Kaozeal:Krign-bev

Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Prieladkozh e kaozeadenn Karg

Piv a ra gant ar ger kankr? Krank a vez laret a-wechoù, stumm brezhonek ar ger latin cancer. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 16:10 (UTC)Respont

Ne gaver neblec'h ar ster "krign-bev" gant ar ger "krank" ; al luc'haj gallek a ra crabe eus cancer dre hevelebiezh.
Kankr avat zo testeniekaet e Geriadur Ménard, p. 204b, ma tiforc'has etre "krign-bev" ha "krank" dres a-walc'h. Marteze ez eo "kankr" kar d'ar galleg chancre, a zo "livant" e brezhoneg ; "malitouch" (mal-y-touche) zo kenster gant "livant". — Lagad Zoltec (kaozeal) 30 Mez 2017 da 16:38 (UTC)Respont

Da ali eo. Unan all : ar c'hrank eo al loen-arouez anavet evel cancer er zodiak. N'eo ket ret tremen dre da luc'haj gallek. Kankr a zo ur brezhonekadur (tre evel sikofant), hini cancer, a oa brezhonekaet dija e krank, neuze un advrezhonekadur (diezhomm? da bep hini da welet), nemet divetatezennet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 16:51 (UTC)Respont

"Kankr" zo ur ger bet degaset gant Guy Étienne, e skridoù Preder, e dibenn an 20vet kantved. Dastumet eo bet gant Ménard evit e c'heriadur, evel un toullad gerioù prederek all, en implij pe dizimplij.

Trugarez. Kankr ha krank n'int nemet ar memes ger... netra gizidikoc'h eget un tamm vetatezenn. 30 Mez 2017 da 17:06 (UTC)

Kankr ar brezhoneg eo kleñved an alternative truths. A-dugarez da ‎2.13.228.73 e ouzer ez eo testeteniekaet "kankr" div wech da nebeutañ, met ne vern : Bianchi-Bihan a ziviz petra zo brezhonek ha petra n'eo ket. Un dra hag am laka da c'hoarzhin abaoe bloavezhioù eo "krank" evit cancre e geriaoueg RH 1985 – komzit eus *metatezenn ! — Lagad Zoltec (kaozeal) 30 Mez 2017 da 17:22 (UTC)Respont

Da lenn : Follenn-nij ADEC 29...--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mez 2017 da 17:35 (UTC)Respont

Bianchi-Bihan a ziviz petra zo brezhonek ha petra n'eo ket : gwall fall eo da vemor, te a ziviz petra n'eo ket, hag a laka da nihil obstat seul wech ma tisplij ur gerig dit : sikofant, ha me 'oar. Me zo techet da zegemer evel brezhoneg ar gerioù a implijan em brezhoneg. Nemet un dra a bouez zo etrezomp : gwech ne c'houlennan digant den ober gant ar ger ne blij ket dezhañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 17:45 (UTC)Respont
Grit un dro e TermOfis a-raok klemmichal. Trugarez deoc'h, koulskoude, pa gadarnait ar pezh am eus skrivet : Me zo techet da zegemer evel brezhoneg ar gerioù a implijan em brezhoneg. !
Biskoazh ne'm eus goulennet diganeoc'h ober gant ur ger na blij ket deoc'h ; testeniekaet eo "kankr", tra ken.
Ar pezh a zlefec'h kompren eo natur Wikipedia : un holloueziadur, i.e ur c'horfad ditouroù a-zivout gouiziegezh mab-den d'ar mare ma skriver, ket en dazont. Arabat eo neuze goveliañ gerioù evel *sikofant hag *apotropaik (gant ur fazi brezhoneg mantrus) hag o flantañ e-barzh evit ma talvezfent en dazont : renabliñ gouiziegezh mab-den eo Wikipedia, e gas a-hed hag a-dreuz n'eo ket. — Lagad Zoltec (kaozeal) 30 Mez 2017 da 17:57 (UTC)Respont

Ne c'hovelian netra : ur ster resis a roan d'ar ger-se, ha n'eo ket n'eus forzh petra eveldout ez frazenn. Un dra az pefe da zeskiñ : chom hep kunujenniñ an dud a-raok kaozeal gante. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 18:06 (UTC)Respont

N'eus kunujenn ebet em skrid, ha mard em bije skrivet kement a gujunennoù hag hoc'h eus-c'hwi graet e Wikipedia e ouijen chom hep tamall den pe zen.
Ne c'hovelian netra : ur ster resis a roan d'ar ger : evel pa vefe bet eus er gerioù *sikofant hag *apotropaik a-raok ma vefent ijinet ganeoc'h ; ne oa ster ebet dezho, pa ne oa ket anezho (prouit ar c'hontrol, me ho ped) ; ha c'hwi zo karget da reiñ ster pe ster da c'her pe c'her e yezh pe yezh ? Na pegen emvennus...
Adlennit ar pezh am eus skrivet diwar-benn natur Wikipedia, a zo sklaer a-walc'h koulskoude – nemet ne lennit ket, klask armoù evit tagañ ha chom gant ho meno a rit. Ha c'hwi a skriv a-zivout "kaozeal gant an dud" ! — Lagad Zoltec (kaozeal) 30 Mez 2017 da 18:24 (UTC)Respont

Boazioù fall az peus : krediñ eo trawalc'h an dismegañs evel arguzenn en ur gaoz, ha trawalc'h kontañ gevier diwar-benn an dud evit ma vefent kredet. Ar gerioù zo e yezhoù all n'int ket goveliet pa vezont lakaet e brezhoneg : amprestet e vezont, netra ken. Hag ar ger kankr zo un amprest all. Ha kontrol dit ne gredan ket bezañ karget a gefridi. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 18:37 (UTC)Respont

Karg kemmañ

Kankr ar brezhoneg eo kleñved an alternative truths. da laras egile . Peseurt blaz zo war frazennoù zo eus Follenn-nij ADEC 29... Evel "e karg ma yec'hed emaon" ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2017 da 19:56 (UTC)Respont

Gwelloc'h eo skrivañ traoù e-giz  : "goude en dadstumad dalif Le Colporteur en 19001" pe c'hoazh "marvet da 5 ploaz" ?

Doareoù dre zindan ar Zoltec adarre. M'en argas. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Gou 2017 da 09:35 (UTC)Respont

Me n'on ket ‎2.12.35.224 ; prouit ar c'hontrol a-raok barn ha falstamall. — Lagad Zoltec (kaozeal) 1 Gou 2017 da 10:10 (UTC)Respont
Gwir eo, ar frazenn a-us a oa skrivet ganin, ha n'on ket Lagad Zoltec.

Pep hini e zoareoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Gou 2017 da 11:40 (UTC)Respont

N'eo ket difennet kinnig ho tigarezioù d'an implijer Lagad Zoltec bet tamallet e gaou ganeoc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 2 Gou 2017 da 09:29 (UTC)Respont

Me ivez n'on ket ‎2.12.35.224 ha prou ar c'hontrol.
Distreiñ d'ar bajenn "Krign-bev".