Kaozeal:Brezel ar Ramzed
Stultenn bersonel ! re aes e oa ober gant Brezel ar Ramzed, an anv kentañ ? N'eus forzh piv a c'hall kemmañ anvioù ar pennadoù hep goulenn alioù an dud o deus bet labouret war ar pennad? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 23 Her 2022 da 18:53 (UTC)
- N'eo ket bet kemmet diabeg, reizhet eo bet, rak re hollek eo "ramzed" en degouezh-mañ. Γίγαντες gigantes "giganted" eo ar ger a vez implijet pa gomzer eus ramzed mojennel Henc'hres. Ar ger "jigant" zo e geriadur Ménard (emb. 2020, p. 629-a), hogen an distagadur gallek /ʒ/ ne glot ket gant an hini henc'hresianek /g/. 2A01:CB08:8913:1900:188C:FBDB:CB33:8214 23 Her 2022 da 19:20 (UTC)
Stultenn bersonel sadedgarek adarre. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 23 Her 2022 da 19:31 (UTC)
- ... hogen an distagadur gallek /ʒ/ ne glot ket gant an hini henc'hresianek' ... Iskis eo ar bed, ur bern distagadurioù en ur bern yezhoù ne glotont ket gant distagadurioù yezhoù all, ... ha gwashoc'h c'hoazh, er memes yezh, etre ar yezh kozh hag an hini nevez. Dre chañs emaout aze evit lakaat urzh. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 23 Her 2022 da 20:26 (UTC)
Abalamour d'an evezhiadennoù skrivet amañ 'oan bet o lakaat va fri e-barzh an afer-se. Un tamm skañv e kavan an abegoù da adenvel ar bajenn. Goveliet eo ar stumm Gigant, diwar ur ger all kavet e geriadur Ménard, da lakaat anezhañ da vezañ tostoc'h ouzh distagadur ar ger gresianek, ma komprenan mat. N'on ket a-enep goveliañ gerioù nevez (pe reizhañ goveliadurioù all ma vez ezhomm), met gwelloc'h e vije bet ober er-maez eus Wikipedia. Amañ ne'z eus tamm prouenn ebet e implijer ar ger-se er-maez eus bedig-bed ar wiki-mañ. Ouzhpenn d'an dra-se, ma vije kaozeet diwar-benn an tem-se er-maez eus Wikipedia e vije implijet an termen "ramz" (pe "jeant" e Leon, hag en deus ul liamm ouzh ar gresianek Γίγαντες, zokenoc'h) moarvat. Kontrol da spered ar "souezhadenn zisterañ" ez a ar choaz-mañ din-me. Re "hollek" ar ger "ramzed" en degouezh-mañ ? Mestal e saozneg, e galleg pe en italianeg neuze (gwir eo e ra an alamaneg gant Gigant kentoc'h). Berr-ha-berr, ne gavan ket eo ur ger fall dre ret, dreist-holl ma santer e ranker kaout un termen resisoc'h, met betek-henn "ramz" (pe "jeant" ;) ) a rae mat al labour, ha dre ma ne seblant ket bezañ implijet ar ger "gigant" e-lec'h all (betek-henn ?), e kavan furoc'h kinnig distreiñ d'ar stumm kent. Alioù all a vije brav da gaout. -- Lekemok (kaozeal) 23 Her 2022 da 23:11 (UTC)
- Sklaer eo e vo komprenet kalz gwelloc'h "ramzed" gant brezhonegerien eget ar ger lakaet gant an "IP dianav" (hag implijet gant piv ?). Distroomp d'an titl kentañ eta. Ha ma ne vefe ket c'hoant d'ober gant "ramz" ez eus ur ger brezhonek all kevatal d'ar ger gallek géant : "jeant" an hini eo, gwelloc'h eget an alamanegadur "Gigant". --Llydawr (kaozeal) 24 Her 2022 da 10:39 (UTC)
- Tud zo ne reont forzh ebet gant skolaerien ha skolidi gant ma plantint o zammoù dibaboù personel : "jigant" ne oa ket gresianek a-walc'h, neuze plantomp "gigant". Ha kant all. Bremañ ne chom nemet skubañ an oaled , ha kempenn an erv, d'ober. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 24 Her 2022 da 13:36 (UTC)
- « Bremañ ne chom nemet skubañ an oaled , ha kempenn an erv, d'ober », eme ar roazhoneger meur : evel ma klask tud gober war e lerc'h, goude nouspet pennadig diwar-benn kumunioù Italia ma ne zeu ket an databoks war wel, goude patromoù bet plantet gantañ hep gwelet ned aent ket en-dro, goude Lignezoù doueed Hellaz kozh a zo bet peget er Wiki brezhoneg hep treiñ ha gwiriañ, a-douez- kantadoù a skouerioù arall abaoe deroù ar raktres-mañ ? Da c'hoarzhin, ma ne vefe ket ken trist... 2A01:CB08:8913:1900:884B:3F4B:C6C9:B33C 24 Her 2022 da 15:40 (UTC)