Anacletus, pe Cletus, pe Anencletus pe c'hoazh Anaklet[1], e oa an trede pab, eus 76 betek 88, hervez an Iliz Katolik[2] Trede presbit (prezidant) Iliz Roma eo hervez an Iliz Reizhkredennek. Dont a rae war-lerc'h Linus, war-dro 80, ha mervel a reas war-dro 91[3].

Anacletus

Pab an Iliz katolik roman


Anacletus er chapel Sistina
Ganedigezh c. 25 e Roma

 Impalaeriezh roman

Marv c. 26 a viz Ebrel 92, Roma

 Impalaeriezh roman

Pabiezh
Deroù c. 79
Diwezh c. 92
Diagentour Lin
Warlerc'hiad Klemañs Iañ
Santelezh
Gouel 26 a viz Ebrel
Azeuladur Sant-Kleve
Roll ar bibien : kronologiezhurzh al lizherenneg

E vuhez

kemmañ

Arvar zo war anv ar pab-se rak n'ouzer ket pe Cletus, pe Anacletus pe Anencletus e oa e anv.
Gouzout a ouzer ez eus bet un den anvet Anacletus, berraet alies e Cletus, hag a voe merzheriet e-kerzh heskinerezh Domitianus, hep mar etre 88 ha 96.

Diiouzh an eil tu, Eusebius Caesarea[4], Irenaeus Lugdunensis[5] hag Eosten Hippo a skrivas n'eus nemet un den eus Anacletus ha Cletus. Diouzh an tu all, daou zen zo anezho hervez ar skridoù anvet Catalogus Liberianus (354) hag a zo ur roll eus eskibien Roma ha Liber pontificalis hag a zo ur roll eus ar bibien. Un doubladur fazius eo, da lavar Jean-Marie Salamito.[6]

El Liber pontificalis e lenner e voe beleget 25 den gant Anacletus, ar pezh a zo kammamzeriet[6] : an darvoud nemetanñ eo a c'hall bout lakaet war e gont.

Dre reimplij e voe lakaet Anacletus da verzher el Liber pontificalis[6], met lakaet e vez da sant gant an Iliz katolik roman koulz ha gant an Iliz Ortodoks. D'ar 26 a viz Ebrel e vez enoret.

E Breizh e vez enoret e parrez / kumun Sant Kleve e-kichen Pontrev, en eskopti Landreger.

Notennoù

kemmañ
  1. Bue ar Zent, 1913, p. 481
  2. Goude ma ne oa ket eus an anv "pab" a-raok an IIIde kantved ha ne veze ket graet anezhañ eus eskob Roma a-raok deroù ar IVvet kantved. Philippe Levillain, Dictionnaire historique de la papauté, Fayard, 2003, s. v. « Pape ».
  3. Salamito, p. 83.
  4. (fr) EUSEBIUS CAESAREA, Histoire ecclésiastique, III, 13 ha 15 – Paléo, 2011 (ISBN 978-2-8490-9703-8)
  5. (fr) IRENAEUS LUGDUNENSIS, Contre les hérésies, III, 3, 3 – Cerf, 2011 (ISBN 978-2-2040-9441-2)
  6. 6,0 6,1 ha6,2 Op. cit. el levrlennadur.

Levrlennadur

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (fr) SALAMITO, Jean-Marie & LEVILLAIN, Philippe (rener) : Dictionnaire historique de la papauté, Paris, Fayard, 2003 (ISBN 978-2-2136-3035-9)