Kaozeal:Kumun c'hall

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Llydawr e kaozeadenn Dibaboù

Da'm soñj e vefe gwelloc'h kaout daoù bennad. Unan gant an titl kumun gant ar boued degaset amañ hag unan all, el liester, Kumunioù Frañs pe Roll kumunioù Frañs e-lec'h ma vefe kavet roll ar c'humunioù. Ezhomm zo ivez eus ur pennad Kumunioù Breizh. Da'm meno eo gwelloc'h ober gant Frañs evit anv ar stad (an anv ofisiel eo). Bro-C'hall zo un anv istorel ha sevenadurel (Rouantelezh Bro-C'hall). Ouzhpenn e c'haller stadañ emañ Breizh e Frañs (Republik Frañs) met n'emañ ket e Bro-C'hall ha n'eo ket bet biskoazh ul lodenn eus Bro-C'hall. E Frañs emañ Breizh, Bro-C'hall, Okitania, Elzas, un tamm eus Euskadi, Flandrez ha Katalonia. Fulup 31 Aug 2005 à 16:38 (UTC)

A-du e savan gant Fulup. Yun 31 Aug 2005 à 17:28 (UTC)

Bro-C'hall ha Frañs (respont gant dale bras)

kemmañ

Ur giz nevez eo ober gant Frañs ha klask kavout ur stêr disheñvel ouzh hini Frañs (ken luziet eo : rieged Breizh o deus paet un truaj da roue "Francia" er 6vet ktvd daoust ma ne blegent ket da anavezout an aotrouniezh). Er gwask brezhonek e weler an daou asamblez (e-barzh Bremañ da skouer) ha ne gredan ket ez eus un diforc'h e-barzh spered an dud.
Evel kalz a dud e ran gant Bro-C'hall nemetken (e-touez an abegoù ez eus m'eo d'ober gant an anv-gwan "gall" a glot gant Bro-C'hall). Marteze e vo unanaet titloù ar pennadoù er Wiki, met n'eus ket mall sevel ur brezelig d'an ampoent. Ne glaskan ket kemm Frañs da Vro-C'hall hag e kredan e vo ar memes spered gant tuidi ar ger Frañs. --Ch. Rogel 6 Ebr 2008 da 14:56 (UTC)Respont

Kemmoù

kemmañ

Salud dit ! Gwelet em eus ec'h eus cheñchet titloù Proviñsoù Bro-C'hall ha Kumunioù Frañs. Daou dra a lavarfen :

  • a-raok kemm un titl e vefe mat kaozeal gant kenlabourerien all ha displegañ perak e kav dit e tleje bezañ kemmet. Paseller ouzh ar pajennoù kaozeal e weler n'emaon ket ma-unan o soñjal ez eo gwelloc'h lakaat al liester.
  • Kumun Bro-C'hall a dalvez kement ha "la commune de France" e brezhoneg (evel ma talvez Kumun Pariz kement ha "la Commune de Paris"). N'eus ster ebet gant un titl evel-se. Marteze 'poa c'hoant lavaret "commune française" ? Neuze e tlejes bezañ skrivet kumun c'hall, a vije bet reizh. Hag ar memes tra evit ar proviñsoù. Met arabat cheñch titloù forzh penaos hep kaozeal gant tud all, pe war ar bajenn Kaozeadenn pe en Davarn ! A galon, --Llydawr 4 Ebr 2008 da 11:56 (UTC)Respont

Kemmet e o bet Bro-C'hall da Frañs er pennad am oa savet war ar c'humunioù mod-gall. Den n'en deus savet un abeg pe savet ur gaozeadenn. Setu perak em eus adkaset d'an titl orin.
Evidon eo re c'hallek al lavarenn "kumun c'hall" (ha koulskoude em eus dibabet an titl departamant gall). Ha daoust hag eñ ne vefe ket brezhonekoc'h ha reishoc'h ober gant kumun e Bro-C'hall, departamant e Bro-C'hall, met proviñs an impalaeriezh roman (amañ n'eus ket tu bezañ droukkomprenet)? Met petra vo graet evit anvioù ar c'hontelezhioù a gaver stank ar wiki brezhonek. Skouer : kontelezh Roazhon. M'eo gall ar gumun, daoust eo roazhonat ar gontelezh? Ha daoust e c'hellfe bezañ "kontelezh e Roazhon", pe welloc'h, d'am soñj, kontelezh ar Roazhon (evel el lavarenn c'hallek "en Avignon", i.e. ar gontelezh ha ne oa ket ar gaoz war ar gêr amañ).
Sellit ouzh kartennou Breizh, ne weler nemet kontelezh Roazhon ha k. Naoned koulskoude. --Ch. Rogel 6 Ebr 2008 da 15:49 (UTC)Respont

Al liester en titloù

kemmañ

Ret eo c'hom hep ober gant al liester en titloù bewech m'eo posubl ober un diforc'h etre an traou deskrivet. Ur reolenn etrevroadel eo, met, er c'hontrol, ret eo ober gant ar furmoù a-stroll, ur perzh a zo d'ar brezhoneg (merien, pa n'eus ket da lakaat merienenn, da skouer).
Pa n'eus ket tu deskrivañ pep lodenn an traoù bodet e tleer ober gant al liester : Stadoù-Unanet pa ne vije reizh deskrivañ ur "Stad unanet". Rouez e tle bezañ an degouezhioù-se. --Ch. Rogel 6 Ebr 2008 da 15:49 (UTC)Respont

Kumun c'hall

kemmañ

... ha mat pell zo. Amañ n'eo ket ul listennad kumunioù, ha neuze e tegouezh mat an unander (evel evit rione). Met evel it:Rioni di Roma e vo lakaet Proviñsoù Bro-C'hall pa ginniger an holl. Sklaer ar jeu. Bianchi-Bihan 6 Ebr 2008 da 17:36 (UTC)Respont

Dibaboù

kemmañ

Me 'gav din e ranker dispartiañ fraezh ar pezh zo dibaboù (ober gant an unander Kumun pe al liester Kumunioù, ober gant Bro-C'hall pe gant Frañs) diouzh ar pep zo reizhded ar yezh. Gallout a reer dibab ober gant al liester (evel e esaozneg en:Communes of France, en esperanteg eo:Komunumoj de Francio pe en italianeg it:Comuni della Francia) pe gant an unander evel e galleg (fr:Commune française pe e spagnoleg es:Comuna francesa). Gallout a reer dibab ober gant Frañs (a gaver abaoe ar c'hrennvrezhoneg) e-lec'h Bro-C'hall (displeget fraezh e oa bet gant Fulup e miz Eost 2005... daoust ma skriv Ch.Rogel "Den n'en deus savet un abeg pe savet ur gaozeadenn"). "Kumun c'hall" pe "Kumunioù Frañs" zo posupl o-daou. "Kumun Bro-C'hall" avat zo un titl direizh, e-keñver brezhoneg, evit ar pennad-mañ diantav. Ha n'eus ket da glask keñveriañ gant Kontelezh Roazhon... daou zegouezh disheñvel int ! --Llydawr 7 Ebr 2008 da 16:31 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Kumun c'hall".