Kaozeal:Apollon

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Benoni e kaozeadenn Diverkañ

Mojennoù Hellaz

kemmañ

Gant sevended em eus graet e-keñver da labour atav : reizhet 'm eus tra pe dra evel ma vez aotreet da neb implijer. Ar pezh a welan eo bet savet ar rummad mojennoù Hellaz pa oa dija Rummad:Mitologiezh gresian:mitologiezh gresian. Unan anezho a vo diverket deiz pe deiz, met n'eus ket mall. Ma rafen an dra-se gant galloudoù ar merour e goulennin ali an holl (met, 'm eus ket ket resevet galloud ebet c'hoazh).
E-touezh ar reizhiadennoù 'm eus graet da Apollon pe Herakles ez eus doareoù hengouniel evit treuzskrivañ gerioù gresianek : y > i (n'eo ket poellek e-keñver an υ, upsilonn, met evel-se emañ), chom hep lakaat ar iota da j (Deianira)ha chom hep mirout skejoù ar gallek evel just. Ne welan ket peseurt kudenn a sav eus mont war roudoù ar skrivagnerien vrezhonek. Degouezhioù all a vo evit ober kendivizoù war doareoù dibaotoc'h. Atav e vezan souezhet pa seblantout a ra din e reez evel ma n'eus ket bet treuzskrivadurioù diwar ar gresianeg a-raok m'eo bet savet ar wikipedia brezhonek.--Ch. Rogel 25 Kzu 2006 da 22:57 (UTC) --Ch. Rogel 26 Kzu 2006 da 18:02 (UTC)--Ch. Rogel 26 Kzu 2006 da 18:02 (UTC)Respont

Aotre merour

kemmañ
Ne vez ket aotreet kemm da bep implijer hervez Benoni.
Ne blij ket din Rummad:Mitologiezh gresian:mitologiezh gresian, dreist-holl gant ar fazi zo e-barzh. Keit ha ma krouin-me pennadoù e tibabin-me pelec'h o renkin. --Ch. Rogel 26 Kzu 2006 da 18:02 (UTC)Respont
N'anavezan ket an "treuzskrivadurioù" a venegez. Ma kav dit n'eo ket graet mat ma labour e c'hallez lavarout, ha dispakañ arguzennoù resisoc'h.
Kavout a ran (a raen, echu eo evidon) gwelloc'h treiñ pennadoù, ha klask o echuiñ a-raok mont d'ober trouz war stumm ar ger-mañ-ger. C'hwi 'gav gwell ober 'mod all, ha klask tabut adalek ar ger kentañ un tamm a-dreuz hervezoc'h. Tabutit eta, ha mirit ouzh an dud da grouiñ: buanoc'h ez ay war-raok sur-mat.
Te a grog gant kalz pennadoù, hep o echuiñ (Apollon, gresianeg, inizi Ionian. Me a glask mont betek penn muiañ ma c'hallan. Pep hini e stumm da labourat.
Ne savan ket pennadoù en un taol atav eveldout eta: ne gavan ket souezhus e chomfe Déjanire e-pad un devezh bennak, amzer din da studiañ an afer a dost. Ganit e chom Apollon, gresianeg ivez da echuiñ.

Bianchi-Bihan 26 Kzu 2006 da 02:21 (UTC)Respont

"Arabat lavar n'eus forzh petra"

kemmañ
Arabat lavar n'eus forzh petra: n'em eus ket difennet ouzhit labourat war pennad pe pennad, met lakaat da c'heriaoueg dit-te, hep goulenn ali ar re all: perak lakaat gregach pa oa bet dibabet gresianeg gant Ch. Rogel? Perak adanvañ Apollon, pa oa oa Apollo? Ha pa vije d'am soñj dereatoc'h e keñver ar brezhoneg skrivañ Apolo, evel e meur a yezh all, hag hervez distagadur ar brezhoneg. Da blijadur dit-te a zo lakaat reuz war ar wikipedia hep kenlabourat gant ar re all. Da skouer: perak na gemerez morse perzh er c'hendivizoù reoliata?Benoni 26 Kzu 2006 da 10:13 (UTC)Respont

Arabat lavar n'eus forzh petra: Ar memes ali a c'hallan reiñ dit. Pa skrivez DB Egipt e rez gant da c'herioù? Me a ra ivez. Ne blij ket dit? Ne ran forzh. Da soñj-te ne dalv nemet evel hini un den. Ma labouran war ur pennad e ran gant ar gerioù a blij din. Pe ne ran ket war e dro.

Kemm a ran Apollo peogwir eo ur stumm latin, hag emaomp o komz eus an doue hellazat: poellekoc'h e kavan, ha souezhet on ne vije ket gwelet se gant Rogel. D'am soñj ne c'hall ket bezañ kontrol, hep en em zislavarout. Peurvuiañ e vez kentelioù gregach gantañ, marteze e tisplego dit e zibab. Meur a yezh a ra gant "Apolo"? ha meur a hini gant Apollon ivez. Met un dra dister eo. Kemm ma kerez. Me ne roan urzh ebet. Bianchi-Bihan 26 Kzu 2006 da 10:28 (UTC)Respont

Latin, gregach

kemmañ

Me ouie mat-tre eo latin ar stumm (te a welo ar perag), met ne ouien ket pehini a zo bet implijet gant tud Walarn, setu perak em eus kemeret an hini nemetañ a anavezan sachet diwar ur c'han ha diskan kanet e Poullaouen, Apollo, Merkurius, Venus ha Jupiter. Ur wech ouzhpenn e resisan n'on ket evit ijinañ, nemet e degouezhioù rouez-tre. Pa kavin un destenn diwar zorn un den desket mat e rin ganti. A-hent-all ne dalvez ket ar boan kemmañ en aon ma vo kemmet en-dro (gant ar stumm Apolo, piv oar?).
Ne gomprenan ket ar c'hoari gant Benoni hag eñ o c'houlenn ma ne vo chañchet traoù a-bouez hep lakaat un notenn war ar bajenn gaozeadenn evit ar re o deus boulc'het gant ar pennadoù. N'eo ket ur sujed evit tabutal, un afer sevended eo. Koulskoude ne 'm eus ket graet brezel skridaozañ (brezel embannerezh a zo saoznek ha direizh) morse, rak tud all a zeuio evit adkempenn an traoù (n'eus pennad echu ebet).--Ch. Rogel 26 Kzu 2006 da 18:02 (UTC)Respont

Kanaouenn

kemmañ

Ma komzez eus ar ganaouenn kanet gant ar vreudeur Morvan, e kredan eo "Apollon" a deu gante, met gwir eo e vije komprenusoc'h ma vije pevar anv latin er ganaouenn. Ne gredan ket e vije gwall nec'het ar ganerien gant se avat, met gallout a ri goulenn digante er c'hentañ fest-noz  . Diwar ar ganaouenn e vo ret sevel ur pennad Merkurius? Evit kemm an anv Apollo em eus kredet e oa ken splann (evel gant Georges Orwell) ma ne oa ket un afer a sevended met un afer a boell. Bianchi-Bihan 26 Kzu 2006 da 18:20 (UTC)Respont

Diverkañ

kemmañ

Graet eo bet : [[1]] gant n'ouzon ket piv. Difennet eo diverkañ skridoù ar re all er pajennoù kaozeal: Wikipedia:pajenn gaozeal. Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 22:46 (UTC)Respont

Un ip dizanv eo... Ar pezh a zo bet diverket a zo da vezañ adlakaet. Arabat gortoz e vefe graet gant unan all...  Benoni (Kaozeadenn) 16 Gen 2008 da 23:14 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Apollon".