Kaozeal:Kristina Danmark (disheñvelout)

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Kadwalan e kaozeadenn Diwar Wikipedia:Pajennoù da nullañ

Ha bremañ eo difennet lavarout eo diechu ar pennad! http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kristina_Danmark_%28dishe%C3%B1velout%29&action=historysubmit&diff=1053141&oldid=1053140 Bianchi-Bihan 16 Gwe 2011 da 17:28 (UTC)Respont

A-walc'h a gaozioù diwar-benn ar re all. Degas arguzennoù db an danvez e kaoz.--Kadwalan 17 Gwe 2011 da 13:04 (UTC)Respont
Diechu bepred.Bianchi-Bihan 19 Gwe 2011 da 13:01 (UTC)Respont

Diwar Wikipedia:Pajennoù da nullañ

kemmañ

Pennad diezhomm adal ar penn kentañ: Kristina Danmark zo, sklaer hag echu. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2011 da 05:35 (UTC)Respont

Torret az teus amañ en un doare diezhomm istor pajenn ar pennad Kristina o tiverkañ an danvez a oa enni evit ober da soñj ("sklaer hag echu" evel ma lârez) ha savet az teus ennañ a-ratozh ur pennad doubl eus ur pennad a oa anezhañ : ur pennad disheñvelout Kristina Danmark (disheñvelout) a oa dija. Ouzhpenn-se az teus kemeret danvez ar pennad diwar-benn ar briñsez Kristina Danmark er pennad Kristina Danmark evit e skrivañ en-dro er pennad adkas orin O terriñ istor ar pajennoù un eil gwezh evel-henn. Ma n'eo ket ur brezel embann a glasker kuzhat a-dreñv kemmoù a bep seurt da veuziñ Yann lenner, n'ouzon ket petra eo !
A-walc'h e oa adkas an eil hag egile d'an anvioù a felle dit ma oa ezhomm. Gallout ar reer kompren e vefe ur soñj disheñvel ganit db anv ar pennad-mañ-pennad met pas e plantfes dizurzh evit plantañ ar pezh a faot dit dre guzh ha lakaat ouzhpenn ar re all da dremen war da lerc'h hag ambuziñ o amzer o renkañ an traoù. Met gouzout a rez mat-tre an dra-se peogwir out bet lakaet war evezh gant kudennoù heñvel ar sizhun-mañ end-eeun

Disteuler a ran diouzhtu ar c'hemmoù degaset e Kristina Danmark ha Kristina Danmark (1521-1590) da zistreiñ d'ar stumm kentañ. An adkasoù al zo talvoudus d'al lennerien. Ali on o lezel kuit da droc'hañ al liammoù.
N'eo ket ar wezh kentañ e c'hoarvez hevelep traoù. Gwelet teuliad Bianchi-Bihan. --Kadwalan 17 Gwe 2011 da 15:30 (UTC)Respont

Gevier dineptu a wechall, gant ar merour Benoni, adkemeret gant unan ken dineptu all. Netra souezhus eta.
Kadwalan ne fell ket dezhañ kompren em eus savet tremen 100 pennad en doare-se, abaoe bloavezhioù, gant urzh, a-raok ma teufe-eñ da lakaat dizurzh em labour, rak ganin e vez savet ar pennadoù, ha gantañ e vez lakaet an dizurzh enne goude, ha setu eñ bremañ da gontañ eo me an hini zo kaoz. Sed a ziskouez pegen sirius eo e gemmoù.
Ouzhpenn-se, evel en deus diskouezet war ur pennad all, ne welan ket e komprenfe ar skolidi o klask danvez en ur pennad. ~~
Kompren a ran an traoù pa vez klasket o displegañ. N'eo ket abalamour az teus graet an traoù a-dreuz n'ouzon pet gwezh ez eo mat. Moarvat e oa an doare nemetañ az teus kavet d'ober da-unan met gallout a reer c'hoari ivez gant an adkasoù pe goulenn gant ur merour sevel an adkas n'hallez ket ober da-unan kentoc'h evit troc'hañ-pegañ an testennoù. Mod all n'ouzer ket e pelec'h emeur ganti ha torret istor ar pajennoù. Spontus eo gwelet e vez atav lâret gevier tuek diwar da benn gant an holl verourien hag e vez atav ar wirionez ganit. --Kadwalan 22 Gwe 2011 da 02:23 (UTC)Respont
Ne vin ket troet da arguzenniñ abaoe brezel ar c'hornichon. Ha pa lennan: N'eo ket abalamour az teus graet an traoù a-dreuz n'ouzon pet gwezh ez eo mat e komprenan pegen bras eo an dismegañs. Gant-se , ger ebet ken. Bianchi-Bihan 22 Gwe 2011 da 03:12 (UTC)Respont
Ma vefes sevenoc'h da gustum gant an implijerien all e-pad an tabutoù e vefe kemeret e kont kaoz an dismegañs, sañset, en un doare siriusoc'h--Kadwalan 22 Gwe 2011 da 12:57 (UTC)Respont


Da ziverkañ, hag adlakaat evel ma oa bet krouet. Sed aze un torkad pennadoù chomet en un stad truezus. ‎Bianchi-Bihan 27 Gwe 2011 da 10:48 (UTC)Respont

Mat e vefe displegañ an abegoù da gentañ er bajenn kaozeadenn--Kadwalan 27 Gwe 2011 da 15:56 (UTC)Respont
D'ur merour neptu e rafen. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2011 da 15:58 (UTC)Respont
Talvezout a ra ar bajenn kaozeadenn d'an holl da reiñ o soñj. --Kadwalan 27 Gwe 2011 da 16:04 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Kristina Danmark (disheñvelout)".