Kaozeal:Azawad

Evezhiadenn diwezhañ: 12 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Abred ?

Abred ?

kemmañ

N'eo ket re abred ober ur pennad "Azawad" evel pa vefe ur stad dizalc'h gwir ? N'eo ket sklaer an traoù dija, marteze e vefe gwelloc'h deomp gortoz un tamm ? Evit kaout ur stad gwir, ma soñj mat, eo ret kaout ur galloud o ren e diriad, anavezet gant ar re all. Nac'het o deus U.E. ha Bro-C'hall anavezañ ar stad-se dija. Neuze marteze e ranker lakaat e-barzh eo Azawad ur vro koñtestet ? Lekemok (kaozeal) 7 Ebr 2012 da 19:45 (UTC)Respont

Komz a c'haller eus pep tra er wikipedia, hag ober ur pennad db Azawad (a zo en ur bern yezhoù) n'eo ket anavezout anezhi evel stad, wikipedia ne ra ket politikerezh, met komz eus fedoù , evel en ur gazetenn pe ul levr istor, evel pa vez anv enne eus an an arc'hael Mikael ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Ebr 2012 da 20:31 (UTC)Respont
Ne ran ket politikerezh o lavarout n'eo ket anavezet awalc'h an tiriad-se evit bezañ ur stad gwir. Ne lâren ket e oa re abred ober ur pennad diwar-benn Azawad, met an infobox a seblante din re, marteze. Gwelet am eus en deus graet Wiki e saozneg gant ar memes infobox, met c'hoant am boa gwelout marteze ur frazenn pe div diwar-benn bec'h an tiriad-se, ar pezh a oa bet graet. Ar fedoù zo simpl : ur stad a oa bet disklêriet dizalc'h, met ur brezel a zo etre strolladoù disheñvel evit ren ar stad-se, disklêriet e oa bet goude ur brezel diabarzh (pe ur brezel dizalc'h ma fell deoc'h) ouzh arme Mali ha n'eo ket anavezet na gant strolladoù etrevroadel Afrika, na gant an ABU, na gant an UE, pezhioù a zo e-barzh ar pennad e saozneg da skouer. Lekemok (kaozeal) 8 Ebr 2012 da 17:16 (UTC)Respont

N'eo ket difennet ouzh den komz eus an traoù-se e korf ar pennad. Somaliland kennebeut n'eo anavezet gant Stad ebet, ha koulskoude emañ aze de facto.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 Ebr 2012 da 18:57 (UTC)Respont

A-du ganit evel-just. Komz eus pep tra a c'haller, eus kirri-tan zoken. Me gred e vez lennet muioc'h ar pennadoù istor ha plolitikerezh gant ar gelennerien ha studierien istor, da vihanañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Ebr 2012 da 10:03 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Azawad".