Kaozeal:Dantelez
Skrivet "dantelez" e Geriadur brezhoneg An Here hag e geriadur Brezhoneg-Saozneg Delaporte. --Llydawr (kaozeal) 19 Mez 2018 da 06:47 (UTC)
- Kemm ma kerez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mez 2018 da 07:58 (UTC)
- Dantelezh e DCFB Le Gléau (gant menegoù) hag e GBAV Favereau. — Lagad Zoltec (kaozeal) 19 Mez 2018 da 12:10 (UTC)
Ober a ra Roparz Hemon gant « dantelezh » en embannadur 1978 e c'heriadur (pajenn 140a) :
dantelezh f. -ioù dentelle.
hag e-barzh Mari Vorgan (1975, pajenn 33)
Gwelout a ris neuze blev melen dindan an dantelezh du, hag ar sell-se...
Ober a ra Jarl Priel gant « dantelezh » e Va Zammig Buhez (pajenn 15) :
Ha nag a draoù he devoa desket : gout'ouie gwriat kerkoulz hag ur gemenerez a-vicher, brodañ, ober dantelezh a bep seurt, [...].
Ober a ra Youenn Drezen gant « dantelezh » en Itron Varia Garmez (1977, pajenn 19) :
Gwerennegoù ar chantele a skede o livioù, evel ur ganevedenn, etre dantelezh ar vein.
Ober a ra Jakez Konan gant « dantelezh » e-barzh Ur Marc'hadour a Vontroulez (pajenn 10) :
Gant he c'holinetenn dantelezh ha gant he boned e satin glas ivez, [...].
- Ar pezh na vir ket outañ a skrivañ : [...], ur c'hrepez ha begoù-milginoù dantelezet, [...]. pelloc'hik (pajenn 33)...--Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2018 da 08:46 (UTC)
Ober a ra Yeun ar Gow gant « dantelezh » e-barzh E Skeud Tour Bras Sant Jermen (pajenn 223) :
Ha mitizhien yaouank, touellet gant ar mouchoueroù a liv, pe an tammoù seiz ha dantelezh dister a ginnige an den dezho evit o fennadoù-blev, [...].--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2018 da 12:30 (UTC)
- Ma vefemp en
un holloueziadurur geriadur e c'hallfemp klask ober meneg eus kement-se er pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mez 2018 da 18:53 (UTC)