Kaozeal:Cyrenaica
s.o. Kaozeal:Kyrenaia
pennad doubl: da vezañ kenteuzet gant Kyrenaia. Diverket ar pennad ha kaset an holl danvez war ar bajenn kaozeal stag ouzh ar pennad Kyrenaia Neal (Kaozeal) 19 Kzu 2007 da 12:26 (UTC)
- Atav ken plijus an doare da gompren ar c'henemglev: KKK (kaozeal kent kemm) eo ar reolenn, a vez graet fae warni, ken e vez gant an aotrouien.
- Ma kemmez evel a garez, kerzh d'ober kemend-all gant Bro Libia, a rank bezañ Lybia moarvat hervezout-te. Ha kemm kartennoù TES war un dro.
- Kendalc'het e vo al labour gant unan all. Echu ganin amañ. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2007 da 12:37 (UTC)
- da gentañ: ne gemmañ ket evel ma karn met hervez ar reolennoù bet degemeret amañ dre votadeg en degouezh-mañ (ar re n'out ket goust da doujañ oute da-unan)
- da eil: "achu ganit amañ" a skrivez? Ne oa ket savet ganit ar pennad Cyrenaica ha ne oa ket bet labouret warnañ ganit na gwezh ebet. Ha ma fell dit implijout an anv latin Cyrenaica (ha n'on ket a-enep - met hep brezhonekaat evel boaz war ar wikipedia-mañ evit a sell ouzh an anvioù latin evel-just) perak eo bet savet ganit ur pennad Kyrenaia gantañ da ditl "Kirenaika"? Marteze e vefe ret, hervezout, kaout pennadoù disheñvel enne an hevelep danvez met gante titloù disheñvel, d.s. Cyrenaica, Kirenaika, Kyrenaia...? Ur reolenn ez eus, bet tizhet der votadeg (ma plij dit an disoc'h pe get) o tennañ d'an anvioù divoutin gresianek hag anvet a c'hellfe bezañ ar pennad "Kyrenaia" neuze (meneget ganit er pennad bet savet ganit ar stumm gresianek a-orin da gentañ a-raok ar stumm latinekaet...) pe c'hoazh "Cyrenaica" evel e latin. N'on ket re chalet na gant an eil stumm na gant egile, daosut ha ma kavan gwell ar stumm gresianek brezhonekaet e skritur hervez ar reolenn envel bet degemeret war ar raktres-mañ dre ma oa bet diorroet, d'am soñj, ar stumm latin diwarnañ.
- da drede: kaozeal a ran pa vez ezhomm. n'eo ket ezhomm kaozeal evit lakaat e pleustr reolennoù bet asantet dre genemglev pe dre votadeg avat. Hag en em c'houlenn a ran, da betra e talvez kaozeal ganit en ur c'hoût ne vo ket doujet ganit ouzh disoc'h ar gaozeadenn ma teu da vezañ trec'h ur sav-poent disheñvel diouzh da hini-te (da skour chom hep lakaat e pleustr ar reolennoù treuzskrivañ war dachenn an anvioù divoutin henc'hresianeg bete degemeret dre votadeg goude ur prantad hir a gaozeadennoù hag a eskemmoù).
- da diwezhañ: n'emañ ket ar wikipedia e brezhoneg dindan beli TES diouzh ma c'houvezan-me ha daosut h ma c'heller derc'hel e kont an diskoulmoù bet lakaet e pleustr gante (na glotont ket atav gant an diskoulmoù bet implijet e lec'hioù all ivez, evel-just) n'eo ket dav o lakaat da dalvezout amañ dre ret, dresit-holl m'eo bet degemeret amañ c'hendiviz war an dachenn-mañ'n-dachenn. ha d'an nbeutañ e ouezer penaos ha perak e oa bet tizhet un diviz resis war seurt tachenn trmenadurezh war ar wikipedia dre sellet ouzh ha kemer perzh er c'hoazeadennoù - n'eo ket ken sklaer all vat an divizoù bet tizhet gant TES.
- a galon, Neal (Kaozeal) 19 Kzu 2007 da 15:15 (UTC)
Eilet diwar Kaozeal:Kyrenaia
kemmañPegen skuizhus eo rankout lakaat da dalvezout an hevelep reolennoù atav....
Reolenn envel: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
Neal (Kaozeal) 19 Kzu 2007 da 12:28 (UTC)
Setu an danvez diverket war ar pennad doubl Cyrenaica da vezañ kenteuzet gant hemañ:
"Cyrenaica zo ur broviñs roman, e-kichen Egipt, war aod norzh afrika. En henamzer e oa bet trevadennet stank gant ar C'hresianed. Reter ar broviñs a veze graet Marmarica anezhi (ne oa kêr vras ebet). Er c'hornpog e kaved pemp keoded, anvet "Pentapolis" : Cyrene (e-kichen kêriadenn Shahat) gant he forzh Apollonia (Marsa Susa), Arsinoe (Tocra), Berenice (Benghazi hiziv) ha Barca (Merj)."
Neal (Kaozeal) 19 Kzu 2007 da 12:28 (UTC)
- Ar stumm latin Cyrenaica a gaver abaoe pell er Patrom:Proviñsoù roman 120, krouet gant Fulup. Evit an anvioù proviñsoù roman all ez eus bet graet gant o anvioù latin betek-henn. Gwelloc'h e vefe kenderc'hel d'ober evel-se, kentoc'h eget cheñch hag ober ar wech-mañ gant stumm brezhonekaet un anv gresianek. --Llydawr 19 Kzu 2007 da 21:52 (UTC)
- A-du a-walc'h. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2007 da 22:09 (UTC)
- Ha n'on ket me a-enep ivez. evel ma komprener pa lenner ar pezh am bo respontet (hirig a-awalc'h) e lec'h all n'on ket a-enep ma vefe implijet ar stumm latin (hep brezhonekaet evel ma oa bet graet gant B-B). graet em boa avat gant ar stumm gresianek peogwir eo hennezh, d'am soñj, ar stumm orin met n'on ket chalet na gant an eil na gant egile: gant ma vo graet gant an hini anavezetañ (an hini altin 'michañs). 'pezh n'on ket a-du gantañ eo: 1) sevel pennadoù doubl (displeget eo bet e lec'h all e-touez ar pennreolennoù e vefont kenteuzet) ha; 2) brezhonekaat anvioù divoutin latin (hervez ar boaz war ar raktres-mañ). Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 06:44 (UTC)
- Biskoazh kemend-all! Ne gomprenan ket kalz tra er c'haozioù-se peurvuiañ, met amañ nebeutoc'h c'hoazh, pa lennan: 'pezh n'on ket a-du gantañ eo ... brezhonekaat anvioù divoutin latin (hervez ar boaz war ar raktres-mañ). N'eo ket ho komper merour a oa o vrezhonekaat anvioù ar bibien en deiz all? Din da c'hout eo gantañ eo bet ijinet Anakletus, ha Lukius (strikes again), ha gant den ebet all, ha difennet oa bet ganeoc'h en deiz-se (ha garv a-walc'h, ma kredan laret). Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 07:43 (UTC)
- Ha n'on ket me a-enep ivez. evel ma komprener pa lenner ar pezh am bo respontet (hirig a-awalc'h) e lec'h all n'on ket a-enep ma vefe implijet ar stumm latin (hep brezhonekaet evel ma oa bet graet gant B-B). graet em boa avat gant ar stumm gresianek peogwir eo hennezh, d'am soñj, ar stumm orin met n'on ket chalet na gant an eil na gant egile: gant ma vo graet gant an hini anavezetañ (an hini altin 'michañs). 'pezh n'on ket a-du gantañ eo: 1) sevel pennadoù doubl (displeget eo bet e lec'h all e-touez ar pennreolennoù e vefont kenteuzet) ha; 2) brezhonekaat anvioù divoutin latin (hervez ar boaz war ar raktres-mañ). Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 06:44 (UTC)
Eilpennet ar c'hemm anv kentañ: implij ar stumm latin
kemmañLakaet eo bet ar pennad pennañ dindan stumm latin reizh an anv. ne vefe ket ret koll kement a amzer ma vefe sellet da gentañ gant kenlabourerion 'zo hag-eñ eo bet savet an hevelep pennad c'hoazh dindan un anv all a-raok stagañ d'e adsevel adarre eveit an eil gwezh ha ma vefe doujet ouzh boazioù (stummoù latin hep brezhoenkaat) ha reolennoù (o tennañ, da skouer, d'an doare da vrezhonekaat ar stummmoù gresianek). A galon, Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 06:49 (UTC)
Cyrenaica pe Cirenaica?
kemmañGraet gant ar stumm latin gant y kentoc'h evit gant i dre m'eo hennezh ar stumm implijet war ar wikipedia e latin. N'on ket a-nepe ober gant ar stumm gant i. Hoc'h alioù mar plij, Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 06:52 (UTC)
- War-lerc'h ar berniad kaozioù dirak un nor serret-kloz, setu an nor o tamzigeriñ da alioù ar re all. Goanag Nedeleg. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 07:33 (UTC)
- Ha trugarez dit evit da ali ken pozitivel all evel boaz. Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 08:28 (UTC)
- Un evezhiadennig o welout Spered Nedeleg o tiskenn warnomp holl moarvat. Dorioù an ilizoù, hag unan bennak all ouzhpenn, o tigeriñ, ha traoù a'r seurt-se. Pozitivel ma karer, e yezh ar bozitivourion. Ma n'eo ket pozitivel ar Goanag, n'ouzon ket petra eo.
- N'eus nemet lakaat an holl stummoù, latin ha gregach: gant "c" pe "k", gant "i" pe "y", evel adkasoù. Ha Pax in terram, pe un dra bennak evel se. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 10:30 (UTC)
- Me rafe gant Cyrenaica, evel e latin, dre ma reer dave d'ar proviñs roman. Gant adkasoù evel-just eus an holl furmoù all, gant "c", "k", "y", "i", et caetera. Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 10:43 (UTC)
- Ha Lucius hag Anacletus, et caetera, evel en anvioù latin e latin ivez neuze, sur a-walc'h? Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 10:56 (UTC)
- Doh! Me 'gave din e oa bet tizhet ur c'hemeglev diwar-benn tachenn resis ar pennadoù o tennañ da anvioù ar bibien. faziet on marteze? Drol eo, bewezh ma teuer a-bnn da diskoulmañ ur gudennig evel honnezh e teues-te a-bnn da glasjk ur gudenn all, pe kentoc'h da glask adsevel kudennoù bet dirouestlet dija diouzh o zu. ha n'eo ket un dagadenn met ur fed. Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 12:35 (UTC)
- Ha Lucius hag Anacletus, et caetera, evel en anvioù latin e latin ivez neuze, sur a-walc'h? Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 10:56 (UTC)
- Me rafe gant Cyrenaica, evel e latin, dre ma reer dave d'ar proviñs roman. Gant adkasoù evel-just eus an holl furmoù all, gant "c", "k", "y", "i", et caetera. Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 10:43 (UTC)
- N'eus nemet lakaat an holl stummoù, latin ha gregach: gant "c" pe "k", gant "i" pe "y", evel adkasoù. Ha Pax in terram, pe un dra bennak evel se. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 10:30 (UTC)
Perak Cyrenaica?
- M'eo gwelet evel an anv gresianek, n'eus ket tu ober gant ur C hervez ar reolennoù votet
- M'eo un anv latin, n'ouzon ket, rak ar K a veze implijet gant ar Romaned hag dre hengoun e vez kemmet ar C latin da K (s. o. Kezar).
Me gavfe reizh Kirenaika (a zo testeniekaet, diouzh ma soñj).
A-hend-all, ne 'm eus kavet testenn ofisiel ebet evit an anvioù latin.--Ch. Rogel 6 Gen 2008 da 17:52 (UTC)
Skrivet a-us: "Graet gant ar stumm latin gant y kentoc'h evit gant i dre m'eo hennezh ar stumm implijet war ar wikipedia e latin". A galon, Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 18:08 (UTC)
Tagadennig koantik
kemmañ- Setu ur skouer splann eus un dagadenn ad hominem, difennet war wikipedia. Ne gontan ket anezho ken, evel ma ne gontan ket pet poent Godwin zo bet tapet. Klask a rin implij gerioù eeun evit chom hep bezañ treuzkomprenet, betegouzout.
- Ret e vefe spishaat pe hini resis eo an dagadenn hervezout. Amañ e oa bet kavet un diskoulm d'ur gudenn resis (hini anv Cyrenaica) ha te o klask kaozeal (adarre) eus afer kloz anvioù ar bibien. Pelec'h emañ an dagadenn? Ne welan nemet fedoù.
- Pa welan emzalc'h ur merour war ar bajenn-mañ, hag e hini war ar bajenn [[1]] e kavan ez eus un tamm dislavar diwar-benn an anvioù latin, hag e kredan e talvez ar boan ober un evezhiadenn. Techet on da grediñ e koll pouez alioù ken disheñvel, met ma ali-me-me n'eo ken.
- euh... un tammig disheñvel. degemeret e oa bet war kraf anvioù ar bibien an diviz da vrezhonekaet o anvioù (peurliesañ ne rerr ket evel-hen war war raktres-mañ pa tenn ouzh an anvioù latin avat). ar gudenn ar wezh-se neuze ne oa ket dibab pe stumm implijout met penaos brezhonekaat ar stumm latin. ret e vefe lakaat an diforc'h ivez etre ar sav-poentoù personel a c'hellan difenn evel kenlabourer boutin hag ar fed ma lakaan e plesutr kendivizoù bet tizhet dre votadeg pe dre genemglev (hag a c'hell plijout din pe get) diouzh an tu all.
- Evel-just ne glaskan ket "adsevel kudennoù bet dirouestlet" (sic), peogwir ne gredan ket e vije dirouestlet kudennoù a denn d'ar yezh diwar an uhel, met dre ar studi. Fellout a ra din komz eus ur gudenn ha n'eo ket bet dirouestlet gant un disentez, netra ken. Peogwir ez eus bet klasket reiñ un diskoulm darnel d'ur gudenn un tamm mat brasoc'h.
- war a seblant n'eo ket kaozeal ha dont a-benn da diskoulmañ kudennoù an hini eo a fell dit met klask laou. amañ e oa bet tizhet un emglev ha te o vont da glask kudennoù all war un dacchenn all. n'eus forzh penaos, tizhet ur c'henemglev pe get ne vo doujet oute ganit nemet pa glotaont gant da sav-poent personel-te evel ma tiskuilhez gwezh ha gwezh all gant an anvioù divoutin gresiank.
- Tud zo a blij dezho kemer disentezioù prim, evel ma vez barnet aferioù zo buan (ha kondaonet tud zo buan, keta?), hep sellout petra zo kenstag: departamantoù Italia ouzh an departamantoù gall, anvioù pibien ouzh an anvioù latin, anvioù gregach tud Hellaz ouzh anvioù gregach broioù zo. Chom hep soñjal en traoù -se a ziskouez pegen sirius e vez kemeret disentezioù zo diwar-benn ar yezh gant tud zo. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 14:50 (UTC)
- ya, kalz gwelloc'h mont da staniñ ha lakaat an traopu da vont da jesk hag ar soubenn da drenkañ evit kalsk lakaat e plesutr politikerezhioù bet tizhet un emglev diwar o fenn. Netra ken da lâret war an afer-mañ: sur-mat e vo respontet ganit rak n'hallez ket chom hep ma vefe da hini ar vouezh a glever da diwezhañ met ne vo ket respontet dit ganin nemet ma sellfe ouzh kudenn ar bajenn resis-mañ rak talvezout a ra ar pajennoù kaozeal evit kaozeal diwar-benn ar pennadoù stag oute ha n'eo ket evit dizouarañ kozh kaozoù war tachennoù all. A galon, Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 15:10 (UTC)
- Ur wech ouzhpenn: lakaet e oa ar gaoz ganin diwar-benn an dislavar etre ar bajenn-mañ hag ar pezh a lenner e lec'h all. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 17:03 (UTC)
- Sellet amañ : Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud/Vot diellaouet1 ha Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud. Mat vefe dit (Bianchi-Bihan) bezañ demokratel ha deskiñ doujañ d'ar c'hendivizoù kemeret war ar wikipedia-mañ. Ha goulenn diganit doujañ d'an divizoù demokratel n'eo ket un dagadenn ad hominem din da c'hoût. Ha ret eo derc'hel soñj, ha d'an holl gouzout, ez eo te (BB) an hini nemetañ da vezañ tizhet ar poent Godwin war ar wikipedia-mañ. Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 15:00 (UTC)
Adtagadenn
kemmañ- Tagadenn ad hominem adarre, gant ur merour adarre, ... hag un tamm mat a frankiz diwar-goust ar wirionez istorel.
- Truezus eo gwelout izelaat ar gaoz holloueziadurel evel-se, met peogwir ne vin difennet gant merour ebet ( ) , nag ar wirionez istorel ivez (ad ) e rankan ober ma-unan.
- Kentelioù am bo da gaout diganit laouen adalek ma oari anavezout da fazioù (ne seblantez ket bezañ o vont war an tu-se) ha kompren eo ganit eo aet ar poent Godwin kentañ er wikipedia-mañ, pennad awenet ganit. Evit degas da soñj dit: Wikipedia:Merourien/Klemmoù .
- An alioù roet gant unan ha ne oar ket resev hini ebet (diwar-benn an istor, e-touez un nebeudig traoù) n'haller ket reiñ kalz a bouez dezho. Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 17:03 (UTC)
- Mezhus!!! N'ez eus poent Godwin ebet eus ma ferzh war ar bajenn-se. Rebech a raen dit da boent Godwin amañ: Kaozeal:Roll ar bibien. Ha paouez gwellet tagadennoù e-lec'h ma na z'eus ket, ha plantañ reuz bemdez, o tont en-dro bewech d'an hevelep traoù. Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 17:10 (UTC)
- ouf! iskis eo treuzkompren ster al lavarenn latin "arguzenn ad hominem" goude bezañ bet savet ur pennad diwar e benn, rak n'eo ket kevatal da "dagadenn bersonel" (s.o. ar rannbennad "Frammadur" war ar pennad-se...). kaer em eus klask met ne gavan roud ebet eu arguzenn ad hominem ebet e neplec'h. Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 17:27 (UTC)
- Re wir: mesket em boa tagadenn bersonel, difennet e wikipedia, ha tagadenn ad hominem, evel ma vez mesket troienn adverbel alamanek ha poent Godwin gant lod. Trugarez eus an evezhiadenn dalvoudus. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 18:18 (UTC)
- ouf! iskis eo treuzkompren ster al lavarenn latin "arguzenn ad hominem" goude bezañ bet savet ur pennad diwar e benn, rak n'eo ket kevatal da "dagadenn bersonel" (s.o. ar rannbennad "Frammadur" war ar pennad-se...). kaer em eus klask met ne gavan roud ebet eu arguzenn ad hominem ebet e neplec'h. Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 17:27 (UTC)
- Mezhus!!! N'ez eus poent Godwin ebet eus ma ferzh war ar bajenn-se. Rebech a raen dit da boent Godwin amañ: Kaozeal:Roll ar bibien. Ha paouez gwellet tagadennoù e-lec'h ma na z'eus ket, ha plantañ reuz bemdez, o tont en-dro bewech d'an hevelep traoù. Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 17:10 (UTC)