Kaozeal:Konfusianegezh

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Dibab Konfusianegezh

konfusiegezh eo ar ger e-barzh geriadur Hemon-Huon Bianchi-Bihan 13 Gen 2011 da 12:02 (UTC)Respont

Ya, konfusiegezh an hini a gaver e geriadurioù bihan Roparz Hemon, ha kredenn Konfusius e re Vallée ha Favereau. Peseurt abegoù zo d'ober kentoc'h gant konfusianegezh ? --Llydawr 25 Gen 2011 da 21:01 (UTC)Respont

Dibab Konfusianegezh kemmañ

Diwar ar patrom kornogel/latinaet em eus graet gant Konfusianegezh
• Kong Fu Zi > en. + fr. Confucius > br. Konfusius
Confucius > en. Confucian/Confucianist, fr. Confucéen/Confucianiste > en. + fr. Confucian-ism(e)
• br. Konfusius > Konfusian > Konfusian-egezh
– Ur ger droch eo *Konfusi-egezh da'm meno, peogwir e ra dave da Gonfusius war-eeun, padal e ra Konfusianegezh dave da heulierien Konfusius, ar Gonfusianed, a savas ar Gonfusianegezh. Ken droch all eo Bouda-egezh er c'heñver-se.
Evit a sell ouzh "lezenn Konfusius" (Vallée) : estreget "lezenn" (?) Kong Fu Zi zo er Gonfusianegezh !
Siubhán McGunn 29 Gen 2011 da 09:14 (UTC)Respont

Kompren a ran da evezhiadennoù, met goude marv ar profed ne vez ket mestr war e gelennadurezh ken. Krist me Marx e ve. Planedenn an holl brofeded; ha pep kelennadurezh. Bianchi-Bihan 29 Gen 2011 da 09:35 (UTC)Respont
Evit a sell an drocherezh, ne welan ket. Platon, platonad, platonegezh. Marteze e vank un tamm poell, met ne vez ket poellek ar yezh nag ar yezherien atav. Ali personel evel-just. Bianchi-Bihan 29 Gen 2011 da 17:03 (UTC)Respont

Chalet on gant ar gudenn(ig)-se a-benn ar fin, pa lavarit ker gwir ha me. Prederiet em eus un tamm neuze.

  • Mar kemeran Kong Fu Zi latinaet ha hep an dibenn -us da wrizienn, evel en ho keriadur e ro ez-reizh : Konfusi-egezh, Konfusi-ad/-at ha Konfusi-idi > kleiz eo *Konfusiidi da-geñver reizhskrivadur (met reizh a-fed stumm ha distagadur) > Konfusidi, a zo kammoc'h c'hoazh evit abegoù kontrol.
  • An darn vrasañ eus an dud a lennje /Konfusyegezh/ ha /Konfusyad/ > ha ret e vije skrivañ Konfusïegezh ha Konfusïad (ha Konfusïidi war ar marc'had) ?
  • Emaon o labourat war ar prederour 墨子 Mo Zi, a zo e penn ar skol Gonfusian/Gonfusiat anvet ca:moïsme, en:mo(h)ism, es:Mohismo/moísmo, fr:mohisme/moïsme, ru:Моизм hag all > kudennoùigoù reizhskrivadur zo e yezhoù all ivez, neuze.

Evel-just em eus graet e brezhoneg gant Moegezh, Moad/moat ha Moidi en abeg da zistagadur ha reizskrivadur Moziegezh, Moziad/at ha Mozi(i)di.

  • Emaon ivez o labourat war ur C'honfusian/C'honfusiad all anvet 孟子 Meng Zi, latinaet e Mencius . Meng Zi eo chomet e brezhoneg ganin, ne'm eus ket graet gant Mensius, ha dre chañs n'eus ket anv neblec'h eus ur skol anvet Mensiegezh heuliet gant Mensïidi...

En diwezh : gwelloc'h e vije din delc'her da Konfusian/-ed/-egezh, met mard eo ret heuliañ ho keriadur e plegin hag e kemmin kement tra rekis er pennadoù am eus savet – labour a vije !
Siubhán McGunn 30 Gen 2011 da 12:03 (UTC)Respont

Kentañ tra , arabat kemm a-raok bezañ peursur e vije ret. Gwelloc'h kemer amzer ha kaozeal sioul. Me gav eo sklaer distagadur moziegezh pa ouzer e teu eus Mo Zi. A-hend-all e c'hallfe tud ar vensiegezh bezañ mensieien, hag e c'hallfemp kaout platoneien, sarkozieien, ha me oar. Ur soñjig n'eo ken. Bianchi-Bihan 30 Gen 2011 da 14:54 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Konfusianegezh".