? Huñvreüs (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 10:37 (UTC)Respont
Rendael, https://br.wiktionary.org/wiki/rendael; nagennerezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 12:20 (UTC)Respont
Marteze n’eus ket ezhomm div bajenn. Ur bajenn, da skouer Wikipedia:Pennadoù mat/Kinnigoù, a c’hellfe bezañ a-walc’h: pa vez graet ur ginnig war he dro a c’hell ar pennad bezañ lakaet da vat, pe tennet ar stered digantañ. Huñvreüs (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 11:55 (UTC)Respont
Ya, ur bajenn rannet e div logenn, kinnigoù eus un tu ha pennadoù ne vefent ket mat ken eus an tu all zo trawalc'h.   Lekemok (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 21:09 (UTC)Respont
Distreiñ da bajenn "Pennadoù mat" ar raktres.