Kaozeal:Deheubarth
N'eus abeg ebet
- da derriñ al liamm gant ur pennad savet: adkrouet e vo
- da vrezhonekaat anvioù kembraek: n'eus ket gwall bell e oa unan hag a glaske lakaat Jorj Washington, unan all Lukius... Perak ne vije ket lakaet Dehoùbarzh ivez? Ha Rodri e-lec'h Rhodri, war zigarez n'eus ket "rh" e brezhoneg? 27 Mae 2009 da 12:32 (UTC)
Hoel zo ar stumm brezhonek kevatal ouzh Hywel kembraek. Pa lavaran kevatal e rankfen kentoc'h lavarout ez eo an hevelep anv. Ha perak neuze envel ur pennad Edouarzh III (Bro-Saoz) ha n'eo ket Edward III of England diwar zigarez e voe roue Bro-Saoz. Ha ret e vefe sevel ur pennad Friedrich II peogwir e oa un impalaer alaman ? Hag evel-just e rankimp sevel ur pennad Иван Грозный pa oa o ren e Rusia...Ha perak bezañ dibabet Karl V, impalaer santel (impalaer alaman), ha n'eo ket Carlos (roue Spagn), pe kentoc'h Carlo pa oa roue Sikilia, pe Karel pa oa ganet e Gent, pe Charles Quint pa rene ivez war broioù a veze komzet galleg eno. Ha petra dibab : "I" (evel roue Spagn) pe "V" (evel impalaer) ? Goulennoù heñvel a c'hallfe bezañ graet evit Karl Veur (?), pe Karl der Große (?), pe Carolus Magnus (?), pe Charlemagne (?) pe Carlo Magno (?) ha kement zo.
E gwirionez ez eo kamamzeriat an emzalc'h a glaskfe hiziv an deiz kavout stumm "broadel" anvioù rieion ar Grennamzer : al latin a oa ar yezh skrivet, mod all e veze displeget e kement yezh a oa anvioù ar rieion er yezh komzet. Ar rieion-se ne oant ket "dileuridi" o fobloù hogen ez aent kentoc'h d'ober a-gevret ur gumuniezh dezho o-unan.
Evit pezh a sell ouzh Hywel pe Hoel, war ar marc'had, ez eo anat -dreist-holl d'ar c'houlz-se- e oant an hevelep anv. Hywel hag Hoel zo stummoù skoueriekaet a-vremañ e kembraeg hag e brezhoneg ha mat pell zo. Perak dibab Hoel kentoc'h eget Hywel ? Peogwir ez omp er Wikipedia brezhonek ha netra ken. Naturel a-walc'h e kavfen, er Wikipedia kembraek, un pennad Hywel Llydawr evit dug Breizh etre 1066 ha 1084.
Meven 27 Mae 2009 da 13:10 (UTC)
- Kement-se-holl zo mat-kaer ha da ginnig d'an holl genlabourerien, en davarn d'am soñj.
- Pennadoù Hoel ha Hywel zo bet krouet amañ, ha ganin ma n'on ket faziet, hag ur pennad db pep hini eus an tri Hoel a voe konted. Db Karl ha Charlez ivez ez eus pep a bennad. Gouzout a ran un tammig eus petra zo kaoz, a gredan eta. Ma ranker kemman anvioù eo gant an holl e vo divizet.
- Ar re a garfe sevel ur pennad Hywel LLydawr a c'hall mont da labourat evit ar wiki kembraek: bec'h a reont evit klask adtapout ac'hanomp, ha n'eus ket kalz traoù en o stal db Breizh. Bianchi-Bihan 27 Mae 2009 da 13:34 (UTC)
- Traouioù da ouzhpennañ c'hoazh. Anatoc'h e hañval din e rank Mawr pe D(d)a bezañ troet, pa n'int nemet anvioù-gwan (mod all, koulz lakaat der Schöne, the Great ha kement zo evit rieion alaman pe saoz). Goulenn a rez, gant fent war a hañval, hag-eñ e rankfed skrivañ Rodri e-lec'h Rhodri war zigarez n'eus ket "rh" e brezhoneg ? Ne rin ket (evit ar c'houlz da vihanañ). Ret eo merkañ, evelkent, e voe skrivet gant Arzel Even, ma ne fazian ket (e levr n'emañ ket dindan va daoulagad), Reget e-lec'h Rheged (hag ivez Stratklut evit Strathclyde), en e Istor ar Yezhoù keltiek
Meven 27 Mae 2009 da 14:44 (UTC)
- Kinnig a rez kemm an doare d'ober implijet amañ gant un dornad tud evit ober hervez da veno-te. Gra da ginnig en davarn eta.
- Kement kinnig dw ur pennad all a rank bezañ lakaet er pajennoù stag outo.
- D'an holl da c'houzout:
- Ur bajenn cy:Hoel zo, e-kichen ur bajenn cy:Hywel.
- Ur bajenn Strathclyde zo, hag unan all Strat Clut.
- Ur bajenn Rheged, hag Urien Rheged. Ha ne welan abeg ebet da gemm. Bianchi-Bihan 28 Mae 2009 da 05:57 (UTC)
- Sellit ouzh pajenn Kaozeal ar pennad Hywel Dda. --Llydawr 28 Mae 2009 da 07:06 (UTC)