Kaozeal:Kalifornia
Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Daveoù all
California pe Kalifornia? Carolina pe Karolina?Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 13:06 (UTC)
- Kalifornia a zo testeniekaet mat e brezhoneg din da c'hoût. Benoni (Kaozeadenn) 27 Gwe 2007 da 14:00 (UTC)
- N'eo ket a-walc'h lavarout eo testeniekaet, ret eo reiñ un testeni.
- Din da c'houzout n'eo ket, met n'em eus ket lennet pep tra.
- Setu unan: anv ebet nag eus Kalifornia na Karolina e geriadur divyezhek RH. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 15:56 (UTC)
Daveoù
kemmañSetu un nebeud daveoù bet kavet ganin Neal (Kaozeal) 27 Gwe 2007 da 16:05 (UTC)
- "California": Barret, C. (troet Drezen, P). 2004. Kentel 4. Stadoù-Unanet Amerika, ur Stad dresitgalloudus, Tap da Vak. Geografiezh (p.47), Sant-Brieg: TES
- "California": Aoustin, F. & Brignon, J. (troet Drezen, P.). 2006. Kentel 22. SUA: ar galloud ekonomikel, Tapdavreved. Istor.-geo deskadurezh keodedel kentelioù ha metodologiezh 3de, (p.144), Sant-Brieg: TES
- Troidigezh un den eo, war a hañval, a c'haller burutellat, evel ne vern peseurt skrid, met un testeni fetis eo ivez. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 16:38 (UTC)
- davennoù fetis a oa bet goulennet, klasket am eus. d'an nebeutañ eo bet implijet an hevelep stumm en daou levr-se an troour-se (a-wezhoù ne degouezh ket evel-hen...).
- Gwir eo ne gaver ket "Kalifornia" e RH, met, kaer am eus klask met ne gavan ket "California" ivez....
- Din-me eo heñval an eil stumm pe egile, daosut ha ma rafen a-walc'h gant ar stummoù orn atav ma vefe ret dibab pe c'hoazh ober gant ar "k" atav, rak betek-hen en daveennoù embannet bet kavet ganin war an dachenn-mañ betek-hen n'emañ ket sklaer na tamm ebet pegoulz ha perak eo bet dalc'het d'ober gant ar "C" pe ar "K" pe get... (s.o. Kaozeal:Roll riezoù ar Bed).
Daveoù all
kemmañGeriadur Favereau a ro Kaliforni ha Kalifornia (sellet amañ), testeniekaet eo stank ar furm Kalifornia war internet (klask war google da skouer, skouer amañ hag amañ), hag all. Benoni (Kaozeadenn) 27 Gwe 2007 da 16:37 (UTC)
- N'eus ket mall. Ha dreist-holl n'eus ket mall kemm. Arabat mont re vuan, tech gwelet re alies dre amañ.
- Gwelloc'h studiañ mat ur ger a-raok degemer n'eus forzh petra, n'eus forzh penaos. Gortozomp ha gwelomp.
- Ma heulier skouer(ioù) Francis Favereau, e oa ret heuliañ anezhañ ivez evit traoù all, a zo bet distaolet gant Benoni peogwir e oant e geriadur Favereau, ha n'eus ket keit-se. Gwir pe n'eo ket?
- Ma fell dezhañ heuliañ Favereau amañ, pa ro daou anv, war beseurt diazez e tibabo an eil kentoc'h eget egile?
- Ma vez kavet mat ar ger peogwir emañ e-barzh blog n'ouzon ket piv, neuze e vo ret dezhañ degemer gerioù evel restaurant, ha nouspet all skrivet n'eus forzh penaos e-barzh ar blog-se. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 16:52 (UTC)
- Goulennet peus daveoù, roet 'm eus daveoù. N'on ket atav a-du gant Favereau, ha n'eo ket peogwir eo barzh Favereau pe blog mañ blog eo ret e heuilhañ. Mod all, ez personel, e kavan gwelloc'h ober gant Kalifornia, evel ma vez graet gant Kaledonia Nevez, Kambodja, Kab Glas, Kameroun, Kanada, Kolombia, Komorez, Kongo, Korea, Kroatia, Kuba, Kebek, Katalonia, Korsika, Karelia, hag all. An holl furmoù-se a zo digemeret gant geriadur An Here hag an Ofis. Hervez poell ar skouerioù-se e vije ret ober ivez gant Kalifornia. Benoni (Kaozeadenn) 27 Gwe 2007 da 17:03 (UTC)
- Setu arguzennoù fetisoc'h. D'am soñj eo poellek kemer harp war gerioù evel Kanada, Kaledonia Nevez, Korsika, Katalonia, a zo splann o implij, evit mont betek penn. Met ne dalv ket Kab Glas (un droidigezh), Komorez (brezhonekadur) d'am soñj en arguzenn...
- Ret eo gouzout ivez, diwar skouer roet gant Neal, ne blijo ket d'an holl brezhonekaat anvioù spagnolek pe latin evel Colombia, Cuba, California, Caledonia ...
- Ret eo klask poell ha furnezh. D'am soñj e c'haller lavarout bremañ eo sklaer an dibab: K atav, ha mat pell zo. Aesoc'h evel-se. A-hend-all e vije ret klask ar vevenn: perak Kalifornia, ha perak Colombia (lakaomp)?
- Ha koulskoude ... Curaçao pe Kurasao ? Enez Tristan da Cunha, pe Tristan da Kunia?
- Arabat brezhonekaat pep tra: Caracas, Quito. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 17:32 (UTC)
- Goulennet peus daveoù, roet 'm eus daveoù. N'on ket atav a-du gant Favereau, ha n'eo ket peogwir eo barzh Favereau pe blog mañ blog eo ret e heuilhañ. Mod all, ez personel, e kavan gwelloc'h ober gant Kalifornia, evel ma vez graet gant Kaledonia Nevez, Kambodja, Kab Glas, Kameroun, Kanada, Kolombia, Komorez, Kongo, Korea, Kroatia, Kuba, Kebek, Katalonia, Korsika, Karelia, hag all. An holl furmoù-se a zo digemeret gant geriadur An Here hag an Ofis. Hervez poell ar skouerioù-se e vije ret ober ivez gant Kalifornia. Benoni (Kaozeadenn) 27 Gwe 2007 da 17:03 (UTC)