Toull al Lakez
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Toull al Lakez a zo ur gontadenn savet gant an abad Lan Inisan (1826-1891) hag embannet e 1874 er gelaouenn vrezhonek sizhuniek[1] Feiz ha Breiz.
Istor
kemmañE dibenn 1865 e oa erru Lan Inisan da gelenn e skolaj katolik Le Neubourg, ur barrez vihan eus Normandi, e departamant an Eure . D'ar 1añ a viz Here 1869 e voe anvet da berson Saint-Denis-des-Monts, nepell eus Évreux (en Eure ivez). Alese e rankas tec'hel pa voe ac'hubet ar vro gant ar Brusianed e 1871 : distro da Winevez, hag en em gavet dibarrez, e krogas eno gant e gentañ oberenn e brezhoneg — Toull al Lakez — evit doare.
Kentañ embannadur
kemmañEmbannet e oa bet, da gentañ-penn, e peder niverenn eus Feiz ha Breiz :
- DISSADORN 18 EBREL 1874, N° 481, pajennoù 87-88,
- DISSADORN 25 EBREL 1874, N° 482, pajennoù 94-96,
- DISSADORN 2 MAE 1874, N° 483, pajennoù 103-104,
- DISSADORN 9 MAE 1874, N° 484, pajennoù 110-111.
N'eo ket anv leun Lan Inisan a gaver e dibenn pep rannbennad dre ma kavas gwelloc'h an den-a-iliz ober gant al lizherennoù D. L. (evit Dom Lan). Niverelaet eo bet ha gallout a reer he lenn war lec'hienn Eskopti Kemper ha Leon[2].
Adembannadurioù
kemmañDa-heul an imprimatur sinet d'an 21 a viz Mezheven 1878 gant Auguste-Marie Chatton (1825-1914), hag eñ vikel-vras Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, e voe embannet dindan stumm ul levr seizh pajenn ha tri-ugent ennañ gant ti-moulerezh Jean-Baptiste (1778-1838) hag Alain Le Fournier (1750-1814) e Brest ha J. Salaun e Kemper. Kavout a c'heller un doare niverelaet anezhañ war lec'hienn Skol-veur Roazhon 2[3].
Embannet e voe ivez war Le Courrier du Finistère e 1887.
Embannet e voe ivez gant Frañsez Vallée er gelaouenn Kroaz ar Vretoned d'ar 17, 24 a viz Du, d'ar 1añ, d'an 8, d'ar 15, d'an 29 a viz Kerzu 1912, d'ar 5 ha d'an 12 a viz Kerzu 1913.
Un eil adembannadur a voe kaset da benn e 1930[4], skeudennaouet ar wech-mañ, gant Adolphe Le Goaziou (1887-1953) e Kemper ha Désiré Derrien e Brest.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Ne voe sizhuniek nemet etre 1865 ha 1884.
- ↑ Feiz ha Breiz 1874 consultable en ligne.
- ↑ Dastumadoù niverelaet levraouegoù Skol-veur Roazhon 2
- ↑ Doare 1930 Toull al Lakez war al lec'hienn Wikimammenn.