Broioù al Liger

rannvro melestradurel Bro-Frañs
(Adkaset eus Pays de Loire)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Broioù al Liger
Broioù al Liger
Anv gallek (ofisiel) Pays de la Loire
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Pennlec'h
(prefeti)
Naoned
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro
Amzer gefridi
Christelle Morançais
2015-2028
Prefed(ez) Didier Martin
Kod INSEE 52
Lec'hienn web http://www.paysdelaloire.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 3 832 120 ann. (2020)[1]
Stankter 119 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 47° 12′ 41″ Norzh
1° 31′ 31″ Kornôg
/ 47.2113, -1.5252
Gorread 32 082 km²
Adrannoù
Departamantoù Liger-Atlantel, Vande, Mayenne, Sarthe, Maine-et-Loire
Niver arondisamantoù 16
Niver kantonioù 107
Niver etrekumuniezhioù
Niver kumunioù 1 238

Broioù al Liger pe Pays de la Loire (hervez an anv ofisiel) zo unan eus rannvroioù Bro-C'hall, krouet gant ar gouarnamant gall e 1955, war-lerc'h ur rannvro velestradurel krouet e 1941. Pemp departamant zo bodet enni : Maine-et-Loire, Sarthe, Mayenne, Vande ha Liger-Atlantel. Da lavarout eo emañ e-barzh ar memes rannvro:

Orin ar rannvro

kemmañ

E-pad an Dispac'h Gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790 e voe rannet Breizh e pemp departamant : Morbihan, Finistère, Côtes-du-Nord, Ille-et-Vilaine ha Loire-Inférieure.

E 1941 e voe krouet div rannvro gant an dekred Pétain-Darlan :

  • ur rannvro Bretagne, hep al Loire-Inférieure
  • ha rannvro al Liger, Añje he c'hêr-benn, gant al Loire-Inférieure met hep ar Vendée ha gant an Indre-et-Loire.

Er bloavezhioù 1960 ha 1970 e teu da vezañ ur rannvro velestradurel hep goulenn meno ar geodederien nag hini an dilennidi.

Brudañ ar rannvro

kemmañ

Broioù al Liger a vije ar rannvro c'hall hag a zispign ar muiañ evit en em vrudañ. (Daveoù a vank) Ur skoed ardamez zo bet krouet, met n'en deus reizhegezh istorel ebet. N'eus ket pell ez eus bet ijinet ul logo nevez ivez.

Kalz burutelladennoù zo diwar he c'hont. Ar gevredigezh, Breizh Adunvan, a stourm evit adunvaniezh Breizh abaoe ar bloavezhioù 1970.

An diversivie eo anv he c'houlzad ziwezhañ, diwar-benn liested ar rannvro.

Klask gwrizioù Broioù al Liger en Istor

kemmañ
 
Ar proviñsoù gall ha broioù al Liger.

Hervez darn e oa dija eus Broioù al Liger en amzer ar C'halianed: [1]

Broioù al Liger war ar c'hirri-tan

kemmañ

Abaoe m'eo kemmet ar plakennoù kirri-tan e vez lakaet arouez rannvro Broioù al Liger war girri Bretoned Bro-Naoned, met ingalet ez eus bet ivez gant emsaverien pegsunioù war skouer reoù rannvro Breizh da begañ war-c'horre.

2018 : ur gêriadenn tennet digant Broioù al Liger evit he lakaat er Rannvro Breizh

kemmañ
  • D'an 1 a viz Genver 2019 e voe tennet La Lamberdais digant Broioù al Liger ha staget ouzh Breizh[2].

Levrlennadur

kemmañ
  • François Lebrun, Histoire des Pays de Loire, éd. Privas, coll. Univers de la France, 1972. Abaoe 1972 eta e vez klasket brudañ ar broioù-se.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ