Kaozeal:Erotegezh

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Erotegezh en henc'hresianeg

Meur a gudenn zo er pennad-mañ.

  • Direizh eo termeniñ an anv-kadarn "erotegezh" dre an anv-gwan "erotek".
  • Ne c'hall den bezañ "dirak ar gwel eus un den all".
  • Un dra bennak erotek eta zo un dra hag a vroud pe a sach an den... Hag erotegezh eo bezañ broudet da lorgnañ un den kunujennus ? Hag erotegezh eo bezañ sachet gant an tan-gwall a zo o paouez pegañ e ti an amezeg ?
  • Disheñvel eo erotegezh diouzh revelezh pe diouzh karantez dre ma'z eo un doug pe ur sach war ar c'horf d'ar broud reizhel, d'ar stad a garantez, da c'hoarioù ar broud erotek. : digomprenus din.
  • pa vez gwalc'het an ezhomm reizhel un den. : ?
  • Erotegezh a vez lavaret eus kened un dra liammet ouzh ar broud reizhel. : n'eus liamm ebet etre kened hag erotegezh.
  • Gant ar wazed eo eus ar gweled dreist-holl e teu an erotegezh. : evel pa ne vefe ket tu da santout an erotegezh en deñvalijenn, dre an touch paneveken, pe dre an ijin anezhañ hepken zoken.
  • Ar merc'hed hepken a vije erotek hervez ar pennad hag e skeudennoù ; ar baotred ivez a c'hall genel an erotegezh, e spered ar maouezi paneveken.
  • Fall-put eo kinnig ar bajenn, gant skeudennoù lakaet forzh pelec'h e-keñver ar skrid, evel p'en defe bet an aozer c'hoant da fourrañ ar muiañ a skeudennoù merc'hed.
  • Anat eo eo bet peget an daveennoù a-ziwar pajennoù Wikipedia all.

2.13.221.148 25 Gen 2015 da 19:59 (UTC)Respont

Ya, fall-put eo dit labour ar re all, Edgar, se a ouzomp a bell zo. Ma fell dit kenlabourat e vo mat ober war un ton all. kalz eus an traoù a zo fall dit a zo heénvel er wikioù all. Kerzh di da gaozeal war an ton-se hag e vi degemeret mat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Gen 2015 da 05:53 (UTC)Respont

Erotegezh en henc'hresianeg

kemmañ

Kemmet eo bet ar pennad gant Edgar dizanv, ma lenner bremañ traoù digomprenus a bep seurt.

oberennoù

kemmañ
Distreiñ d'ar bajenn "Erotegezh".