Kaozeal:Daouzeksilabenneg

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant Skoboldi e kaozeadenn « Daouzeksilabennek »

« Daouzeksilabennek »

kemmañ

Ur ger goveliet gant an implijer Skoboldi eo *daouzeksilabenneg, evel m'en anzav aze. Ur vammenn solius eo Geriadur Ménard :

  • décasyllabe = deksilabenn ; décasyllabique = deksilabennek ;
  • dodécasyllabe = daouzeksilabenn (anv) ; daouzeksilabennek (anv-gwan) ;
  • octosyllabe = eizhsilabenn ; octosyllabique = eizhsilabennek.

2A01:CB08:8919:A500:9D00:DF8D:C4AA:E0D6 19 Mez 2023 da 17:25 (UTC)Respont

Mat e vije dit sellout ouzh ar yezh a-raok sellout ouzh ur geriadur, ha sellout ouzh meur a hini. Lakaomp geriadur Al liamm 2014 : ma kaver: tric'hogn, tric'hogneg, tric'hognek; ha tric'horn, tric'horneg, tric'hornek. Neuze, daouzeksilabenn, daouzeksilabenneg, daouzeksilabennek. Ar yezh eo ar yezh. N'eus ket da gomz eus goveliañ gerioù hag a zo er yezh dija, hervez ar patromoù o deus servijet kant gwech. Skoboldi (kaozeal) 19 Mez 2023 da 19:05 (UTC)Respont
Er bloaz 170 ne veze ket skrivet galleg. Skoboldi (kaozeal) 19 Mez 2023 da 19:10 (UTC)Respont
« Er bloaz 170 ne veze ket skrivet galleg. » : setu aze ur skouer a zionestiz, lakaat ur vi-koukoug da arguzenn en ur breud all. A-zivout « sellout ouzh ar yezh a-raok sellout ouzh ur geriadur », merkit en deus lakaet an implijer geriadur Al Liamm da arguzenn aze. 2A01:CB08:8919:A500:7911:1FF9:A951:3950 20 Mez 2023 da 10:12 (UTC)Respont
"Dizonestiz" zo ur gaou hudur a dlefe bezañ kastizet. Lenn a ran ar pezh zo skrivet gant ma daoulagad ha ma empenn, faziañ a c'hall pep hini, ha te ivez, n'eus ket ezhomm d'ober tagadennoù personel ken vil en abeg da se. Skoboldi (kaozeal) 20 Mez 2023 da 11:23 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Daouzeksilabenneg".