Kaozeal:Imprimatur
Da ziwall zo :
builh f./m. -où, -ed (religion) Bulle. (Devri : Le dictionnaire Diachronique du Breton / builh)... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Mez 2017 da 10:06 (UTC)
- Benel hepken e geriadur Martial Ménard (2012)... ha gourel hepken e hini Al Liamm (2014) ! — Lagad Zoltec (kaozeal) 29 Mez 2017 da 10:14 (UTC)
- Ya, peadra zo da sodiñ :
- BULLE (du Pape) lizer siellek (ar Pab) m. pl. iou, ou, builh f. pl. ou. gant Frañsez Vallée...--Prieladkozh (kaozeal) 29 Mez 2017 da 10:42 (UTC)
- Ya, peadra zo da sodiñ :
Tizhet e oa bet ar ger "builh" gant an dreuzreviadezh e geriadur (1978) Roparz Hemon 'm eus aon :
- pajenn 119 ; builh m. -où bulle (du Pape).
- pajenn 58 (FRANÇAIS BRETON) ; bulle klogorenn* 1; th. builh* 1. (Le signe * après un nom indique que ce nom est féminin. Les autres noms sont masculins.).--Prieladkozh (kaozeal) 29 Mez 2017 da 15:12 (UTC)
Imprimatur
kemmañAr memes ger ha lenner : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Imprimatur&type=revision&diff=1753188&oldid=1753182. Ouzhpenn eo kontrol da voazioù wikipedia (e lizherennoù bihan) da skrivañ ar gerioù e lizherennoù tev. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 06:51 (UTC)
E peseurt pajenn eus adembannadur Toull al Lakez e weler an imprimatur? 193.49.222.30 30 Mez 2017 da 10:14 (UTC)
- N'eus imprimatur ebet en adembannadur 1930 a zo em c'herz ; en embannadur orin hepken (1878) ez eus unan moarvat. — Lagad Zoltec (kaozeal) 30 Mez 2017 da 10:24 (UTC)
- Lakaet e oa bet adembannadur 1930 ganin da ziskouez e oa skrivet Lan Inisan, ha n'eo ket Lan Inizan, ennañ. E-barzh an embannadur-se e c'haller lenn ivez an notenn-mañ : (1). — En eur pennad dourn-skrid, an abad Inisan a ra d'eomp da anaout en deus atao Inisaned Lanzeon skrivet o hano, adalek 1587, gant eun S ha neket gant eur Z.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mez 2017 da 10:45 (UTC)
D'ar mare-se eo ret ober gant anvioù Bernard Tanguy, Jacques Conan, Francis Favereau, Tanguy Malemanche, François Luzel, Louis-Paul Nemo. Politikerezh skrivañ an anvioù brezhonek, evel hini ar peurunvan ( a zo unan eus diazezoù ar wikipedia brezhonek, an eil o vezañ reolennoù skrivañ ar wikipedia hag ar wikimammenn) n'hall ket bezañ graet gant UR brezhoneger hepken, ha ma vez kemmet (why not?) ne vo kemmet nemet goude ur votadeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 12:48 (UTC)