Kaozeal:Brezhoneg e Kenya

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Liamm nevez

Na pegen holloueziadurel eo ar mod m'eo bet savet pennad-mañ c'hwistim? Dreist-holl eus perzh unan hag zo ken prim da bismigañ labour ar re all? Hag ezhomm zo da glevet sarkasmoù an Ao. Bianci? Ne gav ket din eo gwall sirius an afer. Fulub Cayenne.

?????????????????Bianchi-Bihan 27 Gwe 2009 da 02:17 (UTC)Respont

Urzh er pennad

kemmañ

Gwelet a ran e vez Bianchi-Bihan o lakaat traoù er pennad hag e vezont tennet bep tro. Goulenn a ran ganeoc'h (Bianchi-Bihan hag an dud all) ma vo divizet er bajenn kaozeal-mañ eus ar perak hag ar penaos ha n'eo ket c'hoari da lakaat/tennañ. A galon --Y-M D 27 Gwe 2009 da 09:35 (UTC)Respont

Opala! Arabat meskañ torchouerioù ha serviedennoù mar plij. Ganin eo bet krouet ar pennad. An hini a deu da lakaat mesk eo an hini en deus c'hoariet ur pennad mat gant ar pennad Alan Stivell un toullad mizioù zo. Ma fell dezhañ c'hoari n'en deus nemet mont d'ar wiki gallek, gant ar pennadoù Diwan hag all ez eo ec'hon an dachenn. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2009 da 09:45 (UTC)Respont
Ya, ya gouzout a ran mat ez eus un den o lakaat reuz ha n'eo ket te emaon o tamall. Ar pezh a garfen ez eo e tisplegfe an den petra a zisplij dezhañ ha perak. E-mod-se e vo tu prederiañ ha respont. Ne oan ket bet sklaer a-walc'h marteze, digarez. A galon --Y-M D 27 Gwe 2009 da 10:03 (UTC)Respont
Salud d'an holl, n'emaon ket me kennebeut all o klask lakaat reuz amañ. E mod ebet. Ya, gwir eo em boa adlabouret un tamm-mat war pennad Alan Stivell (hag a oa skrivet ha savet fall), ha gwir eo ne oan ket a-unan gant an Ao. Bianci. Met betek mont da lavaret am boa plantet reuz... Gwellaat ha hiraat ar pennad ne lavaran ket. Evit a sell breizhadelezh Alan Stivell am boa ranket lezel da vont dre ma oa bet skornet ar pennad. Displeget em boa ma soñj koulskoude, ha c'hoazh e kav din hoc'h eus graet ur fazi, met bon... Meur a bennad (sirius a gav din) am eus savet ivez, ha ne welan ket perak e tlefen bezañ lakaet da blanter reuz?
Bremañ, evit a sell pennad an Ao. Bianci diwar-benn 'Kelenn brezhoneg e Kenya' (sic).
Ar pennad orin er feson ma oa skrivet n'en doa ket tra d'ober en un holloueziadur. Na pegen sirius mont d'ober e damm klemm war don ar c'hwervoni ha mont da skrivañ : "(...) kanaouennoù ha ne vezont ket desket e Diwan e Breizh zoken (Gwir Vretoned, An Alarc'h...).", "Gallout a rafe kan Breizh bevañ ha padoù aesoc'h e Kenya eget e Breizh pa kaver tud prest da ganañ eno." Ar wiki n'eo ket ul leurenn propaganda din da c'houzout. Ma oa un dra bennaket da viret evit a sell ar c'helaouiñ e oa ar fed ma oa bet lakaet ur filmig da welet war YOUTUBE hag e c'hallfe hemañ kaout un tamm efed bennaket. Se zo kaoz am boa cheñchet ar pennad evel am boa.
Na hemañ : "Kaoz zo bet da gas di an aotrou Jean-Charles Huchet da vougañ ar c'helenn-se a-raok ma vije lezet da greskiñ betek re." Un dagadenn sarkastik a-enep un den n'en deus tra d'ober gant sujed ar pennad. "Kaoz zo" eme an Ao. Bianci... Gant piv a garfed gouzout! Komzet zo eus se gant emsaverien c'hwerv en un davarn bennaket e Breizh pe e Pariz, a c'hallan krediñ a-walc'h. Met lakaat se en un holloueziadur... Bof.
Kredet en deus hor c'henlabourer gwellaat an traou dre lakaat se dindan ur ispennad "FENT" e korf e bennad. Ne gavan ket se na farsus na heveek na fentus. Ne welan nemet ur sarkasm diezhomm.
Domaj e kavan bezañ bet ranket displegañ petra zo kaoz em boa ouzhpennet ha tennet traoù e pennad hor mignon Bianci. Sklaer, splann pa lavaran mat, n'en doa ar pennad evel ma oa tra d'ober un ur raktres sirius. Domaj a lavaran, rak gallet em bije bezañ bet skrivet un pennad a dalvoudegezh e-lec'h bezañ skrivet ar respont-mañ. A galon ganeoc'h-holl. Fulub Cayenne.
N'eo ket ret c'hoari skrivañ fall ma anv: Bianchi, mar plij.
N'eo ket ret distummañ pezh a skrivan: lakaat mesk am eus skrivet. Pa'm bo c'hoant da skrivañ lakaat reuz e oarin ober.
N'eo ket peogwir e kavit blaz ar c'hwervoni gant un dra (da bep hini e vlaz, logod d'ar c'hazh, razhed d'ar chas) eo bet lakaet gant c'hwervoni: me gav eo laouen kentoc'h.
N'eo ket ret kontañ droug diwar-benn ur c'henlabourer peogwir n'oc'h ket plijet gant ur pennad pe ul lodenn anezhañ: ma rafe kemend-all ar re all diwar ho penn n'eo ket sur e rafe plijadur deoc'h.
N'eo ket peogwir ne gavit ket fentus un dra eo ret krediñ e vo a-du ar re all ganeoc'h: kentañ da ober, goulenn o ali.
Pa gredit e vez graet fall o labour gant ar re all soñjit e c'hall ar re all soñjal heñvel diwar-benn hoc'h hini: neuze, kentañ d'ober, kinnig kemmoù er bajenn-mañ graet evit se, ha gortoz na vo kenemglev, hervez doareoù wikipedia. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2009 da 16:54 (UTC)Respont

Fent

kemmañ

Moarvat eo mat chom hep meskañ gwir fedoù ha fent. Met dereatoc'h eo goulenn ali ar re all evit ur c'hemm evel-se. Un ali personel ne dalv nemet kement hag un ali personel all. 82.255.14.192 27 Gwe 2009 da 14:06 (UTC)Respont

Trugarez bras evit an displegadenn a zo bet graet. Kavout a ran pouezhus lakaat an traoù sklaer, e lec'h kemm ha kemm en-dro disehan. E-mod-se e c'heller bremañ dibab hervez an abegoù. Mat 'vefe neuze divizout. Mod all em eus ur goulenn all evidoc'h, Fulub Cayenne, perak ne reoc'h ket ur gont dindan o anv (pe ur dre ma wellan e teuoc'h da labourat aliesik hag war danvezioù disheñvel. Kalz aesoc'h e vefe evidomp, evit daremprediñ. A galon --Y-M D 27 Gwe 2009 da 14:34 (UTC)Respont

Liamm nevez

kemmañ

Kalz liammoù kozh zeo distrujet , hemañ n'eo ket http://www.kaouenn.net/?q=fr/node/876 Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gen 2016 da 12:12 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Brezhoneg e Kenya".