Kaozeal:Bro-Gwened

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Benoni e kaozeadenn Bro-Gwened

Bro-Gwened

kemmañ

Gouzout a ran a-walc'h e kaver ar stumm Bro-Wened (gant ur varrennig-stagañ) e geriadur an Here, met Bro-Gwened eo a vez lavaret e Bro-Gwened. Ouzhpenn se e klot ar stumm-mañ (hep kemmadur) gant ar reolenn displeget gant Yann Gerven en e studi Kemmadurioù berzet pe dizaliet e-barzh Al Liamm niv. 342.--Yun 2 Kzu 2006 da 09:52 (UTC)Respont

Gouzout a ran e vije ret d'an niverenn-se bezañ e kerz pep hini, met n'hallfed ket sevel pajennadoù gant ar seurt alioù, gant bennozh Hon Merour evel just? Aesoc'h e vije buhez al labourerien.
A-hend-all e kavan reizh kavout an daou stumm (Bro-Wened ha Bro-Gwened) pa n'eo ket hepken en ur geriadur emañ ar stumm gant ar c'hemmadur, met e brezhoneg an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien.
Kompren a ran e vije ret dibab UR stumm hepken en ur geriadur paper, met ne dalv ket an abeg amañ ken, lec'h a-walc'h zo a-leizh.
A-hend-all e karfen gouzout gant piv, ha war beseurt diazezoù, ez eus bet dibabet chom hep ober gant ar varrennig-stagañ e Bro Wened, a dalv koulskoude e-barzh Bro-C'hall, Bro-C'hres. Ne gomprenan ket perak, pa oa daou stumm mat, ez eus bet lakaet unan all, ha n'eo ket ken poellek.
Un tamm poell en traoù-se (pa ne vez ket atav en dud) ne rafe ket droug a dra sur. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 10:44 (UTC)Respont
A-du penn-da-benn. Graet vez gant Bro-Gwened (Bro-Djwened) e Bro-Gwened. Adanvet 'm eus eta ar bajenn. Met ne oa ket ezhomm gortoz ali ur merour evit ober kement-mañ!!!Benoni 12 Ebr 2007 da 16:31 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Bro-Gwened".