Nihil obstat
Nihil obstat zo ur bomm latin lakaet gant an eskob war levrioù zo, hag a dalvez ne vir netra (ouzh o embann) peogwir eo aprouet gant an Iliz savboent an oberour, e-keñver kelennadurezh. Ur berradur eo eus ar frazenn latin hiroc'h: nihil obstat quominus imprimatur, da lavarout eo « netra ne vir ouzh embann (kement-mañ)».
War levrioù brezhonek
kemmañ- E 1912, e deroù Bue ar Zent gant Erwan ar Moal, e lenner Nihil Obstat hag Imprimatur[1] (n'eo ket niverennet ar pajennoù kentañ),
- E 1944, e Kenteliou Santez Elizabed a Hongri, e lenner war ar golo diabarzh, pajenn 33 hogen hep niverenn : Nihil obstat, Imprimi potest hag Imprimatur.