Imprimatur
An imprimatur ("ra vo moullet") eo an aotre da embann roet en Iliz katolik gant an eskob.
Orin istorel an imprimatur eo ar vuilh babel Inter sollicitudines embannet d'ar 4 a viz Mae 1515 gant Leon X.
An imprimatur katolik zo teir siell anezhañ : an imprimi potest ("moullañ a c'heller"), an nihil obstat ("netra ne vir"), hag an imprimatur end-eeun.
Oberennoù zo bet embannet hep imprimatur, gant beleien zoken(Daveoù a vank), met alies e vez lakaet neuze ul lizher a-berzh an eskob evel rakskrid, da gemenn eo kristen spered an oberenn.
An oberennoù a rank kaout un imprimatur
kemmañHervez ar gwir kanonek, gwir an Iliz, en hon amzer (rannoù 822 betek 832), ez eus oberennoù hag a rank kaout un imprimatur evit gallout bout moullet : ar skridoù relijiel (levrioù pedennoù, katekizoù, bibloù, doueoniezh, gwir hag istor an Iliz).
Lod levrioù zo bet embannet gant aotre an eskob hep ma vefe moullet ar ger imprimatur. Ur skouer eo Kantikou brezounek – Eskopti Kemper ha Leon, "moullet e ti Arsène de Kerangal, mouller an Eskopti", ma lenner :
ADOLPHE DUPARC, Eskop Kemper ha Leon,
Rei a reomp kounje d'ann A. DE KERANGAL, mouller ann Eskopti, da voulla Kantikou Brezounek Eskopti Kemper ha Leon, renket a nevez dre urz ann Aotrou'nn Eskop Nouvel.
Roet e Kemper, gant hor sinatur, siell hon armou ha sinatur hor Sekretour, ann 2 a viz Here 1908.† ADOLPH, Eskop Kemper ha Leon.
Dre urz ann Aotrou'nn Eskop : J. M. PILVEN, Chaloni a henor, Secret. jeu. ann Eskopti.
Skouerioù
kemmañ- E 1878, er gontadenn Toull al Lakez[1] gant Lan Inisan, e penn-kentañ an oberenn, e lenner : IMPRIMATUR[2].
- E 1912, e deroù Bue ar Zent gant Yann-Vari Perrot (renket a-nevez gant Erwan ar Moal), e lenner Nihil Obstat hag IMPRIMATUR[3] (n'eo ket niverennet ar pajennoù kentañ).
- E 1924 : e Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger[4].
- E 1929, e Laouig ar Penker eun danvez beleg gant Lan ar Bunel, er bajenn 6, e lenner : Aotre da voula[5].
- E 1929 e voe embannet Buhez Mikael an Nobletz ar chaloni Uguen gant nihil obstat hag imprimatur roet d'ar 1añ a viz Genver 1928.
- E 1932, el levrig An eur zantel en ti e doug an noz emañ ar menegoù : « Nihil obstat: Jean-Romain GUÉGUEN, Chanoine titulaire, Censeur. Quimper, 3 mai 1932. » ha « Imprimatur: Quimper, le 27 mai 1932. P. JONCOUR, V. G. »[6].
- E 1944, e Kenteliou Santez Elizabed a Hongri, e lenner war ar golo diabarzh, pajenn 33 hogen hep niverenn : Nihil obstat, Imprimi potest hag Imprimatur.
Levrlennadur
kemmañ- Vittorio Frajese, La censura in Italia: dall'Inquisizione alla Polizia, Roma, Laterza, 2014, p. 16 (ISBN 978-8-8581-1100-0).
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Toull al lakez, embannadur kentañ. A c'haller lenn e lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2.
- ↑ ÉVÊCHÉ DE SAINT-BRIEUC & TRÉGUIER, roet d'ar 21 Juin 1878 gant AUG. CHATTON, VIC. GEN..
- ↑ Buhez ar Sent/1912.
- ↑ Da lenn e Wikimammenn : Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.
- ↑ Roet e Kemper d'an 22 c'houevrer 1929 gant P. MESSAGER, vikel-vras.
- ↑ « An eur zantel en ti e doug an noz – Gant an Tad Mateo Crawley-Boevey euz Urz âr C'halonou Sakr (Picpus) » ; meneg ebet eus an ti-embann pe eus an ti-moullañ.