Et cætera
Et cætera (skrivet et cetera e saozneg, etc. e galleg) zo ur bomm latin, hag a dalv hag ar re all. Lavarout a reer ivez eo berraet diwar ar bomm et cetera desunt, hag a dalv neuze hag ar re all a vank. Implijet e vez en ur bern yezhoù da ober anv eus un aridennad pe heuliad traoù ha n'int ket meneget holl.
Berraet e vez a-wechoù gant an arouezig & implijet evel-hen: &/c., &c., pe &ca. ; dilezet eo bet ar re-ziwezhañ-se.
Skrivet e vez et caetera hag et cætera ivez. Met et cœtera a zo direizh: dont a rafe eus ur c'hemmesk etre æ e lizherennoù stouet hag œ.
Tud zo a skriv etc. hag a zistag hag all. Darn a blij dezho skrivañ div wech ( etc. etc.) ha lavarout div wech, a zo diezhomm-kaer. Skrivet e vez ivez gant an trifik : (...), ha da neuze ne dlejent ket bezañ implijet en ur gichen. Pa vezer o tibunañ ur rollad anvioù e ranker lakaat ur virgulenn dirak etc., evel: Breizh, Kembre, etc.
- Aux armes et cætera zo ur ganaouenn gant Serge Gainsbourg embannet e 1979, diwar gomzoù la Marseillaise
Skouerioù
kemmañAn Et cetera oath
kemmañAn Et cetera oath zo ul le en Iliz Bro-Saoz, er XVIIvet kantved, hag a zeu eus ar frazenn :
- Nor will I ever give my consent to alter the government of this Church, by archbishops, bishops, deans, archdeacons, et cetera, as it stands now established.