Kaozeal:Gwilun

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Rannbennad na neptu na hollouezel

Ret eo lakaat un adkas davet Gwilun pe Gwilen. D'am soñj eo boutinoc'h ar furm Gwilun, hag e vije ret lakaat ar pennad dindan Gwilun. Benoni 5 Kzu 2006 da 19:38 (UTC)Respont

  • Ne gav ket din e vije bet ur gwir kaoz a-raok divizout cheñch anv ar pennad-mañ. D'an 18 a viz Here 2006 eo bet savet ar pennad Gwilun endra ma oa bet savet ar pennad kentañ dindan an anv Gwilen d'ar 25 a viz Gouere 2005 gant Ch. Rogel (15 miz a-raok). Ouzhpenn n'eo ket bet treuzkaset istor ha kaozeadennoù Gwilen war pajennoù Gwilun. Gwilen a gaver war geriadur an Here ha war ar gartenn-hent brezhonek embannet gant an Ofis. Kavout a ra din e vije bet tu da zivizout un tammig pelloc'h etrezomp a-raok cheñch an termen-mañ. Il-ha-Gwilen a gaver er c'helaouennoù brezhonek hiziv, dreist-holl. Ur pennad Il-ha-Gwilen zo war ar wiki (gant adkas eus Il-ha-Gwilun da Il-ha-Gwilen) ha gant Gwilen eo bet graet betek-henn evit sevel anvioù ar rummadoù ha rummañ holl gumunioù an departamant-mañ (Rummad Il-ha-Gwilen ha rummad kumunioù Il-ha-Gwilen. Fulup 21 Gen 2007 da 11:15 (UTC)Respont
N'eo ket reizh an abeg roet gant Bianchi Bihan evit cheñch (« Gwilun, stumm geriadur R. Hemon»). Mar karje bezañ sellet a-dostoc'h e-barzh geriadur R. Hemon en dije gwelet Gwilen V. Gwilun p.362. Neuze emañ eta an 2 stumm e-barzh.Rognogno 21 Gen 2007 da 12:49 (UTC)Respont

Abeozen

kemmañ
Gwir eo, n'em boa ket sellet keid-all. Ober a ran gant Gwilun, evel meur a hini, Abeozen e-barzh Hervelina Geraouell, ha tud all c'hoazh a gredan e pennadoù ar wiki. N'ouzon ket peur e oa bet lakaet Gwilen er geriadur-se, met n'em boa ket gwelet implij Gwilen a-raok ganidigezh an Ofis. Techet on da gaout fiziañs e brezhonegerien zo kentoc'h eget e re all. Da bep hini e sioù. Bianchi-Bihan 21 Gen 2007 da 15:56 (UTC)Respont
Gwilen eo an droidigezh kentañ roet da anv ar Vilaine gant Vallée en e c'heriadur. Gwinun zo roet da eil stumm ha Gwilun da drede hepken. Setu ur brezhoneger all zo dellezek eus un tamm evezh eus hor perzh marteze. Memes Favereau a ro Stêr Wilen da gentañ (gant un adstumm en -un)... Setu an arguzenn e vefe nevez Gwilen e-keñver Gwilun er yezh lennek ne dalvez ket kaer, da'm meno atav. Ken bev ha ken bev int bet en XXvet kantved ha kavout a ra din eo Gwilen a lenner/glever muioc'h-mui bremañ. Ma soñj eo atav. Fulup 21 Gen 2007 da 18:06 (UTC)Respont
A-du gant Fulup, pa seller ouzh istor an anv-se e kaver Gwilen e-barzh Feiz ha Breiz e 1931, hag ivez e-barzh Traoniennoù ha kaniennoù mor ul levr a denn d'un danvez holloueziadurel e 1943 (a-raok Abeozen eta). Emaomp o plediñ ivez gant un holloueziadur, hag ar studioù hag al levrioù war an danvezioù deskiñ a gont muioc'h eget traoù all. Menegomp e kaver Gwilen ivez e-barzh Douaroniezh Breizh gant Gw. Bihannig (An Here). Diwar skañv e oa bet cheñchet an titl war ma soñj.Rognogno 21 Gen 2007 da 19:50 (UTC)Respont

Goulenn lakaat Gwilen da bennstumm en-dro

kemmañ

Diwar skañv ha hep kendiviz eo bet cheñchet pennstumm ar pennad-mañ, goulenn a ran ma vo adlakaat Gwilen da bennstumm. Fulup en doa roet abegoù dija uheloc'h.

  • Savet e oa bet ar pennad-se da gentañ gant an anv-se, pell 'zo dija, gwelet amañ [1], ha n'eo ket bet dilec'hiet ar bajenn istor;
  • Ar stumm Gwilen a gaver a-hend-all er wiki brezhonek, anv an departamant Il-ha-Gwilen paneveken.
  • Gwilen eo ar stumm brezhonek koshañ anavezet. Ar stumm kentañ gant geriadur Vallée eo, testeniekaet eo ivez e-barzh Feiz ha Breiz e 1931.
  • Ar stumm implijetañ, a-galz, eo ivez el levrioù dave (levrioù douaroniezh evel Traoniennou ha kaniennoù mor (Sterenn, 1943), Douaroniezh Breizh (Gw. Bihannig, An Here), geriadur an Here, kartenn Breizh an Ofis, Levrioù ha kartennoù TES.
  • Hep tamm kendiviz e oa bet cheñchet an titl, hag an hini en deus graet ar cheñchamant n'en deus ket respontet d'an evezhiadennoù lezet war ar bajenn kaozeadenn.

Goulenn a ran eta ma vo adsavet Gwilen da benstumm.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:10 (UTC)Respont

N'on ket re chalet na gant an eil stumm na gant egile e gwrionez, daoust ha ma rankan anzav em bije graet kentoc'h-me gant ar stumm Gwilun dre m'eo hennezh ar stumm m'ac'h on boas outañ, met n'eo ket abalamour da se, avat, ec'h afen da lâret e vefe hennezh ar stumm reishañ.

--Merour (Neal) (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 10:44 (UTC)Respont

Me a vije evit chom gant ar stumm Gwilun, hag a zo a bell memestra ar stumm implijetañ gant ar vrezhonegerien...Benoni 26 C'hwe 2007 da 11:16 (UTC)Respont
"a-bell"? daveennoù, mar plij. Me 'm eus roet daveennoù evit Gwilen, hag a-du-rall me a c'houlenn ali an holl re o deus labouret war ar pennad (ne vern o soñj) a-raok mont da cheñch anv pennad pe bennad.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 12:07 (UTC)Respont

Un toullad tud amañ a ra gant Gwilun. Mar deo mat an daou stumm n'eus nemet lezel an traoù evel m'emaint. Piv en deus c'hoant da skarzhañ ar stumm a zisplij dezhañ? Kergidu 26 C'hwe 2007 da 11:53 (UTC)Respont

N'on ket enep gwilen, met ober ran gant Gwilun. Shelley Konk 26 C'hwe 2007 da 14:28 (UTC)Respont

Ar stumm koshañ eo Gwilun em eus lennet stank 'barzh Al Liamm abaoe kazi 40 bloaz zo. Krediñ a ran eo bet kinniget gant Théo Jeusset en deus savet stumm brezhonek meur a anv-lec'h e Breizh-Uhel er bloavezioù '30 (Felger, da skouer). Setu perak e ran gant ar stumm "hengounel". Koulskoude e welan ma ra gant Gwilen 1 . Geriadur B-F RH 1993, met Gwilun ha Gwilen a vez kavet e Geriadur RH F-B e 1984 (n'eo ket Roparz Hemon en deus desavet ar c'hemm, d'am soñj 2. Ofis ar Brezhoneg (Termofis). Iskis e kavan an nevezinti-se kontrol d'ar pezh a veze graet a-raok. An tech da "simplifiañ" a gaver muioc'h-mui e brezhoneg, siwazh... Pa teu Vilaine eus (G)Winona e weler eo reishoc'h Gwilun pa vez doujet da reolennoù an adframmañ soniadel (un emdroad da Gwilen a vije dibosubl) . Ma 'z eus un aozadur publik (ar C'huzul-Meur? Ti-kêr Roazhon?) oc'h ober gantañ, ret e vije plegañ d'ar giz nevez. --Ch. Rogel 26 C'hwe 2007 da 17:50 (UTC)Respont

Pep ki zo mestr en e di, pep brezhoneger zo mestr en e yezh. Hag en e yezh emañ er gêr. Ha mar deo mat pep ali, n'eus ket da gaout urzhioù a-berzh akademiezh pe ofis. Ha ma klevit anv eus un ti-kêr a ra gant ar brezhonek (traoñ ha krec'h, ha n'eo ket ur penn-den en ur c'hornig distro anezhañ), kasit keloù din. Shelley Konk 26 C'hwe 2007 da 18:36 (UTC)Respont

N'ouzon ket penaos e c'heller lavarout petra eo ar stumm implijetañ gant ar vrezhonegerien. Mar fell deoc'h gouzout gant peseurt stumm e ran-me, ur brezhoneger e-touez ar re all, ez eo gant Gwilen. N'on ket chalet gant ar pezh a vo lakaet da bennstumm, rak an daou zo en implij (met Gwinun kalz nebeutoc'h).--Llydawr 26 C'hwe 2007 da 21:50 (UTC)Respont

Evit bezañ resisoc'h ez on techet da implij Gwilun (boas lenn AL eus gwechall hag abeg ar gerdarzh em eus meneget), met pa oan o sevel ar pennad "Gwilen" m'oa kavet Gwilen e "Douaroniezh Breizh" hag em eus soñjet e vo diaes chom hep implij ur ger anavezet gant brezhonegerien an dazont. Evit Shelley Konk : ne vo ket strollegezhioù publik brezhonekaet "traoñv ha krec'h", met arbennigourien luget war emdroad ar yezh a c'hell labourat evito. Gwelloc'h chom hep ober gant ar c'hlichedoù e-keñver an dud o labourat en o-unan. N'eo ket bet gwir evit "kumuniezh ar vrezhonegerien" biskoazh. --Ch. Rogel 27 C'hwe 2007 da 00:33 (UTC)Respont

Rannbennad na neptu na hollouezel

kemmañ

Diverket am eus ar rannbennad Harzoù savet gant Bianchi-Bihan, ne oa na neptu na hollouezel, targosoù ne lavaran ket! N'eus tabut ebet evit gouzout hag-eñ eo ar ster-mañ harzoù Breizh pe get. Un tabut zo evit gouzout ma eo dav lakaat an departamant Liger-Atlantel er rannvro velestradurel Breizh, n'eo ket ar memes tra. --Arko 20 Her 2009 da 17:31 (UTC)Respont

Displeget em eus dija ma savpoent: o komz eus ur fed e oan, ar c'hazetennoù (gallek) o lakaat ar Gwilun da vout un harz pa n'eo ket. Bremañ ma fell da Arko gwelout aze un dra ha n'em eus ket lakaet, hama kred eo neptu ar pezh en deus skrivet, ne larin netra ken: pep hini zo lib, et caetera. Bianchi-Bihan 20 Her 2009 da 17:54 (UTC)Respont

Bianchi, n'hallez ket lâr eo ur fed un dra skrivet pe lâret gant ur c'hazetenner. N'eo ket evel-se e vez labouret er wikipedia. Klask d'en em abegiñ te da-unan ur wech an amzer. --Arko 20 Her 2009 da 18:10 (UTC)Respont

Er wikipedia-mañ, evel er re all, e weler ar skridoù evel traoù a zo bet skrivet, ha setu ur fed. Petra zo gwir er Pevar Aviel pe e Mein Kampf n'eo ket hon afer, met komz eus ar skridoù-se en un doare neptu, setu ar pezh zo d'ober. Ma ne welez ket se n'hallan ober netra. Pezh zo skrivet e Ouest-France diwar-benn ar Gwilun zo ur fed, a ziskouez emañ ar c'hazetenner a-du gant ar Pays de Loire. Ma fell dit kuzhat ar fed-se, e teu da vezañ afer ar wikipedia penn-da-benn. Aet on skuizh o klas displegañ ar memestra atav. Trawalc'h eo din embann amañ e fell d'un den kuzhat ur fed, ha mont a ran en-dro da blediñ gant Nafarroa hag an 200 pennad a vank evit tizhout an 30 000. Bianchi-Bihan 20 Her 2009 da 18:30 (UTC)Respont
Beñ ar Pevar Aviel ha Mein Kampf n'int ket mediaoù just awalc'h. Er wikipedia ne vez kavet nemet fedoù, paz targosoù (zoken skrivet, zoken skrivet gant ur c'hazetenner eus Ouest-France!). War e seblant n'az peus ket komprenet mat petra e oa ar raktres holloueziadel-mañ. --Arko 20 Her 2009 da 18:49 (UTC)Respont
Gwir eo n'hon eus ket komprenet ar memes tra. Fentus gwelout hon eus savet un toullad pennadoù koulskoude. Paz? Peseurt paz? Bianchi-Bihan 20 Her 2009 da 20:27 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Gwilun".