Kaozeal:Allen Ginsberg

Evezhiadenn diwezhañ: 4 bloaz zo gant Lekemok e kaozeadenn Savboent personel ?

Databox (titl lakaed ouzhpenn gant Lekemok e miz Meurzh 2020

kemmañ

Ha chom a ray an « Databox » er mod-se, galleg sof-kont e-barzh ?--Prieladkozh (kaozeal) 15 Mez 2019 da 09:54 (UTC)Respont

Salud Prieladkozh ha Keritiad ! Tu zo deoc'h da zrein ar gerioù-se? (ezhomm m'eus sikour, n'on ket barrek a-walc'h e brezhoneg evit ober-se va unan). A galon, VIGNERON (kaozeal) 17 Mez 2019 da 10:19 (UTC)Respont

Savboent personel ?

kemmañ

Lakead on diaez un tamm gant ar frazenn-se : "Ezel e oa eus NAMBLA, un aozadur gouestlet da zigastizelañ ar vaboriadezh. Daoust da gement-se eo bet embannet digudenn barzhonegoù gantañ e-barzh Al Liamm e 1992 pe c'hoazh e-barzh Al Lanv e 2020." Me 'gav ganen ez eus ur savboent personel amañ (daoust ma komprenan anezhañ). Daoust hag-eñ ez eus bed mouezhioù o sevel a-eneb e vije embanned, pe e 1992 pe ar bloaz-mañ ? Daoust hag-eñ ez eus bed pennadoù ewid klemm abalamour ma oa bed lakaed e oberenn e brezhoneg ? Kinnig a ran dispartiañ an div frazenn mod pe vod ewid plaenaad ar savboent personel a santan amañ, da skouer :

Embannet eo bet barzhonegoù gantañ e-barzh Al Liamm e 1992 pe c'hoazh e-barzh Al Lanv e 2020.

Ezel e oa eus NAMBLA, un aozadur gouestlet da zigastizelañ ar vaboriadezh.

pe, ma kawor daveennoù a ziskouez penaoz e oa sawed mouezhioù pa oa bet embanned e brezhoneg :

Embannet eo bet barzhonegoù gantañ e-barzh Al Liamm e 1992 pe c'hoazh e-barzh Al Lanv e 2020, ar pezh en deus savet reuz abalamour ma oa ezel e oa eus NAMBLA, un aozadur gouestlet da zigastizelañ ar vaboriadezh.

Petra a soñjit eus kement-mañ ? --Lekemok (kaozeal) 31 Meu 2020 da 17:51 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Allen Ginsberg".