Kaozeal:Infant
Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant 2A01:CB08:890E:C600:3980:F49:2A6D:82E5
Kement-mañ zo bet lakaet gant un dorn IPus fazius : Yaouer eo ar ger brezhoneg.Geriadur Favereau, Geriadur Ménard.
- yaouaer a vez skrivet, ha n'eo ket yaouer.
- yaouaer n'eo ket infant, hag ur fazi zo en daou c'heriadur.
Se zo kaoz e vo tennet ganin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Mez 2015 da 04:53 (UTC)
- N'eus fazi ebet er geriadurioù meneget, nag e Geriadurig Brezoneg-Galleg Émile Ernault (Emgleo Breiz, 1984, p. 443).
- Cadet = "eil-henañ", "eil-koshañ" ("etre-henañ" pe "hanter-henañ" pa vez tri bugel, ger resis ebet en tu arall da dri bugel, war-bouez an hini yaouankañ). An eil bugel bet ganet en un tiegezh eo neuze.
- Puîné e oa ar ger betek an XVIIIvet kantved (Le Robert), da lavaret eo "bet ganet goude ar bugel henañ" > "yaouañ" (a-g), "yaouaer" (a-k). Talvezout a ra evit an holl vugale bet ganet goude an hini kentañ. Abaoe ar XVIIvet kantvet e ra ar C'hallaoued benjamin eus ar bugel yaouankañ en un tiegezh, ha pa vefe 8 pe 9 araozañ ; "gwidoroc'h" eo ar ger brezhonek resis, a-douez reoù poblek evel "bidoc'hig", "bilostig", "gourig", nes komz eus "dilerc'hadenn" ha "lostig an ti", met ur yaouaer eo ar "galonig" evelkent.
- Meur a ster zo d'ar spagnoleg infante (gw. Real Academia Española) :
- bugel yaouankoc'h evet 7 vloaz ;
- den kar d'ar roue hag en deus bet, dre c'hras hennezh, an titl a infante pe infanta ;
- pep hini eus bugale reizhwir ar roue a zo bet ganet goude ar priñs pe ar briñsez > youaer, evel meneget er geriadurioù brezhonek ;
- betek mare ar roue Juan I de Aragón (1350-1396), kentañ bugel ar roue.
- > Ne c'haller ket skrivañ neuze e oa Don Juan Manuel *infant Kastilha (mab-bihan d'ur roue e oa).
- > N'eus ger brezhonek ebet em zeulioù evit treiñ ar spagnoleg infante ; pelec'h eta emañ testeniekaet *infant ?
- 90.32.159.112 21 Mez 2015 da 19:31 (UTC)
Anaout a ran ar geriadurioù-se hag ar ger gallek cadet. Gwir a larez,
- meur a ster zo d'ar ger infante e spagnoleg : sklaer eo eo diwar-benn pehini anezho eo ar pennad-mañ;
- Don Juan Manuel ne oa ket infant Kastilha, petra bennak ma oa mab-bihan d'ur roue :reizhet e vo neuze.
Un draig all:
- N'eus ger brezhonek ebet em zeulioù evit treiñ ar spagnoleg infante ; pelec'h eta emañ testeniekaet *infant ? Em zeulioù-me eo testeniekaet ar ger infant, hag implijet er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mez 2015 da 06:39 (UTC)
>>Wikipedia ne c'hall ket bout un dave da Wikipedia, evel-just. E peseurt skrid a-douez ho teulioù-c'hwi emañ testeniekaet *infant neuze, ma vo lakaet da zaveeen er pennad ? 90.32.159.112 22 Mez 2015 da 19:17 (UTC)
- Ur ger goveliet gant Bianchi-Bihan/Mark Kerrain eo *infant(ez), hep mar ebet ; roet daveoù solius mard eus bet biskoazh eus ar ger-se e brezhoneg. Faziet eo Favereau ha Ménard, hervezañ : ha Devri ? --2A01:CB08:890E:C600:3980:F49:2A6D:82E5 26 Kzu 2021 da 15:55 (UTC)