Kaozeal:Emilia-Romagna
Gwir eo pezh a zo skrivet: Emilia-Romagna; 12:38 . . (+168) . . Neal (kaozeadenn | degasadennoù) (savet e vez buan ar penandoù-mañ: hiroc'h kalz eo al labour astenn avat.) Ken gwir all eo evit an holl bennadoù db parrezioù Breizh, stadoù SUA, kontelezhioù Saoz, kêrioù Belgia pe Alamagn, hag ur bern re all. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 14:22 (UTC)
Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 15:52 (UTC)
- Hag ur banne milk of human kindness adarre.
- Evit adtapout an amzer kollet gant skoilhoù a bep seurt e oa : krommelloù amañ, peder silabenn alamanek ahont.
- Koulskoude eo gant troioù evel-se eo e oa savet ar brezhoneg (ganit ha tud all) betek an 50vet renk, ha yezhoù all o deus graet kemend-all abaoe evit tremen dirakomp. Er petvet renk emaomp bremañ 'ta? Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:15 (UTC)
- Kement ha kenderc'hel gant ar frazennoù e saozneg: "Size isn't everything" . N'eus ket 'met lakaat ur sell war ar bajenn-mañ[1] hag e vo gwelet diouzhtu an diforc'h etre donder ar pennadoù (damgevatal evit lod d'o ferzh-mat en un doare) hag an niver hollek a bennadoù. Sellit dreist-holl ouzh ar c'haozeadennoù diwar-benn ar volapük, ur yezh bet tapet gant ar 15vet renk. En em c'houlenn a rafer "penaos?", "perak?" "petra a dalvez?"... M'az eo pignat buanoc'h e-keñver yezhoù all n'eus ket met kregiñ da sevel pennadoù goullo gant robotoù... Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 16:25 (UTC)
- Ha gant piv emañ ar robotoù? Kalon vat. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 17:02 (UTC)
- Ur robot a c'hell talvzout da gas da benn meur a ober etstreget sevel pennadoù toull. Hag ul listenn glok eus an holl robotoù a fell dit kaout? Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 17:14 (UTC)
- ?????????Bianchi-Bihan 12 Gen 2008 da 07:06 (UTC)
- Ma robot na oar ket sevel pajennoù n'eus forzh penaos... Benoni (Kaozeadenn) 12 Gen 2008 da 10:06 (UTC)
- ?????????Bianchi-Bihan 12 Gen 2008 da 07:06 (UTC)
- Ur robot a c'hell talvzout da gas da benn meur a ober etstreget sevel pennadoù toull. Hag ul listenn glok eus an holl robotoù a fell dit kaout? Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 17:14 (UTC)
- Ha gant piv emañ ar robotoù? Kalon vat. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 17:02 (UTC)
- Kement ha kenderc'hel gant ar frazennoù e saozneg: "Size isn't everything" . N'eus ket 'met lakaat ur sell war ar bajenn-mañ[1] hag e vo gwelet diouzhtu an diforc'h etre donder ar pennadoù (damgevatal evit lod d'o ferzh-mat en un doare) hag an niver hollek a bennadoù. Sellit dreist-holl ouzh ar c'haozeadennoù diwar-benn ar volapük, ur yezh bet tapet gant ar 15vet renk. En em c'houlenn a rafer "penaos?", "perak?" "petra a dalvez?"... M'az eo pignat buanoc'h e-keñver yezhoù all n'eus ket met kregiñ da sevel pennadoù goullo gant robotoù... Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 16:25 (UTC)
Titl bras
kemmañAr brezhoneg, an 50vet yezh tizhet ganti 10 000 pennad! N'eo ket gant pennadoù evel Leonardo da Vinci eo bet graet, met kentoc'h gant re evel Arabia Petraea. Bianchi-Bihan 12 Gen 2008 da 07:06 (UTC)
- A zo gwir, met an implijerien all na yeont ket da fougasiñ bezañ savet kant pajenn en un devezh ha d'en em lakaat int o unan medalennoù war o fajenn... Benoni (Kaozeadenn) 12 Gen 2008 da 10:06 (UTC)
Tan ha dour
kemmañ- Setu ur gaoz nevez degaset gant ur merour netra ken nemet evit pellaat c'hoazh eus kaoz ar bajenn Emilia-Romagna ha degas laezh e vadelezh denel adarre.
- 100 pennad nevez en un devezh zo ur fed , ken splann evel an 18 000 pennad brezhonek, ha n'eo ket ur varnadenn bersonel. Un dra ha ne c'hoarvez ket bemdez. Un dra a zisplij dit kenañ? Perak 'ta ma Doue? Peogwir n'eo ket graet ganit? Gallout a rez ober gwelloc'h. Bec'h dezhi.
- N'em eus ket soñj ez pije graet evezhiadenn vadelezhus ebet diwar-benn Fulup hag ar steredenn ("pennad a dalvoudegezh", pe me'oar) lakaet gantañ war e bennad. Ha se a oa ur varnadenn, hag unan bersonel ken-ha-ken. Met graet gant ur merour.
- Met m'eus aon zo unan bennak o c'hwezhañ an tan (pe o c'hoari e roñflig, a larfe tud zo), ha gouest e vije marteze da lavarout adarre eo ar re all zo kaoz. Ez an da gerchat dour. Bete-gouzout...Bianchi-Bihan 12 Gen 2008 da 10:45 (UTC)
Evezhiadenn
kemmañSañset e vefe ar bajenn gaozeal-mañ evit kaozeal diwar-benn ar penand stag outi. Mar fellda unan bennak kaozeal diwar-benn traoù all na tennont ket d'ar pennad-resis-mañ e vefe mat dezhe klask ul lec'h all dereatoc'h. A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Gen 2008 da 11:01 (UTC)
- Dres pezh am boa laret pa skriven Setu ur gaoz nevez degaset gant ur merour netra ken nemet evit pellaat c'hoazh eus kaoz ar bajenn Emilia-Romagna .... Ne dlejen ket bezañ respontet d'ur gaoz diroudet abaoe ... tost ar penn kentañ. Keuz bras am eus. Bianchi-Bihan 12 Gen 2008 da 16:59 (UTC)
- Ya, ken kablus on me ha te ha keuz am eus me ivez diouzh ma zu da vezañ kaset ar gaoz war un hent disheñvel diouzh an hini m'eo sañset bezañ implijet ar bajenn gaozeal-mañ evel-just - talvezout a ra an evezhiadenn evit an holl hag abalamour da se eo em boa skrivet "Mar fell da unan bennak" hep menegiñ anav kenlabourer/ez resis ebet. A galon, Neal (Kaozeal) 12 Gen 2008 da 17:24 (UTC)